Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Levenez e Naoned

E 2017 e oa bet roet lañs da “Youn ha Solena”, ur vikro-magouri evit degemer 10 bugel, e brezhoneg, e Sant-Ervlan. Dedennet eo ti-kêr Naoned gant ar mennozh met n’en deus ket c’hoant sevel un dra vihan. 42 plas e vefe da gaout.

Hélène Simon ha Katell Leon.

Savet ez eus bet ur gevredigezh e 2021, Levenez, evit dougen ar raktres-mañ. Enni ez eus kerent, tud a-vicher gant ar vugaligoù ha stourmerien. Ur raktres pedagogel a-feson a vo lakaet e pleustr er vagouri. Ouzhpenn da soubañ ar vugaligoù e brezhoneg ha da ginnig d’ar familhoù tañva d’hor yezh ha d’hor sevenadur e vo pal ar jeu lakaat e plas doareoù labourat a zegasfe hevoud d’an holl en ensavadur : bugaligoù, familhoù ha tud a-vicher. E 2016 en doa bet ar raktres skoazell gant Ar Redadeg – 20 000 € – met an taol-mañ n’en deus ket bet ar raktres “Levenez” ar memes respont. “Kompren a reomp ne c’hall ket ar Redadeg skoazellañ an holl. Klask a raimp en-dro ar wech a zeu !” eme Katell Leon, diazezourez ar raktres.

War un ton bras

Raktreset eo bet loc’hañ e 2025. N’eo ket dibabet da vat c’hoazh e peseurt karter eus Naoned e vo staliet ar vagouri. Met ezhomm zo dija a brederiañ. “Evit ober war-dro an 42 bugel e vo dav deomp implij ur 15 den bennak, brezhonegerien. Pemp zo kavet dija met tud a-vicher all a vo ezhomm. Stummadurioù a vo dav deomp aozañ.” a resisa Katell Leon a-raok ouzhpennañ “20 % eus an dispignoù a chomo war hor choug dre ret. Un amprest a vo dav deomp ober ivez en ti-bank hag ezhomm hon do asuriñ dezhañ eo yac’h ar raktres. 80 % eus an dispignoù d’ar muiañ a c’hall bezañ kemeret e karg gant an arc’hant publik met hemañ ne zeuio nemet pa vo bet digoret ar vagouri.” Setu m’eo kroget izili ar gevredigezh “Levenez” da glask skoazell dre ar savenn Helloasso. Gervel a reont an dud da emezellañ, da brenañ traoù a bep seurt aozet gant artizanezed (goulaouennoù-koar, babouzerioù…) pe da reiñ arc’hant, en un taol pe dre dreuzvankañ.

Facebook : https://www.facebook.com/Levenezbzh

Darempred : prezidant.ez-levenez@kaz.bzh.


Ur pennad embannet en niverenn 880, d’an 22 a viz Ebrel 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez