E miz Meurzh e vez lakaet ar brezhoneg war wel ! Ouzh ar stur e kaver an 18 kevredigezh lec’hel renablet gant ar Rannvro evit luskañ ar 139 abadenn renablet evit poent. « Met reoù all a vo lakaet c’hoazh war al listenn » eme an aozerien. Warlene, daoust d’ar c’hleñved-red e oa bet aozet 134 darvoud.
Mizvezh ar brezhoneg a ro lañs da dreuzkas ha da implij ar brezhoneg adalek ar stummañ betek an obererezhioù sevenadurel. Kemerit tro evit dizoleiñ kant ha kant doare da vrezhonegañ war ar pemdez. #mizbzhg
An darvoudoù : amañ