Marilou, peseurt eñvorennoù ho peus eus ho skoliata e Diwan, mar plij ?
Ma eñvorennoù kentañ a zo reoù va skoliata e Skol Diwan Tregon. Da skouer, pa oan e CE2 he devoa kemeret ar skol perzh en ur raktres anvet Klaskerien ha Treizherien soñjoù, aozet gant departamant Penn ar Bed. Lakaat e liamm tud yaouank skoliataet e brezhoneg gant tud koshoc’h o devoa desket ar brezhoneg a-vihanik a oa ar pal. Gant ar c’hlasad e oamp bet e ti feurm Anicet Furig, ul labourer-douar eus Banaleg. Gwelet mont-en-dro e di-feurm ha komz brezhoneg gantañ e oaar pal. Plijet-bras e oan bet gant ar raktres, kement ha ma oa ma mignoned skol, rak ur wezh an amzer ez aemp gant ar c’harr-boutin betek ar maezioù, da dapout an aer fresk ha da c’haloupat e-kreiz ar pradeier, e-lec’h chom er c’hlas da studiañ ! Soñj am eus eus ur wezh m’hon ‘oa aozet ur redadeg bigi war gwazh ar prad. Implijet hon ‘oa ur bern traoù kavet en natur, da grouiñ hor bigi : brankennoù, deliennoù… Mareadoù ur vugaleaj disoursi. Filmet e oamp bet ivez gant Soazig Danielloù, he doa savet ur film diwar ar raktres anvet “Prad don”.
Reuz a vez alies diwar-benn ar yezhoù minorel, evel amañ e Bro-C’hall. Rak petra o deus ar gouarnamantoù aon, d’ho soñj ?
Evit Frañs ez eo un tamm diaes tem ar sevenadurioù disheñvel, ar relijionoù disheñvel hag hini ar yezhoù minorel. D’am soñj e teu an aon-se eus dianaoudegezh an dud a dap an divizioù da geñver penaos a vev ar boblañs gant sevenadurioù all e Frañs. Penaos gouzout e peseurt mod e tremen an traoù, ma n’omp ket engouestlet enno ? Aon rak an diforc’h a zo ivez, an hini a gav e orin er fed e c’hellfemp lakaat en arvar ur sevenadur broadel, krouet gant ur stad, evit bodañ a-gevret an dud tro-dro dezhi, hag e chomfe en e sav. Ar gudenn-se a zo stag ouzh pep stad vroadel, ha n’he deus ket asantet mennozh ha pleustr ur stad lies-sevenadurel.
Beajet ho peus en Amerika ar Su. Gellout a rafed gouzout hiroc’h ?
Ya, resevet em eus div yalc’had e 2017 ha 2018 gant ar gevredigezh Zellidja evit beajiñ va-unan, er broioù am ‘oa c’hoant, diwar sujedoù am oa dibabet. E 2017 e oan bet e Ecuador e-pad ur miz, war ar sujed « Poplañsoù Amazonia ha petrol ». Ar bloaz goude e oan bet e Perou e-pad tri miz war ar sujed « Implij an endro naturel gant poblañsoù minorel Amazonia ». E-pad an div veaj-se em eus bevet gant an dud ha gwelet em eus mat a-walc’h penaos e vevont. Goude ma beaj e Perou, ‘oan bet e Arc’hantina e-pad ur bloavezh evit ober va L3, e kêr San Miguel de Tucuman, e gwalarn Arc’hantina.
Ar yezhoù a blij kalz deoc’h, dre vras. Peseurt re ho peus desket ha penaos/pelec’h ?
Deskiñ yezhoù a blij din kalz. D’am soñj ez eo liammet ouzh ar fed am eus graet va skoliata e brezhoneg. Ar boaz am eus tapet e Diwan da zeskiñ en ur yezh all. Ha bremañ, pa ran gant yezhoù all, e ra vad da va empenn. Kas ur birvilh ouzphenn da bep tra a vez desket. Ar c’hastilhaneg, da skouer, am eus desket en ur miz e Ecuador, o kaozeal gant an dud e oan o chom en o zi. Goude e oan bet e Bro-Berou hag e Arc’hantina, e lec’h ma ‘m eus desket gwelloc’h ar yezh. O tistreiñ da Vreizh em eus bet c’hoant deskiñ portugaleg ha klasket em eus un doare d’en ober, da c’hortoz gellet beajiñ er Brazil. Evit ober kement-se, em eus kavet kentelioù roet enlinenn gant ur skol-veur eus Rio de Janeiro. Heuliet em eus ar c’hentelioù-se e-pad 6 miz, gant 3 eurvezh ar sizhun. Hiziv e c’hellan kompren gerioù zo, frazennoù zo. A-benn nebeud e c’hellin, emichañs, gwellaat va barregezh da gomz ar yezh-se.
Dibabet ho peus mont da skol-veur Roazhon 2 goude ho pachelouriezh, evit peseurt studioù ?
