Tennet kuit en deus Alan Stivell e baeroniezh war an eztaoladenn vras, savet kaer ha kentelius, kinniget e salioù Champs Libres e Roazhon, he anv : Celtique ?. Hag-eñ eo Breizh keltiek ? Forc’hellek-meurbet eo ar goulenn rak diouzh ar mod termeniñ ar ger kelt e vo respontoù disheñvel, enebet zoken.
Diouzh ar mod ma tiwan tamm-ha-tamm an anatadurioù skiantel e ranker bezañ prest atav da hejañ burutell ar spered. D’an dud kar-o-bro eo d’en ober da zigentañ, ha n’eo ket d’ar re o nac’hañ deomp pep identelezh.
Diouzh tro-sellet an arkeologourien e anavezer evel kelt ar pobloù alouber bet anvet « Keltoi » gant an Hellened, « Celtae » gant al Latined, oberiant anezho eus mare Hallstat (-1300) betek hini ar Romaned, eus bro an Danav uhel betek takad emled an oppida. Ha ne vefe ket Breizh e-barzh an takad-se, war-bouez levezon sevenadurel mare La Tène (gwelet labourioù Yannick Lecerf ha kement zo).
Diouzh savboent ar yezhouriezh hag ar paleogenetik eo un afer all. Kregiñ a ra tro 800 vloaz a-raok Hallstat, war ar memes tachennoù, well-wazh. Diwar an darempredoù ha dimezioù etre an indezeuroped kentañ hag o amezeien e vefe bet danzeet neuze ar proto-keltieg war dakad an Danav uhel, tachenn eiennennoù ar stêr-veur : geriaoueg indez-europek, ereadurezh ar yezh kent, soniadoù diaes da zistagellañ evel ar P e deroù ar ger, pe ar Kw distaget P… Alese an div rannyezh bras : keltieg Q ha keltieg P, strewet goude war Europa Kornôg ha Kreiz evel e Hallstat, ha na vefe bet komzet eno nemet ur rann eus an hengeltieg, ket ar yezh orin.
Gant ar merker genetek R1b hag e gemmadurioù e heulier diskennidi pobloù ar stepennoù (Yanma) war-zu ar c’hornôg. Ar c’hemmadur R1b-L21, an diwan anezhañ istimet tro -2300 e Alamagn ar su, a-raok ar proto-keltieg, a heul emled ar yezhoù keltiek war-zu ar gwalarn. Hiziv an deiz e klot rik dasparzh R1b-L21 gant an tachennoù yezhoù keltiek* : ar memes pobl orin, ar memes diaz yezh. Ur gwirvoud hag ur stadadenn an hini eo, ken solut hag ur fed arkeologel. Met ivez ur santimant a vreudeuriezh en un tu bennak e foñs ar spered. Ha reizh eo neuze ma klasker diehan skoulmañ en-dro darempredoù, a-fed speredelezh, sevenadur, sonerezh, lennegezh, ekonomiezh, etre c’hoarezed bet dispartiet gant turmudoù an istor,…
Paol Mingant
*Gwelet https://www.eupedia.com/europe/Haplogroupe_R1b_ADN-Y.shtml. Evit dielfennañ seurt kartennoù e ranker anavezout mat ar genetik. Ma lakaont war wel ur fed a vrasniver war ur poent resis e tiskouezont ivez, en tu gin, penaos eo pep poblañs europat hêrezh ur meskaj genetek bras.
Ur pennad embannet en niverenn 888, d’ar 17 a viz Even 2022.