Keleier e brezhoneg abaoe 2005

“Noz vat bugaligoù” pe kentoc’h “Marv laouen tudoù”

Abaoe ar sizhun dremenet e c’heller sellet war “replay” al lec’hienn France 3 ar 25 lodenn eus ar stirad “Koumoul” kinniget e stumm filmoù berr a 3 munutenn e brezhoneg.

Ar gomedianez Loeiza Beauvir an hini eo a c’hoari an dudenn Nikol Kolig. © Tita Productions

Produet eo bet gant Tita Productions, goude bezañ bet skrivet ha sevenet gant Loig Moign, lakaet e brezhoneg gant Gege Gwenn ha peurlipet gant Bob Simon ha Yann-Edern Jourdan. E koulz an istor ez eus tro da adkavout komedianed ha komedianezed bet gwelet war ar skrammoù dija evit al lodenn vrasañ pa vo dizoloet lod all evit ar wech kentañ.

Evit Ya ! eo bet Gege Gwenn da sevel un nebeud goulennoù digant Loig Moign.

GG : Loig petra e oa da soñj p’az peus ijinet an istor-se ?

LM : Er penn kentañ e felle din kontañ istor ur vaouez, Nikol Kolig, a zo o vevañ war ur goumoulenn lec’h ma tegemer an Anaon o tont eus ar barrez dindan anvet Plouledan lec’h m’he deus bevet a-raok bezañ bet drouklazhet.

GG : Ha piv eo ar vaouez-se ?

LM : Lazhet eo bet da zevezh an Hollsent e 1974. A-hed an istor e klask Nikol piv e oa he muntrer ha petra e oa an abeg. Brudet e oa Nikol evit ampoesoniñ ar baotred a dremene en he gwele en ur fardañ dezho soubenn tokoù-touseg binimus.

GG : Met perak eo chomet sac’het war ur goumoulenn ?

LM : Lakait en ho soñj, arvesterien gaer, eo bet lazhet p’edo o teskiñ d’he mab Alan ar mod evit ampoesoniñ an dud gant tokoù-touseg. Ranket he deus lezel he mab war he lerc’h hep kimiadiñ outañ. Neuze, evel ur vamm vat, he deus klasket gounit amzer ha kavet he deus bod war ar goumoulenn gentañ, dezhi da c’hortoz eno marv he mab a-raok mont asambles gantañ war hent ar beurbadelezh.

GG : Ha petra a c’hoarvez war ar goumoulenn-se neuze ?

LM : Kejañ a ra gant Anaon Plouledan a dremen holl warni met siwazh, n’en em gav ket he mab. Un dervezh, koulskoude, en em gav an Ankou a ginnig dezhi labourat evitañ en ur embann daou dra dezho. Da gentañ, lakaat anezho da gompren ez int

marvet ha d’an eil, arabat dezho krediñ e tistrofent war an douar, war-zu an nec’h e rankont sellet rak c’hoarvezout a ra traoù a forzh petra war ar bed dindan.

GG : Farsus eo petramant e vefe du ha trist kentoc’h ?

LM : An daou, va jeneral ! Evel ma lavar ur gamaladez veljiat a vev er vro : “un tammig beljiat eo, drol ha kriz eo war ar memes tro”. Hag-eñ eo trist ? N’eo ket gwashoc’h eget dañs an Anaon Kermaria an Iskuit hag an holl dansoù-se a oa bet livet er Grennamzer. Komz a ra eus ingalded an holl dirak ar Marv.

GG : Un dra bennak az pefe da ouzhpennañ c’hoazh ?

LM : Arabat disoñjal emaomp bepred gant ar C’hovid, ha ne gomzan ket eus Ukraina peotramant eus ar repuidi beuzet er morioù… Dre chañs e c’heller bepred ober goap diwar-benn pep tra (pas gant forzh piv memes tra) hep disoñjal ‘pezh a c’hoarvez tro-dro deomp.

GG : Ha perak e felle dit komz brezhoneg ?

LM : C’ha c’ha ! Fellout a ra dinevevfehoryezh—avez taget bepred hag atav gant tud a goll ivez o yezh en desped dezho — ha diskouez d’an holl penaos e c’hell ur yezh simpl, yezh labourerien douar ha pesketaerien, kontañ ar pezh zo bet kollet hag ar pezh zo bet gounezet gant ar c’hemm etre ar bed gwechall hag an hini an deiz-a-hiriv.

Neuze, sellit ouzh KOUMOUL war FR3 REPLAY ha ma viot plijet, komzit diwarnañ tro-dro deoc’h… Ha setu tout !


Ur pennad embannet en niverenn 909, d’an 8 a viz Du 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez