Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Kontañ al laboused

Ac’hanta ma zud vat ! Deuet eo ar mare da gontañ al laboused en ho liorzhoù. Disadorn ha disul — d’an 28 ha d’an 29 a viz Genver —, evel bep bloaz, e vo aozet un niveradeg gant an LPO — Ligue de protection des oiseaux, e galleg flour — ha Bretagne Vivante.

Ur boc’hruzig. © Arjan Haverkamp

Soñj ‘peus penaos e vez graet ? N’eus netra aesoc’h ! Trawalc’h eo deoc’h chom a-dreñv ur prenestr e-pad un eur ha kontañ kement labous a weloc’h dirak ho taoulagad o vont hag o tont war al letonenn pe er gwez hag er brousgwez. N’eus ket ezhomm da gaout benveg
na levr ebet ha n’eo ket dav bezañ arbennigour war al laboused. M’ho peus aon da vankout war ur spesad e c’hellit mont da deurel ur sell ouzh lec’hienn an daou aozadur a gas an afer-se hag e kavoc’h displegadennoù a-feson enno.


Evit sikour
N’eus ket ezhomm kennebeut da lakaat boued da lakaat al laboused da zont tostoc’h d’an ti. Gwelloc’h eo lezel frouezh ganto war an douar zoken m’emaint o vreinañ pe c’hoazh chom hep tennañ an iliav diouzh ar mogerioù kozh. Bernioù keuneud kozh enno kevnid hag amprevaned zo mat dezho ivez. Gant ar pretioù-se e vint sikouret gwelloc’h evit gant bouloù prenet er stalioù ha n’ouzer ket petra zo e-barzh. Pa vo echu ho labour ganeoc’h e c’helloc’h mont da enrollañ ho tisoc’hoù el lec’hienn hag an dra-se a servijo d’ar skiantourien war-lerc’h da c’hoût penaos e tro an traoù gant laboused ar vro hag ivez hag-eñ e ya an niver a spesadoù war vrasaat pe war vihanaat hag an niver a laboused e pep spesad. Ur gwir sikour e vo ho labour dezho.
Trugarez vras deoc’h !


Boc’hruzig Sant Alc’houen


Ur pennad embannet en niverenn 920, d’ar 24 a viz Genver 2023.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez