Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Muioc’h-mui e vez c’hoariet rugbi e Breizh

E Breizh n’eus nemet ur c’hlub e-touesk ar re wellañ, ar RCV, Rugbi Klub Gwened. E-pad pell ne voe ket Breizh bro ar rugbi. Emañ an traoù o cheñch, hag un dra vat eo bet evit ar sport-se kib ar bed e Frañs ar bloaz paseet.

Breizh’Barians eo anv skipailh rugbi merc’hed Gwened. © Breizh’Barians

N’eo ket Breizh bro ar rugbi. A-hervez e c’heller displegañ an dra-se dre pouez ar relijion. D’ar mare ma voe krog d’ober sport e deroù an XXvet kantved o devoe dibabet ar veleien ar vell-droad tra ma voe ar rugbi dibab ar skolaerien lik kentoc’h. C’hoari mell a veze graet e Breizh gwechall-gozh hag evit doare e oa Jorj Kadoudal, ar c’hadour chouan, ur c’hoarier ampart zoken. Tost da Vreizh-Veur emañ Breizh kement ha rannvroioù all hanternoz Frañs met ne voe ket a-walc’h evit lakaat ar rugbi d’en em strewiñ en hor bro. Hiziv n’eo ket mui ar vell-droad ar sport a-stroll nemetañ e Breizh avat ha boas eo deuet Breizhiz d’ober a bep seurt sportoù. Setu penaos, dre levezon ar skinwel ivez, e ra ar rugbi e doull a-nebeudoù.


Ar c’hresk kreñvañ e Breizh
E 2007 dija e oa kresket kalz an niver a c’hoarierien e Breizh. E Frañs e oa bet dalc’het kib ar bed er bloaz-se c’hoazh. 30 % muioc’h a aotreadurioù a oa bet sinet. N’eus ket bet kement a aotreadurioù nevez ar wech-mañ, + 15 % hepken, met e 2007 e veze c’hoariet nebeut-tre ha n’eo ket souezhus e vefe bet kreñv ar c’hresk er bloaz-se eta. Rakwelet o deus renerien ar rugbi breizhat an entan en dro-mañ ha gouezet o deus degemer gwelloc’h ar c’hoarierien nevez. E 2007 e oa bet kollet an hanter eus ar c’hoarierien nevez dindan daou vloaz. Lakaet e oa bet diaes ar c’hluboù pa n’o devoa ket a-walc’h a aveadurioù na tud a-youl vat pe c’hopret d’ober war o zro.
Ur steuñv a oa bet roet lañs dezhañ e 2019 evit diorren ar rugbi e Breizh, dre stummañ, dre varrekaat ha dre frammañ. Da skouer, 350 animatour a-youl vat a gemer perzh en devezhioù stummañ bep bloaz. Talvezet en deus ar steuñv da zegemer an aotreidi nevez e 2023. Daoust ma n’eo ket ar rugbi ar sport a vez c’hoariet ar muiañ e Breizh eo tomm Breizhiz outañ. E Frañs eo ar rugbi an 10vet sport c’hoariet met en tele eo an eil a-fet an niver a grogadoù diskouezet. Tennañ a ra splet ar rugbi breizhat eus an dra-se.


Nebeutoc’h a gluboù e Kreiz-Breizh
N’eo ket souezh ma‘z eus muioc’h a gluboù er c’hêrioù bras pe nepell diouto, tost da Roazhon, Naoned, Gwened, an Oriant ha Brest. Tostoc’h emañ evit mont da c’hoari. 4536 c’hoarier zo el Liger-Atlantel, 1467 en Aodoù-an-Arvor, 3908 e Penn-ar-Bed, 3220 en Il-ha-Gwilen, 3392 er Mor-Bihan.

Pa vez keñveriet rannvro Breizh gant Okitania, ur rannvro ma vez c’hoariet kalz rugbi, e verzher ez eus 3,6 aotread diwar 1000 annezad e Breizh tra ma’z eus 12,5 diwar 1000 en Okitania. Merc’hed a c’hoari rugbi ivez, ha kreskiñ a ra an niver anezho evel-just (+ 20 % er bloaz-mañ). Diwar ar 16 000 c’hoarier rugbi e Breizh he femp departamant ez eo 15 % anezho merc’hed, da lavarout eo war-dro 2500 a rugbierezed.

Y.Y. ar Gov


Ur pennad embannet en niverenn 974, d’ar 6 viz C’hwevrer 2024.

Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ

Koumanantiñ : amañ


Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez