“Mont a raio kuit” a gont istor un den yaouank er bloavezhioù 1990, klañvet trumm diwar ar c’hleñved skizofreni pa oa 18 vloaz hag en em zistrujet seizh vloaz war-lerc’h. Savet diwar un istor gwir, ar pezh-c’hoari fromus-se a c’hellfe sikour an arvesterien yaouank hag o familhoù da gompren gwelloc’h an dud klañv o spered ha darev d’en em zistrujañ.
Ur pezh-c’hoari gant Ar Vro Bagan – D’ar sadorn 14 a viz Mae, da 8e30, e galleg, e sal ar gouelioù e Sant-Riwal.