Goude va bachelouriezh em eus graet ur bloavezh prepa ES e Gwened. Da heul em eus dibabet kenderc’hel gant un aotreegezh Geografiezh e Roazhon 2. Bremañ emaon oc’h ober ur vestroniezh e Geografiezh, ha, resisoc’h c’hoazh, war implij skeudennoù loarel evit dezastum stad an endro naturel, diwar statistikoù ha kartennoù.
Pehini eo al liv a blij deoc’h ar muiañ ha perak ?
Al liv a blij din ar muiañ eo glaz an endro, hag ar liv limestra. Plijout a ra din gwelet bleuniennoù krokus limestra e-touez ar geot glas.
Petra eo an eñvorenn he deus merket ac’hanoc’h ar muiañ ?
Da va soñj ez eo ganedigezh ma breur, ar fed da vezañ deuet da vezañ ur c’hoar. C’hoant am oa bezañ gwellañ c’hoar ar bed. Re laouen e oan pa oa ganet, re laouen da vont da welet anezhañ en ospital, da aozañ e zegouezh. Ouzhpenn-se em ‘oa c’hoant kaout ur breur da gentañ, ha deuet on a-benn da gaout anezhañ.
Peseurt lec’h ho pije c’hoant reiñ da anavezout d’ar re all ?
N’eo ket ekzotek-tre, met plijout a ra din kalz ar Minaoued, ur vorlenn lec’hiet etre Konk-Kerne ha Tregon, a denn he anv eus ar stêr en em daol er mor, er vorlenn-se. Ar Minaoued a vev, e lusk chal ha dichal ar mor, ha kemmañ a ra he gweledva bepred abalamour da-se. N’eus ket kalz a diegezhioù en trowardroioù, ha posupl ez eo kerzhout pe redek disoursi war gwenodennoù gwezek, o sellet ouzh ar mor hag ouzh al laboused.
Peseurt sonerezh a blij deoc’h lakaat p’emaoc’h ho-unan ?
Hervez ar mare ha va imor eo. Abaoe daou viz emaon o selaou kalz div bladenn. An hini gentañ a zo brazilian, Clube da Esquina, bet embannet en 1972. Kavout a ran ez eo ar c’hempenn instrumantel hag ar mouezhioù brav-tre. Mod all e selaouan alies ouzh un Italian anvet Lucio Battisti, hag e bladenn La batteria, il contrabbasso, eccetera bet embannet e 1976. Evidon ez eo fresk-tre an div bladenn-se. Met plijout a ra din ivez selaou sonerezh brein er mare-mañ, p’emaon va-unan hag imoret mat : Femme Like U, La Lambada… Fiñval a ra, ar pouezusañ eo !
Peseurt bro ho pije c’hoant gweladenniñ ?
Brazil. Lakaet ‘m eus ar mennozh-se en empenn. C’hoant am eus gwelet an traoù am eus studiet diwar-benn Amazonia eno, hag a zo disheñvel a-fed ment pe aozadur, ouzh ar pezh am eus gwelet e Perou pe en Ekuador. En amzer dazont em mo c’hoant gwelet broioù all, met ret e vefe din kaout un dra bennak d’ober eno, rak gweladenniñ evit gweladenniñ a seblant din bezañ didalvez. Broioù Okeania ivez a zesach ac’hanon abalamour d’al liamm o deus an dud gant ar mor ouzhpenn da liesseurted ar sevenadurioù minorel enno.
Peseurt kalite a blij deoc’h ar muiañ en un den ?
Bezañ aketus ouzh ar re all en un doare naturel, reiñ d’an hini all a-raok kemer, leuskel d’an hini all ar plas gwellañ, reiñ dezhañ an tamm boued gwellañ… Bevet em eus gant ur familh a oa evel-se er Perou ha klasket em eus ober kement-se o tistreiñ. Met n’eo ket aes, kollet e vez ar boaz buan, pe e mareoù zo, ma n’eus den ebet oc’h ober kemend-all tro-dro. Met klask a ran en ober pa vez tud ganin, ma ne zisoñjan ket !
Petra a blij deoc’h ober evit cheñch soñjoù, goude ur frapad labour tenn ?
Goude ur frapad labour tenn, p’emaon e Konk-Kerne, e plij din evañ Fernet-Coca (ur meskaj boeson graet gant ar re yaouank en Arc’hantina). Fernet-Coca gant saosison sec’h. Pe tapout an oto, selaoù sonerezh pich er radio, evel Reggaeton pe Nostalgie, a-raok mont da welet ar mor.
Ha gant piv ho pije c’hoant da vezañ bac’het en ur saverez e-pad un eurvezh ?
Ma vefen bac’het en ur saverez e-pad un eur em bije c’hoant bezañ gant Alvaro, ur mignon eus Arc’hantina, ur flaper a-zoare, gwashoc’h evit n’eus forzh peseurt mamm-gozh. Koñchenniñ a ra bepred, diwar ar revr, diwar ar sevenadur, diwar pep tra. N’eus ket gwashoc’h evit c’hoarzhin e-pad un eurvezh.
Dont a rafe ur voudig da ginnig deoc’h seveniñ un het, hag unan hepken. Petra a c’houlennfec’h diganti ?
Goulen a rafen ez afe mat an dud tro-dro din a-fed yec’hed, betek fin o buhez.
En ur ribourzherez emaoc’h. Kinniget e vez deoc’h dibab ho kantved ha ho lec’h bevañ. Petra a zibabit ?
Ar vro vigoudenn, da vare va zud-kozh. C’hoant em bije bet gwelet penaos e veve ma zud-kozh pa oan bugel, o c’hoñdisionoù bevañ, an traoù a blije dezho ober, anavezout an dud a veve tro-dro dezho.
Petra eo ho « plijadur » pemdeziek ?
Pa c’hellan… Lavaret a rafen gwelet ar mor. Tapet em eus an ezhomm da welet an dremmwel hep netra all. Ma ne c’hellan ket gwelet ar mor, e lavarfen selaou sonerezh. Hag evit en em gelaouiñ e plij din ivez sellet ouzh « C’est à vous » (n’on ket parfed, heñ).
Gant piv ho pije c’hoant da eskemm ho puhez e-korf ur sizhunvezh ?
Gant ur c’hoarer botoù e Quito pe Lima. Bamet on bet o welet e oa homañ ur vicher. C’hoant em bije ober kement-all e-pad ur sizhunvezh evit gwelout un tamm penaos e vev an dud-se, ma tapont plijadur, ma ‘z eus ur gumuniezh koarerien botoù.
Peseurt micher ho pije bet c’hoant d’ober ha n’ho peus ket graet ?
Bezañ koarerez botoù, skrivagnerez, pesketourez, kanerez… ha klakerez war an teledetektiñ.
Peseurt donezon ho pije bet c’hoant da gaout ?
An hini a zo raktreset din, hini all ebet.
Petra a zo en ho kerz, un dra didalvoud oc’h tomm-tre outañ, ha na rofec’h da zen, e mod ebet ?
Va sekredoù, ar pezh a soñjan a vouezh izel ha n’eo ket posupl din lavaret a vouezh uhel.
Petra eo ar c’hrennlavar a blij deoc’h ar muiañ tout ?
Restachoù mat a zo mat. Gwashañ krennlavar ma bugaleaj, a blije da va zad lavaret a-raok servijout deomp restachoù brein.
Piv eo an den en deus roet deoc’h ar c’hentelioù pouezusañ evit ren ho puhez ?
Ur paotr marteze, pe meur a hini. Ganto em eus desket ur bern traoù evit ren ma buhez….
Pehini eo ar gentel bouezusañ da reiñ d’ar vugale yaouank, hiziv an deiz ?
Klaskit ar pezh a blij deoc’h, grit ar pezh a blij deoc’h.
Petra a zo, er bed tro-dro deoc’h, ha ne gomprenit ket hag ho pije c’hoant e vefe displeget deoc’h ?
Ar fed d’en em werzhañ evit kaout ul labour. Ar fed bezañ rediet da reiñ peoc’h en uzinoù. Se zo un dro-spered a ya a-enep ar pezh on ha ne c’hellin morse kompren pe asantiñ.
Gant petra oc’h hegaset alies, er vuhez pemdeziek ?
Gant ar c’haocʼh war ar riblennoù straed.
Pehini eo, hervezoc’h, talvoudusañ ijinadenn mab-den ?
Ar yezhoù, ar sonerezh.
Bez’ ho pije da adkregiñ gant ho puhez. Petra a cheñchfec’h ?
D’ar mare ma vezen krennardez ha va c’horf o cheñch, e tapfen kentelioù kine evit harpañ ouzh va sifoskolioz d’en em ziorren, goulenn a rafen un c’horset korfelezh ivez, hag ober a rafen sport e leizh evit herzel va c’holonenn d’en em zistummañ.
Ha ma c’hounezfec’h kalz arc’hant goude bezañ c’hoariet d’al Loto ?
Kenderc’hel a rafen gant va buhez, va studioù ha va raktresoù. Ne gredfen ket cheñch buhez penn da benn, evidon e vefe evel klask an diaoul. Ma c’hounezfen ur sammad brav (dav e vefe c’hoari dija…) e plijfe din kaout peadra da brenañ un ti e-kichen ar mor hag ur vag dre-lien brasoc’h. Ar peurrest a virfen da skouer, evit studioù ma c’hoar ha ma breur. Ouzhpenn da-se e rofen arc’hant d’ar familhoù o deus degemeret ac’hanon en Amerika ar Su, evit ma c’hellfe o bugale ober studioù hiroc’h. Pediñ a rafen ar familhoù-se da zont da weladenniñ Breizh ha Bro-C’hall. Mod-all e kroufen ur Fondezon evit ar sevenadurioù minorel a c’hellfe lakaat war wel an arzoù krouet, sikour arzourien zo o deus raktresoù.
Da beseurt goulenn ho pije c’hoant da respont « Ya! » ?
Petra eo ho lesanv ?
Un atersadenn embannet en niverenn 880, d’an 22 a viz Ebrel 2022.