Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Kasting Foeterien e Makedonia

Penaos kemer er c’houlzad kentañ ?

Foeterien, ar filmañ e Jorjia. @ Gwengolo Filmoù

Abaoe ouzhpenn 10 vloaz ez eo an abadenn Foeterien ur programm dibar eus ar re vrudetañ e-touesk an holl abadennoù produet e brezhoneg.

Klask a reomp bep bloaz ur vro pe ur rannvro a c’hello plijout d’ar sellerien kenkoulz ha d’ar Foeterien, pa vefe da-geñver ar maezioù pe ar sevenadur. Goude bezañ bet e Jorjia hag er broioù Balt hon eus soñjet e oa mat deomp mont davet ar c’hreisteiz. Alese “Makedonia”.

Ha neuze, mennet oc’h da foetañ bro ?

Etre 18 ha 65 bloaz oc’h hag e komzit brezhoneg ?

Betek fin miz Ebrel e c’heller lakaat e anv.

Lezit ho CV hag ul lizher emginnig gant foeterien@gmail.com pe gant messenger Gwengolo Filmoù : https://www.facebook.com/gwengolo.filmou.

Bec’h de’i !

Skipailh Foeterien

Da lenn

Da lenn ivez