Keleier e brezhoneg abaoe 2005

O gounidoù evit skoazellañ

Daoust dezho bezañ a-orin eus Lille o deus bevet Emilie ha Laurent Delpierre e Bro-Saoz ha plijet int bet gant doare-ober ar “charity shop”. Ur wech en em gavet e Gwened, 8 vloaz zo bremañ, o deus savet, 3 bloaz zo, ur stal – Magasin Partage – war ar memes patrom, gwerzhañ dilhad eil-dorn ha reiñ ar gounidoù d’ar Secours Catholique. 3 miz zo zo bet digoret un eil stal en Oriant.

E Gwened o deus kavet ul lec’h evit degemer an 2000 pezh dilhad a vez kinniget d’ar werzh, d’ur priz izel : 6 € ar bragoù, etre 10 hag 20 € ar vantell, 2-3 € evit un ticheurt, 6-8 € evit ul lostenn… Ha marc’hatoc’h eo c’hoazh evit an dud lakaet diaes gant ar vuhez, ambrouget gant ul labourer sokial. Un distaol a 50 % a vez graet dezho.

Goude o deus tutaet ur vaouez – Sandy Lang bet o labourat e-pad tost 3 bloaz e Emmaus Gwened – skoazellet abaoe nebeud gant Angèle Thébaud. Dezho da zegemer an dilhad a vez kaset dezho “Un dek sac’had bennak bemdez” a sifr Sandy Lang. 70 % anezho a vo kinniget d’ar gwerzh.

Gounidoù

Ar gounidoù a vez kaset da Secours Catholique Gwened. “Ezhomm o doa, da skouer, da brenañ ur c’harr-samm. Ar bloavezh kentañ hon eus roet dezho 6300 €, an eil bloavezh 8000 €.” eme ar werzhourez. Bez’ e c’hellont kontañ war ur skipailh mat a youlidi – etre 40 ha 50 anezho, en o zouez Emilie ha Laurent Delpierre, evit diveskañ an dilhad, kempenn anezho, kustomizañ anezho ma zo ezhomm. Mekanikoù o deus, evit kannañ an dilhad, sechañ anezho. An dilhad n’int ket e stad mat a-walc’h da vezañ gwerzhet a vez roet d’ar stal “Relais” e Gwened. “Gwerzhañ a reomp 100-200 pezh dilhad bemdez d’an 50-100 pratik a zeu amañ bemdez, dlihad evit merc’hed, paotred ha zoken gwazed, kinniget ma vezont brav ganeomp war dougerioù e koad, un dikedenn war bep pezh. Ne werzhomp ket botoù na bitrakoù da vont da heul…” a resisa Sandy Lang

En Oriant ivez

Ar memes doare o deus dalc’het evit mont-en-dro an eil stal, en Oriant, bet digoret nevesoc’h zo. Klervi Jouannic a ra war-dro ar stal, sikouret gant 10 den a-youl-vat. D’ar Secours Catholique ez aio ar gounidoù ivez. “Met n’eo ket ur redi ober gantañ nemetken. Raktresoù a zo, e Brest, Marsilha, Bourdel… ha posupl e vefe deomp reiñ skoazell d’an SPA, d’an dud lakaet diaes…”. Ne vez ket, dre ret, an holl stalioù heñvel-mik an eil ouzh eben. Stal An Oriant a gas an dilhad diimplij da Retritex, e Pondi, da skouer.


Ur pennad embannet en niverenn 883, d’an 13 a viz Mae 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez