Marzhin, petra ho peus dalc’het soñj eus ho studioù war an istor ha, da c’houde, eus reoù war micherioù ar yec’hed hag ar sokial, mar plij ?
Dav eo lâret eo bet liesseurt ma hentad stummañ e-raok degouezhet e bed ar brezhoneg, liesseurt ha magus ! Met n’ em eus tamm keuz ebet bout bevet kement a saviadoù. A ma studioù àr an Istoer am eus dalc’het ar blijadur gober anaoudegezh get sevenadurioù ar bed, e pezh mod o deus emdroet, dre besort pazennoù ha darvoudoù. Ar pezh am eus dalc’het a ma studioù àr micherioù ar yec’hed hag ar sokial a denn d’an darempredoù etre an dud kentoc’h. Penaos e vev an dud en ur gevredigezh voutin, en ur strollad pe àr un tiriad. Dre vras e welan ma studioù èl ur prantad kejadennoù, get tud, meizadoù, gallusterioù. Nend eo ket bet aes dalc’hmat, hogen nend eo ket bet ur c’holl amzer, gwezh ebet.
Penaos ha perak oc’h en em gavet da zeskiñ brezhoneg war-lerc’h ?
C’hoant am behe lâret e ta ma raktres deskiñ brezhoneg “a-bell”. Ar brezhoneg nend eo ket dianav em familh, daoust ma nend eo ket komzet. Geriennoù ha bommoù brezhonek a vez graet gete em familh. Pand oan krennard e ouiemp get ma mignoned e oa ag ar brezhoneg, lies er-walc’h e c’hoariemp get pouez-bouezh galleg Breizh-Izel ha tomm e oamp d’hor bro (da vro an Oriant pergen !). Zoken ma ne glasken ket mont pelloc’h e oa kellidet ennon kuriusted a-zivout ar “berton” abred er-walc’h. Sonennoù a gleven, ruz ma vez ma zud àr sonerezh Breizh. Soñj am eus bout enrollet ma mamm-gozh é tibunañ frazennoù brezhonek àr ur minidisk !
Ur c’hemm bras a zo bet pand oan arru er skol-veur. Eno em boa kejet get brezhonegerion ha daet dipit din ha gwarizi ‘blam’ ma kleven gete ur yezh e vize bet direizh chomel hep deskiñ. Un dek vloaz bennak a oa tremenet, gouestlet d’ar studioù, d’ar labour, e-raok degemer en-dro ar soñjenn deskiñ hor yezh da vat. Amzer am boa oc’hpenn ha c’hoant genin ivez kejiñ get ur bed micherel nevez, a-drugarez d’ar brezhoneg kement ha gober ! Ur wezh graet ma soñj em eus lakaet ma anv evit stummadur hir Stumdi e Plañvour ha hani 3 miz Skol an Emsav e Sant-Ervlan da-c’houde. Hag aet da stummer àr-lerc’h !
Petra en deus degaset deoc’h ar stummadurioù-se ?
Kejet em eus get hiniennoù fiskal, ar genstajidi kenkourz hag ar stummerion ! Ha ‘d’eo ket nebeut a dra, bout ar chañs kas 9 miz deskiñ ur yezh get madelezh ha bourraplted hogozik bemdez. Maget em eus ma spered, krouet em eus e brezhoneg, é poaniañ a-wezhadoù. Gwelet a ran frouezh ar labour bremañ, èl-rezon. Ar stummadurioù-se o deus degaset din ur lodenn a zianke d’am c’halon. Anat e oa din sevel bep mitin ha monet d’ar c’hentelioù. Em douar gwinizh e oan hag anat din derc’hel bremañ.
D’ho tro da vezañ stummer bremañ, evit Skol an Emsav. Plijus eo ?
Ya ‘vat, plijus-plijus ! An doareoù liesseurt da zegas an traoù, ar preder a gasomp evit lakaat an dud d’ober get ar yezh tamm-ha-tamm am dudi ur bochad. N’en em welan ket él kelenner meur ar sal-gelenn, kentoc’h èl ur luskour hag a vroud e stajidi hag o spered get ar yezh.
Bourrañ a ran ivez é kemer perzh er c’helenn brezhoneg e Breizh-Uhel. Arouezius eo hag a-bouez roiñ tro d’an dud da zeskiñ hor yezh eno.
Estreget kelenn reolennoù a zo, petra a zo pouezus ivez hervezoc’h ?
Re wir eo, nend eo ar reolennoù, ar yezhadur nameit ur lodenn ag ar labour a gasomp èl stummerion. Ambroug a reomp, tresañ ur bed nevez-flamm da dud ‘zo a fed sevenadur, spered, boazioù. En arbenn a vout boas d’ur monet-en-dro skol e c’heller disoñjal emañ pal hor stummadurioù stummañ yezherion ha labourerion vrezhonek. Nend eo ket ar stummadur hir ur lec’h mar bez studiet ar yezh, mar bez degaset gouiegezhioù a-blaen. Me a lârahe emañ ar pep pennañ krouiñ ur spered stroll sonn hag a ro plas da bep hinienn, ur sort. Monet a reomp pelloc’h evit ar c’hentelioù yezh rik.
Plijout a ra deoc’h bale. Petra a zegas deoc’h ?
Da gentañ-penn emañ ar bale ur boaz din, daet da vout un dober zoken. Ingal eh an da vale, e Liger-Atlantel dreist-holl met àr an aod pe er menezioù pa c’hellan. Ozhpenn e plij din ar gweledvaoù, an takadoù ec’h en em zibun dirazon, an digenvez pa valean ma-unan-penn. Hirsoñjoù, ha reoù fromus, am eus dalc’het a ma zroioù-bale e-pad devezhioù pe sizhuniadoù zoken, ur sac’h pounner pe bounneroc’h àr ma c’hein. Fonnapl on bet tapet get an ober-se, en em gavet en natur ha monet àr-raok, par bez ar pal kerzhet ha mat pell ‘zo.
Peseurt lec’h ho pije c’hoant reiñ da anavezout d’ar re all ?
Ar lec’h a za d’am spered a zo hanternoz gourenez Gwenrann. Kumunioù Mesker, an Drebal pe bPenc’herieg hag an aod. An trowardroioù a dalvez ar boan gwelet ! Eno e adkavan frondoù ar mor hag an traezh hag e klevan sederded en arbenn mard int chomet lec’hioù sioul evit an ampoent. Get ma pado !
Ha peseurt arzour·ez ?
Monsieur QQ, un arzour-neuziañ staliet e Lokmikaelig. Ec’h oberennoù a denn ag an tresadennoù, ar videoioù pe kinklañ savadurioù, staliadurioù. Bourrañ a ran spered e labour, ar stummoù hag ar livioù, awenet get bed ar mor, lies-mat. Klevet em eus a-ziàr e oberennoù a-drugarez d’am c’hoar he deus profet din un skritellig livet getoñ.
Peseurt sonerezh a blij deoc’h lakaat p’emaoc’h ho-unan ?
Ar sonerezh a vez selaouet a-zoc’h an imor a soñj genin. Pa vezan ma-unan e c’hell bout lakaet jazz pe sonerezh metal zoken. Ha nend eo ket kevatal ar metal get fulor dre ret ! Ar lodenn vrasañ a ma mignoned pe ma mestrez ne vourront ket é selaou metal. En ober a ran ma-unan neuze. En ober a ran pa vezan é plediñ get ma labour ha pa faot din kaout ur “glogorenn” evezh. Siwazh d’am c’hensorted e vezan techet da zezreviñ lusk an taboulinoù get ma zreid !
Peseurt bro ho pije c’hoant gweladenniñ ?
Nend eo gwall dibar, met Norzh kevandir Amerika a vehen intereset-bras dizoloiñ. Tañva liesseurted maezioù ar vro, an takadoù chomet gouez hag ar loened é vevañ eno, kejañ get an annezidi ha monet en tu arall d’ar raksoñjoù ma c’hellan. Ne vehen ket displijet é tizoloiñ broioù ar sav-heol hogen e kav genin e vehe kaeroc’h d’am c’halon natur kevandir Amerika.
Petra a blij deoc’h ober evit cheñch soñjoù, goude ur frapad labour tenn ?
Evet « te roibos » hag aveliñ e benn a zo mat din met ma tlean cheñch ma soñjoù da vat e kavan efedus er-walc’h an c’hoarioù-video. A bep sort traoù e c’hoarian, embroduet pe “mainstream”. Èl ar sonerezh e vez dishañval an doberioù revez an imor ha gwezhavez am bez dober ag arvestiñ, gwezhadoù arall e vez gwell genin taeriñ.
En ur ribourzherez emaoc’h. Kinniget e vez deoc’h dibab ho kantved ha ho lec’h bevañ. Petra a zibabit ?
Chomel a rahen e Breizh met ar Grennamzer a zibabhen, e-tro an 12vet pe an 13vet kantved. Diaes eo dibab ur c’hourzad resis ken hir mard eo padet met a-viskoazh on bet entanet get ar Grennamzer. Ma c’hellahen gwelet e pezh mod e veve an dud en amzer-se, ar bobl ha ‘d’eo ket an aotrouien hepken e vehe ur bam, hep mar ebet.
Peseurt micher ho pije bet c’hoant d’ober ha n’ho peus ket graet ?
Zoken mard eo siouloc’h an traoù a-c’houde un nebeud bleadoù em eus sonet e-pad pell er-walc’h. Ar vicher soner am bize bet c’hoant gober met n’eo ket an dibaboù am eus graet, ar strivioù a oa re din evit donet da vout soner a-vicher. Met gellet soniñ àr ar pemdez evit kaout e damm bara.. Fromusat micher !
Da beseurt goulenn ‘ho pije c’hoant da respont « Ya! » ?
Ha soñjal a ra geneoc’h emañ mall bras gober get hor yezh er vuhez foran ha ‘d’eo ket he lakaat àr wel hepken ?
Un atersadenn embannet en niverenn 888, d’ar 17 a viz Even 2022.