Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Levrioù Timilenn

War hent Jada, ul levr gant Laura Nsafou ha Barbara Brun. © Timilenn

An ti-embann Timilenn a ginnig tri albom nevez evit ar vugale ar bloaz-mañ. An hini kentañ, Ar steredenn-lostek, a zo levr nevez ar skrivagner saoz Joe Todd-Stanton. Gantañ e oa bet skrivet al levrioù all troet gant an ti-embann : Julian hag al louarn ha Sekred ar roc’h zu. “Kenlabouret hon eus gant Kalanna production evit ma vefe enrollet levrioù Joe Todd-Stanton. Ur c’hod QR a zo war al levrioù evit gallout selaou an istorioù, ha klevet int bet ivez war ar pemp radio kevredigezhel e brezhoneg” eme Brendan Guillouzic-Gouret, kengrouer an ti-embann. An daou levr all troet gant Timilenn a zo bet skrivet gant an afrobenelourez Laura Nsafou. Evel ur milion a valafenned du a gont istor ur plac’hig du he deus blev brav met goap e vez graet outi gant ar skolidi all peogwir int disheñvel. War hent Jada a zo istor div c’hoar gevel. Unan dioute a zo teñvaloc’h he c’hroc’hen eget eben, ha n’int ket gwelet heñvel er gêriadenn.

Metig Jakez-Vargas


Diwar ur pennad embannet en niverenn 907, d’ar 25 a viz Here 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez