Maina, penaos eo deuet deoc’h ar mennozh mont war-zu ar c’hazetenniñ, ar c’hoant mont da gazetennerez ?
Atav on bet dedennet gant bed ar mediaoù… Pa oan bihan e klasken dihuniñ a-raok va zud evit lenn Ouest-France ha kontañ dezho war-lerc’h ar pezh am boa lennet. E trede klas er skolaj em boa graet ur staj ‘ba’ Frañs 3 Brest. Kavet em boa al lec’h dreist hag al labour a-feson. Koulskoude n’eo ket deuet diouzhtu ar c’hoant mont da gazetennerez, c’hoant ‘m’oa deskiñ traoù war an arzoù hag an istor da gentañ. Pa oan e Khube (trede bloavezh prepa) em eus soñjet mont war-zu ar mediaoù. Selaou a raen bemdez Jean Lebrun war France Inter. Kontañ un istor en ur implij benveg ar radio ul labour eus ar bravañ. Ar chañs zo bet roet din war-lerc’h da vont d’ober ur staj 3 miz gantañ, ha va hunvre zo deuet da wir. Desket em eus kement gant Jean Lebrun, un den a-feson eo. Kemeret en deus ac’hanon e staj rak komz a raen brezhoneg ha prometet em boa dezhañ soniñ binioù bras e France Inter evit devezh diwezhañ ar vakañsoù.
War-lerc’h, evit bezan onest ganeoc’h, eo ar vicher nemeti am eus kavet lec’h ne veze ket rebechet din bezañ flaperez, kurius ha gant ar c’hoant fiñval ha beajiñ bepred.
Ha disheñvel eo an doareoù d’ober, hervez ar rannvroioù ?
Ne ’z eus ket un doare d’ober pe un doare da vezañ kazetenner… Bez’ ez eus kement a zoareoù ober hag a zo a gazetennerien. Ar perzh pouezusañ eo bezañ plijet gant an dud, bezañ war evezh bemdez, selaou ar pezh a vez kontet deomp, klask reiñ ar gaoz d’an holl.
Koulskoude, gwir eo, disheñvel eo ar sujedoù hervez ar rannvroioù. Pa oan e Frañs 3 Breizh e raen ur bern sujedoù war ar mor, sujedoù e brezhoneg ha sujedoù war al labour-douar. E Grenoble em eus graet sujedoù war ar menezioù, ski m’ eus graet ivez hag e Lille bremañ ez an alies e Bro-Saoz hag e Bro-Velgia. Kejet em eus gant ur bern pennkazetennerien disheñvel, gant c’hoantoù liesliv. Desket em eus kalz ivez. E Lille da skouer e ran ur bern sujedoù politikel hag war ar C’hovid ivez, dre m’eo an Norzh tapet tre gant ar c’hleñved.
Penaos oc’h en em gavet da labourat e norzh Bro-C’hall, kentoc’h ?
Ar c’hoant a oa ganin gouzout hirioc’h war an doare da geginañ ar fritez ha deskiñ muioc’h war bed ar bier. Nann… N’eo ket gwir ! Da gentañ tout e oan kroget da labourat ‘ba’ Brest, evit An Taol-Lagad war Frañs 3. Plijet-tre e oan o labourat e brezhoneg. Koulskoude e oa ar c’hoant ganin, beajiñ. Pa vezec’h o labourat evit Frañs 3 hon eus ar chañs da veajiñ e Bro-C’hall. Aet on neuze ur bloavezh e Lyon hag e Grenoble. Entanet on gant sportoù an erc’h, ski e-leizh ‘m eus graet eno. War-lerc’h, on bet e Lille rak ar c’hoant a oa ganin abaoe pellik deskiñ al labour gant ur gazetennerez hag a blij kalz din : Virna Sacchi (kinnigerez Frañs 3 Norzh hag ivez France 3 broadel). Desket em eus ur bern ganti ha deskiñ a ran bemdez c’hoazh. Ur c’hontrad div sizhunvezh am eus graet da gentañ, ha dre chañs pa oan eno zo bet unan en deus kemeret ur bloavezh ehan kerentiezh. Setu, roet zo bet din ur bloavezh hanter a gontrad hir.
Dedennus-kenañ eo labourat evit Frañs 3 Norzh, rak alies ez an en estrenvro : Bro-Soaz pe Bruxelles. Ur bern sujedoù politikel a vez graet eno ivez.
En ur bed leun a skeudennoù e vevomp, muioc’h-mui. Dav d’ar skinwel kaout skeudennoù ha dibabet e vo, a-wechoù, ur sujed, hervez ar skeudennoù a c’heller kaout. N’ez a ket se a-enep d’ar sokiologourez, da selaou an dud o komz, hep kaout, dre ret, ur bern skeudennoù da vont da heul ?
Setu ur goulenn brav, met n’emaon ket a-du. Hervezon, bremañ e vez kavet doareoù evit kaozeal hep kaout skeudennoù : ur gronikenn bennak pe un duplex da skouer a c’heller ober pa ne vez ket tu filmañ. Plijout a ra din da skouer ober sujedoù polis-justis… Ne c’heller ket filmañ sal ar breudoù. Ret eo din neuze ober un duplex er-maez evit kontañ d’an dud ar pezh am eus bevet.
