Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Istor fromus an dourvarc’h na c’hell ket neuial

Setu an istor kontet e levr Jakez Segalen ha Chloé Garel-Delval embannet gant An Alarc’h e miz C’hwevrer 2024. D’an 23 a viz Meurzh 2024 e oa bet pedet ar skrivagner hag an dresourez e mediaoueg Karaez evit lenn an istor-se a sach evezh ar vugale hag o zud war an disheñvelderioù.

En dour eo ganet an dourvarc’hed ha ret eo dezho neuial betek gorre an dour evit tennañ o anal. Met n’eo ket e-mod-se eo c’hoarvezet an traoù gant Peskennig. Hennezh n’eo ket kap da neuial. Setu ar c’hentañ istor skrivet gant Jakez Segalen ha treset gant Chloé Garel-Delval.
Er penn-kentañ e oa just ur boelladenn evit lakaat Jakez Segalen da skrivañ un istor “burzhudus” e brezhoneg, kinniget dezhañ e-kerzh ar stummadur barrekaat war ar brezhoneg, e 2021, e kreizenn stummañ Roudour e Lesneven. Ha setu, lañset e oa ! “E fin ar stummadur ‘noa graet Jakez e soñj da reiñ an istor-se d’e vugale vihan ha bez’ e oa o klask unan bennak evit skeudenniñ an istor-se”, eme Chloé Garel-Delval. Stummerez e oa homañ en aozadur stummañ, graet o deus anaoudegezh an eil gant egile d’ar mare-se ha deuet int da vezañ mignoned.


Heuliañ avanturioù Peskennig
Tresañ a blij kalz d’ar stummerez abaoe pell, e-giz-se e veze desket an traoù ganti er skol. Bremañ e ra ar memes tra gant he stajidi·adezed : en he c’hentelioù e lak anezho da gompren ar c’heriaoueg peotramant gerioù resis gant he zresadennoù. Met ar wech kentañ e oa dezhi tresañ un istor da vezañ embannet. “Paper Canson ‘m eus implijet ha krog on da dresañ gant ur c’hreion gris hag ar foñs zo e livaj dour”, emezi. “Pep tresadenn zo bet soñjet ganin evel un oberenn disheñvel. Pep hini a c’hell bezañ lakaet ouzh moger kambr ur bugel bennak.” Rak avanturioù Peskennig a vez heuliet dre ar skeudennoù ivez. Er mod-se eo aesoc’h d’ar vugale kompren an istor. Gwelloc’h eo memes tra lenn anezhañ gant tud deuet abalamour eo “uhel al live brezhoneg, gant amzerioù disheñvel”. Moaien zo d’an deraouidi ivez da lenn al levr-se hervez Chloé Garel-Delval.
Peskennig n’eo ket kap da neuial met barrek eo war draoù all hag a sikour ar bagad dourvarc’hed. An istor-se a lak an disheñvelderioù war wel ha brav eo sachañ evezh ar re vihan… hag ar re vras war ar sujed-se !

Manon Deniau

An dourvarc’h na ouie ket neuial, An Alarc’h, 2024


Ur pennad embannet en niverenn 981, d’ar 26 viz Meurzh 2024.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez