Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Maria Gentile

A ! ‘pell ‘zo n’em boa ket kejet ganit, Paol !

Ezvezant on bet… Teir sizhun… Edomp e vakansoù ! Evit lidañ hor retred. Divin ‘pelec’h…

C’humm… Martinik ?

– …….

Senegal ? Tailand ?

– ……..

Pelloc’h c’hoazh ?

C’humm… Kalz tostoc’h… Ha bravoc’h c’hoazh…

E galleg e vez lâret : “Reiñ a ran ma zeod d’ar c’hazh”

E Korsika !! Enezenn ar vraventez ! N’on ket bet boazet da vont e vakansoù, te ‘oar… Re a labour, pas pelloc’h eget pleg-mor ar Mor-Bihan met, ‘vit ur wech…

Ale ! kont din tout neuze… Mall ‘m eus da c’houzout…

Edomp, Marianna ha me, en ur c’hemplez leti, gweled war ar mor, nepell eus Ajaccio… Heol bemdez, oabl glas, mor-laezh, dourioù turkvaenus… ha kuzhioù-heol dispar war ar bae ! Ar baradoz war an douar ! Hanter briz, ouzhpenn, en izelamzer !

Ha boued mat ivez, sur a-walc’h…

Ya, ‘vel partout, boued diouzh gwalc’h ! Enporzhiet, ‘vel-just… Panevet o saosisonoù… hag o c’histin, ne broduont ket kalz a dra, te ‘oar… Douar paour, meinek ha tud pas gwall galonek …

Graet ‘t eus anaoudegezh gant kalz tud, neuze ?

C’humm… Pas kalz… E seurt otelioù e vez kavet pep tra war al lec’h. Perak ‘n em zirenkañ ? Kinniget e vez baleadennoù aozet, memes… Soñj ‘ta, gweladennet hon eus ti Napoleon ! Pedet war bez Tino Rossi !

Hag ar Gorsiz neuze ? A bep seurt e vez kontet diwarno…

Ar re-se ? Pfuff… Chañs o deus, me lâr’ dit ! An hanter anezho, a zo bremañ war o leve, a zo bet kargidi eus ar stad, maltouterien dre vras, soudarded pe jañdarmed… C’humm… Ne baeont tailhoù na war o ziez na war o butun… ha, pa c’hellont truchañ n’en em ziaezont ket !… A ya! me ‘lâr dit… Ma ne vefe ket an touristelezh, penaos e c’hounezfent o buhez ? Muioc’h a Gorsiz a zo o chom war ar “C’hodazur” eget war o enezenn ha daoust da se e fell dezho bezañ dieub, mar plij ! Dizalc’h ! Ra vo graet dezho o dizalc’herezh neuze ha gwel’t ‘vo !!

Ya, ya… Ur baradoz poblet gant tud pas gwall erbedadus, hervez ar mod… Iskis, kea ?

Pet gwech n’hon eus klevet seurt komzoù amoet ! Ha gwashoc’h c’hoazh : gant tud sañset desket, desavet, stuziet… Penaos e c’hell seurt sotonioù dideñvañ e speredoù kement a C’hallaoued ? N’em eus respont ebet….

Bremañ lenner kaer, e kinnigan deoc’h ur veaj all, disheñvel-tre diouzh hini Paol : pignomp en ur ribourzherez evit ur valeadenn en amzer, da vare He Meurdez Loeiz ar Muiañ-karet…

* * *

“Met petra c’hoarvez ganto holl ? Abaoe daou vil bloaz emaint o teurel o c’hrabanoù war hor bro, betek en em silañ dre ret, o vrezeliñ ouzhomp pe och en em staliañ betek ma vezint taolet e-maez” setu pezh a skrive n’eus ket pell amzer Jean Guy Talamoni, en e levr diwezhañ, Avanzà !

Biskoazh n’he deus argadet pobl Korsika pobloù all, met, daoust da se, biskoazh n’he deus gellet bevañ e peoc’h war he douaroù dezhi hec’h-unan. Un emgann peurbadus eo bet hec’h istor, ur stourm evit an dieubidigezh. A-enep ar Romaned – daou ganved a-raok hon oadvezh – heuliet gant ar Vandaled, ar c’hGothed, al Lombarded, ar Sarazined hag all… met beli ar Jenoazed a voe ar padusañ hag an dic’houzañvadusañ. Izelaet, diberc’hennet eus hec’h holl gwirioù, sujet da zisentezioù kargidi estren, n’he doe choaz all ebet paneve ar stourm armet …

Korsika, bloavezh 1735

Abaoe c’hwec’h vloaz dija edo pobl Korsika o stourm evit en em zizober eus an dalc’hidigezh estren, ha se goude bezañ gouzanvet ur gwaskerezh spontus a bevar c’hant vloaz. Met en taol-mañ n’eo ket he stourm hini ur bihan-niver, met hini ur bobl a-bezh, ur gwir emsavadeg : evit ar Gorsiz e oa gwelloc’h mervel eget kenderc’hel da vevañ dindan beli tud ken kriz hag en em gavout estrenien war o douaroù dezho o-unan. Met anavezout mat a raent pep korn ha digorn eus menezioù hag eus aodoù o enezenn. Desket o doa ar c’hengred. Desket o doa tevel rak an enebour, ha buan-tre e weljont an trec’h o tostaat… Allas ! A-boan ma oa hemañ a-hed an dorn ma teuas ur gourdrouz nevez war wel, evel ur mallozh…

O welout fin o dreistbeli o tostaat e c’houlennas gouzalc’herien jenoaz sikour ar C’hallaoued. Ar respont ne zaleas ket :

“Dont a ris war an douar dres p’edo ma mamm-vro o vervel, tregont mil a C’hallaoued dislonket war hon aodoù, o veuziñ Tron an Dieubidigezh dindan tonnoù gwad, setu aze ar c’hentañ arvest a zeuas da skeiñ ma daoulagad. Yudadennoù an den o vervel, leñvadennoù an hini gwasket, daeroù an dispi a oa en-dro d’am c’hael, a-boan ma oan bet ganet….”

Setu ar pezh a skrive un ofisour yaouank kalz diwezhatoc’h, er bloavezh 1789. Un den anavezet mat hiriv gant skolidi Bro-Frañs hag enoret gant he renerien, un den anvet Napoleone… An dud a cheñch neketa ?

Ar Gorsiz a stourmas, met pas hepken ! E-keit-se e prientjont o dazont, ur bonreizh diazezet war rannadur ar galloudoù ha lezennoù ur stad vodern. Embannet e voe dizalc’hidigezh Korsika e 1755 gant ar jeneral Pascuale Paoli, hag a zeuas hag a chomas Tad ar Vroad evit broadelourion Korsika. Met daoust da se edo atav ar gouzalc’her eno. Ar brezel kuzh a gendalc’he. Dle ar jenoazed a greske, rak ret eo gouzout ne oa ket deuet ar C’hallaoued evel mignoned met evel gopridi. He Meurdez Loeiz ar Muiañ-Karet ne laboure ket evit netra. Met ar gwashañ tra a oa da zont, bloavezhioù diwezhatoc’h, e 1768. Rivinet ha dic’houest d’en em zizleañ e oa ar Jenoazed. Kinnig a rejont d’ar C’hallaoued “gwerzhañ” dezho an enezenn ! Un enezenn laeret ouzhpenn ! Setu aze un dra dreist, ar pezh n’en dije gellet ijinañ den ebet e-touesk tud yac’h o spered: gwerzhañ, prenañ un terrouer ‘vel un atant : an douaroù, ar batimantoù hag ar chatal.

Setu neuze troet ur bajenn eus istor pobl Korsika ha digoret ur pennad all, ur bajenn diglok hiriv c’hoazh, daou c’hant hag hanterkant vloaz diwezhatoc’h…

An armerzhel eo pal kentañ an trevadenniñ, dre vras. Aloubiñ douaroù strujus ha korvoiñ ar c’hoadegoù ha barregezhioù ar c’hondon… Met ‘vit ar pezh a sell ouzh bro Gwirioù Mab-Den, e ranker lakaat ouzhpenn hag a-raok pep tra ur gefridiezh sakr : treuzkas ar Sevenadur d’ar “pobladoù henvroat” :

“Aotrounez, ret eo komz uheloc’h ha gwiroc’h : lâret d’an holl a-vouezh uhel m’o deus ar gouennoù uhelañ ur gwir e-keñver ar gouennoù izelañ, rak un dever o deus en o c’heñver : hini o seveniñ…”

Setu komzoù un den, displeget dirak an gannaded, d’an 28 a viz Genver 1885 gant un den ken karet ha ken doujet betek hiriv en hor Republik, Jules Ferry. Evit ‘pezh a sell ouzh Korsika, ur c’hantved abretoc’h, e krogas argerzh an trevadenniñ e 1769 gant serradur skol-veur Corte, arouez sevenadur Korsika, goude dilestrañ milieroù a soudarded gall war aodoù an enezenn, e deroù ar bloavezh-se. Etretant en doa lakaet gouarnamant Choiseul – kentañ ministr Loeiz XV – an arigrap war an holl c’halloudoù, an arme, ar justis hag an diplomatiezh. Met evel e pep lec’h ma vez aloubet un terrouer hep ali ec’h annezidi, n’o deus ar re-mañ choaz all ebet panevet sevel a-enep ar gouzalc’her ; setu ‘pezh a reas ar Gorsiz dindan renerezh ar jeneral Pascuale Paoli.

Maria Gentile, Antigona Korsika

Korsika derou 1769

Edomp e C’hwevrer 1769. Ar soudarded gall kantonet e norzh Korsika a oa bodet, dre vras, e daou gwarnizon, unan e Saint-Florent hag unan all e Bastia. Un hent bellourel, kornôg-reter, pouezus-tre evit ar gourzalc’her o c’henstage. Mennozh kentañ Pascuale Paoli a oa troc’hiñ kement darempred posupl etre an daou gazarn. Pemp miz a-raok en doa gounezet un trec’h kentañ, met skort, e Borgu. Kalonekaet ma voe gant an trec’h-se e tivizas mont pelloc’h evit gwanaat muioc’h c’hoazh an enebour gall. Divizout a reas neuze kas da benn un argadenn er Conca d’Oru, nepell diouzh Saint-Florent. Evit-se, ur resistant all, ur beleg anvet Saliceti a raktresas silañ broadelourion e kêrig Oletta evit tapout dre sourpren ar bagadoù gall. Met etretant en doa ar jeneral cheñchet meno : divizout a reas tagañ ar C’hallaoued en ul lec’h all, Barbaghju, ‘pezh ‘n em ziskouezas bezañ ur choaz fall, rak kantadoù a vroadelourien gorsat a gavas o marv eno.

Evel pep riez gouzalc’her, en doa Rouantelezh Frañs klasket tuta kenlabourerien war al lec’h. Gant berzh ! Un treitour anvet Pietro Bocchechiampe a gemennas anezho eus irien an Tad Saliceti hag a-raok m’en doa gellet hemañ kas e raktes da vat e voe harzet ugent broadelour ha lakaet en toullbac’h. Ar prosez a grogas d’an 11 a viz Meurzh hag ar varnedigezh embannet d’an 17 a viz Gouere 1769. Ar vroadelourien a voe tamallet dezho bezañ “iriennet a-eneb ar Roue” a voe kondaonet a varv, met pas hepken. A-raok mervel e tleent bezañ kaset dirak porched bras iliz-veur Bastia koulz ha dirak iliz Oletta, war o fatenn, un torch koar enaouet en o dorn, ‘lec’h ma c’houlennfent pardon d’ar Roue ha da Zoue evit o fec’hedoù a-raok bezañ kaset d’ar chafod; aze e vefent jahinet, brewet dezho o izili a-raok bezañ staget war ar rod, o dremmoù troet war-du an oabl, ‘lec’h ma chomfent da c’hortoz o marv ken pell amzer ha ma blijfe da Zoue.

Da vare an darvoudoù skrijus-se e veve e Oletta ur plac’h yaouank a ugent vloaz anvet Maria Gentile Guidoni. E-touesk ar verzherien edo he muiañ karet, Bernardu Leccia. Evel ar gondaonidi all, e tlee hemañ bezañ staget war ar rod ha roet e gorf d’ar brini. Met Korsadez e oa Maria Gentile, bet desavet hervez reolennoù enor he bro. Eviti ne oa anv ebet da asantiñ da gement-se. An hini a zlefe bezañ dont da vezañ he gwaz un nebeud mizioù diwezhatoc’h, a vefe douaret evel Korsad hag evel kristen. Divizet he doa, ha n’eus forzh ‘pezh ‘c’hellfe c’hoarvezout, ne zistrofe ket war he diviz. Mont a rafe hec’h unan e-kreiz an noz, gant spi e kavfe ar warded kousket-dous.

Kemer a reas ar wenodenn a gas d’al lec’h boureviañ… Evit Maria e tremene an enor hag an dever a-raok al lezenn hag ar reizh… Muioc’h c’hoazh dre ma oa ar-re-mañ re ur vro estren.

A-raok ar sav-heol en doa adkavet Bernardu e zouar c’henidik da viken.

Evel-just e voe dizoloet buan-tre an torfed, ha, ken buan all, ur vandenn baotred sañset bezañ mignoned pe kerent tost eus ar reuziad a voe harzhet ha lakaet e prizon da c’hortoz o flanedenn… Evit Maria Gentile e oa sklaer an traoù : kastiz a varv evito holl. Met ur wech c’hoazh e tivizas lakaat da dremen hec’h enor hag he dever a-raok he buhez. Mont a reas d’en em ziskuliañ.

Ha degouezhet eo dija ur skleurenn a-druez da dreuziñ spered feuls ha kasonius un torfedour diskorpul ? Ar c’hont de Vaux, azezet a-dreñv e zaol-skrivañ, a bare e zaoulagad war ar plac’hig, en he sav dirazañ, penn kil ha troad, evel ur saver chatal war-nes prenañ ur vuoc’h, hep ur gêr, emskiant ouzh e c’halloudoù. Gouest e oa da ober eus Maria ‘pezh en dije c’hoant d’ober , met houmañ ne grene ket, ne izelaas ket he sell. Hag emouez edo an den ouzh yaouankiz ha nerzh-kalon ar goantenn ? Pe soñjal a rae en doa dija gwad a-walc’h war e zaouarn ? Pe ken fier e oa eus e c’halloud ma kave ur blijadur sius da ziskouez d’ur plac’h ken yaouank ha ken tener pegen trugarezus e c’helle bezañ ? N’eus forzh. A-benn ur pennadig e savas eus e gador en ul lavarout “Kit bremañ, dimezell. Dieub oc’h, c’hwi hag ho kenseurted”.

Ar pezh he doa graet Maria Gentile an noz-se a chomo da viken e kalon an holl Gorsiz.

Hec’h ober a oa hini un harozez all, deuet betek ennomp dre drajedienn an henamzer : Antigona. Antigona, deuet da vezañ arouez ar galon hag an enor evit pep den a-raok pep talvoudegezh all, a-raok e vuhez dezhañ e-unan. Evit-se eo anavezet hiriv c’hoazh war an enezenn dre he lesanv : Antigona Korsika. Tud all, merc’hed all, mammoù alies, o deus heuliet un hent peurheñval : soñjal a ran er re o doa roet bod d’ar vugale, kablus da vezañ yuzev, e-pad ar brezel diwezhañ, pe da verc’hed an Aljeri pe da ar C’hurdistan…

Korsika, Du 2015

Ha daoust-hag eñ e vo ar bloavezh 2015 merk un oadvezh nevez e istor Korsika ? Evit ar wech kentañ e kemeras an daou strollad broadel ren an enezenn, an emsaverien penn ar c’huzul erounid hag an dizalc’herien penn ar vodadeg tiriadel. Ha dont a raint a-benn da zemokratelaat buhez o enezenn, da lakaat termen d’an ostizerezh, d’an arvrokerezh diloc’hel, ha d’o heuliad, ar feulster ? Da ofisialisaat yezh ar vro ? Diaes e vo, rak betek-henn emañ ar galloud e lec’h all, pell diouzh ar vro.

Kalon vat mignoned !

Loeiz Gwilhou, Ploeneg, Ebrel 2017

Tugarez da JC Calassi, Accademia Corsa 2006; JF Bernardini ( I Muvrini) Tempête sur la lumiere Corse 1999; JG Talamoni , Avanzà 2016


Un danevell embannet en niverenn 621, d’ar 5 a viz Mae 2017.

  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez