Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Mammout gloanek

Anavezet mat eo tudenn ar mammout gloanek gant ar vugale en tresadennoù bev Disney. War a seblant eo aet ar spesad mammout d’an anaon dre efed tommadur an hin war-lerc’h ar mare skorn diwezhañ…

Dant-difenn ur mammout gloanek war an enezenn Wranglel er mor Artik.

Anaoudegezh istor ar mammouted az a war-raok gant an teknikoù diazezet war dielfennadur an TDN a zo diouzh ar c’hiz hiriv evit beajiñ en amzer dremenet. Embannet e oa e miz C’hwevrer ur studiadenn diwar an TDN kavet war tri dant mammout kavet e Siberia. Ret eo gouzout zo anavezet bremañ ur pemzek spesad bennak a vammouted adalek an hini kentañ ganet 5 milion a vloavezhioù zo en Afrika. Dasparzhet int bet war-lerc’h war c’hevandir Eurasia hag Amerika an hanternoz. Un doare bedeladur a-raok an denelezh e oa a-benn ar fin.

Aet eo ar mammout diwezhañ d’an anaon 4000 bloaz zo war an enezenn Wrangel er mor Artik. Sekañset eo bet an TDN ha deiziet an dent a-drugarez da lusk mutadurioù an TDN hag oad ar gwiskadoù gouelezenn ma oa kavet an dent. Tammoù TDN bihan-tre ha kozh-Noe, tro 1 milion a vloavezhioù zo, bet tennet eus an dent ha setu dielfennet ar c’hoari miltamm dre ur mell pezh labour kaset da benn gant ar skiantourien. Div linenn a spesadoù mammout a vefe bet. An hini kentañ he defe lakaet ar spesad lesanvet Colomb da c’henel, e Amerika an hanternoz. Dre an eil vefe ganet spesad ar mammout gloanek. Dent loened disheñvel e oant. An hini kentañ oa da “tad-kozh ar mammout gloanek” hag a veve 680 000 bloavezh zo, un doare mammout ar stepennoù. An eil oa hini ul loen eus an hevelep linenn, o vevañ 1,34 milion a vloavezhioù zo. Koshoc’h e oa an trede, etre 1,65 ha 2 milion a vloavezhioù zo. “Tad-kozh ar spesad Colomb” e oa, o vevañ e Amerika an hanternoz. Tamm-ha-tamm zo deuet azasadurioù el linenn gentañ evit ober ar mammout gloanek. En o zouesk e oa ment an divskouarn hag al lost, ganedigezh ur c’hlak fraez, ur gwiskad druz tev, hag ar gloan evel-just.

Penaos eo aet ar mammouted gloanek da get ? Sur a-walc’h e oa abalamour d’un tommadur hin c’hoarvezet re vuan evit azasaat en-dro ar spesad hag ivez abalamour d’ur mammouta re stank… Ur gentel vrav ouzhpenn evit an deiz a hiziv hag an diaesterioù kreñv a c’hoarvez gant tommadur an hin ha distruj an endro ?

Jean-Michel Sanner

Awenet-bras eo ar pennad-mañ gant unan ouzhpenn e-barzh “Le Monde”, miz C’hwevrer.

  • Ur pennad embannet en niverenn 823 – d’an 19 a viz Meurzh 2021.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Da lenn ivez