Hervezon ar pep pouezusañ, pa vezec’h kazetenner, eo kontañ un istor, lakaat ar gaoz war ur sujed bennak ha displegañ anezhañ. Er skinwel, alies-tre, e vez roet deomp ur vunutenn hanter evit displegañ un aktu. Ret eo deomp bezan kenaozet. Pa skrivan pennadoù war sokiologiezh ar relijionoù eo ret din soñjal evel ur skiantour. Difennet eo din skrivañ ur pennad hep bezañ resis-kenañ, en ur zisplegañ penaos ha perak e soñjan evel-se, hep disoñjal ar re o deus skrivet a-raok. N’eo ket tre ar memes doare-soñjal hervezon, met n’eo ket an daou a-enep an eil d’egile, koulskoude.
Petra zo a gavit dedennus da zeskiñ a-zivout istor ar relijionoù ?
Ar c’hoant a oa ganin deskiñ muioc’h war an islam, dreist-holl e 2015 pa oan e Pariz e-pad darvoudoù ar Bataclan. Ezhomm am boa gouzout pep tra war an islam : sunnit/chiite/salafisted/djihad … Kroget e oan neuze da lenn ur bern war ar C’horan, ar Bibl hag al laikelezh. Deuet eo neuze ar soñj en em enskrivañ en ur master dre-lizher er memes amzer ha va labour. Morse ‘m’efe soñjet e vefen ken dedennet gant ar relijionoù. Ar pezh am eus kavet an dedennusañ d’am soñj oa kompren istor laikelezh ar broioù tro-dro deomp. Siwazh n’eus ket e Bro-C’hall kentelioù “histoire du fait religieux”. En ur zeskiñ war ar relijionoù all em eus komprenet doare soñjal ha doare bezañ ur bern pobloù.
E Master 2 em eus kroget da studiañ sokiologiezh ar relijionoù, ha dreist-holl sokiologiezh ar relijion katolik. En ur studiañ ar gatoliked em eus komprenet ur bern traoù war istor Breizh, penaos eo bet levezonet ar Vretoned gant ar feiz. Bremañ ez an war-zu un dezenn istor diwar-benn an oferennoù e brezhoneg war-lec’h 1962… Ur bern ‘m eus da zeskiñ c’hoazh.
Ouzh petra e vo stag hoc’h anv er bloavezhioù a zeu ?
Er bloavezhioù a zeu, d’am soñj, e vo stag va anv ouzh levrioù istor Breizh amprestet el levraoueg evit skrivañ va zezenn istor. Laouen e vefen ivez o kemer muioc’h a berzh e bed ar brezhoneg. N’on ket ur mailh war ar yezh, met pa c’hellan e klaskan diskouez d’an dud e c’heller ober pep tra gant yezh ar vro. Da skouer… Kinnig a ran ar c’heleier a-wechoù war Frañs 3 Breizh. E fin pep JT e klaskan lavarout ur frazenn vihan e brezhoneg. Laouen e vefen da reiñ c’hoant da dud zo deskiñ pe gouzout muioc’h war ar yezh.
Peseurt meuz a rit p’en em lakait da geginañ ?
Pa labouran e-pad an dibennoù-sizhun (da lavaret eo ur wech ar miz) e fardan ur c’houign-amann evit skipailhoù Frañs 3 hag evit va mignoned. Ur gwir gouign-amann eus Douarnenez hag am eus bet tro da zeskiñ fardan gant “Pépé Sinou”, tad-kozh ur vignonez vras din. Bepred pa veajan e fardañ ar wastell-mañ hag evel-just e teskan d’an dud distagañ mat anv ar wastell. Ur wech pa labouren e Frañs 5 evit “La Grande Librairie” em boa adkemeret, en un doare jentil, evel-just, an akademisian bras Erik Orsena : “Va digarez aotrou, met lavaret e vez amann evel “une amende””. C’hoarzhet en doa kalz, ha bremañ e ra ac’hanon “penn sardin an amann.”
Dedennet-kenañ eo ar skrivagner gant Breizh ha gant ar brezhoneg, laouen-tre e oa deskiñ distagadur gerioù zo e brezhoneg.
Petra eo ho “plijadur” pemdeziek ?
Lavar d’an dud on eus Breizh… D’am soñj ne ’z eus ket un devezh hep ma lavarfen un dra diwar-benn Breizh. E Frañs 3 Lille on anvet “la petite bretonne”. Ar sizhun diwezhañ e oa ret din atersiñ prefed ar Pas-de-Calais. N’eo ket plijet-tre ar prefed gant ar mediaoù… En e vurev e oan. Gwelet em eus ur gartenn post eus Breizh… Kroget ‘m eus da gaozeal diwar-benn Douarnenez… Eus Aodoù-an-Arvor eo ar prefed… Ha setu loc’het ar reportaj gant ur mousc’hoarzh. An holl zo breton hervezon, ha dreist evel ma lavaran d’an holl… N’eus ket ezhomm bezañ eus Breizh evit bezañ breizhad.
Da beseurt goulenn ‘ho pije c’hoant da respont “Ya!” ?
“Maïna gortozet out en un ostaleri libanat gant : Romain Gary, Virginia Woolf, Federico Fellini, Aimé Césaire, Roland Barthes ha Simone Veil”.
_________
Un atersadenn embannet en niverenn 815, e miz Genver 2021.