Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Kemerit perzh en emgav ar yezhoù minorelaet

Eus ar 17 d’an 21 a viz Gouere 2023 e vo Higa!, pevare emgav etrebroadel evit an dud yaouank a gomz yezhoù minorelaet. E Gasteiz e vo dalc’het, en Euskal Herria. Emañ c’hoazh an aozerien o klask brezhonegerien ha brezhonegerezed etre 18 ha 35 bloaz.

Eus 80 kumuniezh yezhel disheñvel e teu an dud yaouank e Higa ! © Higa !


E 2018 e oa en em vodet en Euskadi 75 den deuet eus 80 kumuniezh disheñvel da geñver an emgav etrebroadel-se. “Tud ‘oa eus Suamerika. Lod a ouie kechuaeg, tamileg, samieg…”, eme Vorgan Lincy Fercot, ur vrezhonegerez e karg eus ar c’hehentiñ er skipailh aozañ.
Ha gortozet ez eus kement a dud gant profiloù liesseurt ar bloaz-mañ evit ar pedervet abadenn : tud hag a gelenn pe o labourat er mediaoù, arzourien… Emañ an aozerien o klask brezhonegerien ha brezhonegerezed etre 18 ha 35 bloaz. Evit kemer perzh e c’hallont lakaat o anv betek ar 16 a viz Ebrel 2023.


Liammañ ar stourmoù asambles
E-pad 5 devezh en em welo an dud dibabet evit kaozeal diwar-benn stad o yezhoù hag evit labourat war raktresoù a-stroll. Diouzh ar mintin e vo prezegennoù ha goude merenn e vo atalieroù pleustrek.
“Komzet e vo eus al liammoù ouzh stourmoù all evel ar venelouriezh hag an ekologiezh, evit kemer harp warno”, a zispleg Morgan Lincy Fercot. Pouezus e vo tem an teknologiezhoù nevez ha klasket e vo penaos “kemer plas war an dachenn niverel”.


Krouiñ ur rouedad etrebroadel
Moaien a vo da empennañ raktresoù, kregiñ ganto e-pad Higa! ha lakaat anezho e-plas da c’houde. E 2018, da skouer, he doa graet Morgan Lincy Fercot an dra-se p’he doa graet anaoudegezh er gouel gant Amaia Orbe Barrio, ur jubennourez hag a gelenn euskareg en Alamagn. Savet o deus un teulfilm diwar-benn ar veaj graet asambles e Kurdistan kostez Iran. Diskouezet e oa bet e-pad Higa! e 2021. Pal Higa! eo krouiñ war hir dermen ur rouedad etrebroadel : “Alc’hwez adperc’hennañ ar yezhoù eo ar re yaouank.”

Manon Deniau


Ur pennad embannet en niverenn 929, d’an 28 viz Meurzh 2023.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez