Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Plouvorn : 80 000 pemoc’h, amoniak ha nitratoù

Ken paot eo ar c’hrevier-moc’h divent eno, ma‘z eo kumun Plouvorn e Bro-Leon un arouez askoridikaat an desaverezh ha dilerc’hioù war-e-lerc’h. Deomp da heul un enklask en ul lec’h e Breizh ma n’hell mann ebet tremen hebiou d’ar moc’h. Nag an ti-kêr, nag ar c’hleub mell-droad, nag an dour, na c’hoazh an aer.

Un enklask savet gant Kristen Falc’hon (Splann!) ha Floriane Louison (Mediapart).

Diwar an 20 kraou-moc’h brasañ e Frañs ez eus tri e Plouvorn. © GM
  • Plouvorn, e Bro-Leon, Penn-ar-Bed zo kêr-benn ar moc’h industriel e Frañs. 80 % eus an desaverezh eno zo staliadurioù rummet evit an endro (SREE), da lâret eo e vezont gant ouzhpenn 2000 loen pep hini.
  • Ar gumun zo an hini saotretañ gant an amoniak e Breizh, ur gaz a laka sevel partikulennoù moan. Ar re-se zo pennabeg d’un niver bras a varvioù bep bloaz e Frañs. Kalite an dour n’eo ket gwelloc’h ; an Horn a vez ken saotret ma’z eo serret al lec’h pakañ dour abaoe 2007.
  • En o buhez pemdez e sant an annezidi pouez an desaverezh moc’h : difennet dezho kouronkañ, gwask war an dilennidi, “un omerta” a vez ingal… ar moc’h en em sil e pep lec’h, eus banniel harperien ar skipailh mell-droad lec’hel, betek an ti-kêr.

Plouvorn n’eus ket bet sachet ar gaoz warni c’hoazh. Ha koulskoude, “kêriadenn ar 100 000 pemoc’h”, a ya maout an desaverezh askoridik ganti. E-kreiz maezioù Bro-Leon, e-barzh an hentoù don a gas d’ar vourc’h, a-hed ar parkadoù adlodennet enno kaol-fleur, avaloù-douar, e kas kirri-samm kantadoù a voc’h bemdez d’al lazhti.

Er gumun vihan 2900 a annezidi, ez eus tost da 80 000 porc’hell a-dreñv mogerioù teñval ar 17 atant desevel ezdouar. 25 gwech muioc’h a voc’h eget a annezidi, pa‘z eus e Breizh 5 porc’hell evit un annezad well-wazh. Eus Penn-ar-Bed emañ o tont tost d’an hanter eus ar moc’h savet gant doareoù an industriezh e Frañs. Betek-re eo kaset ar mont en-dro se e Plouvorn. “Amañ e vez savet moc’h buan ha marc’hadmat ha goude e vezont lakaet war ar c’hae”, a zipleg deomp e berrgomzoù Alain*, un desaver eus ar vro.

Diwar an 20 kraou-moc’h brasañ e Frañs ez eus tri e Plouvorn, hervez roadennnoù ministrerezh an treuzkemm ekologel embannet gant Greenpeace e miz Mae. Un danevell a c’houlenn e vefe goursez war ar sevel atantoù renket risklus evit an endro — da lâret eo atantoù ouzhpenn 2000 penn-moc’h evit sektor ar moc’h. E Plouvorn emañ, 80 % eus an atantoù gant sifroù eus ar re vrasañ. Ha kenderc’hel a ra gant ar bec’h da vezañ ar brasañ meurbet.

13 poull-neuial olimpek dilaoskadennoù loened

Bep bloaz, pe dost e vez kaset goulennoù astenn an tiez-feurm da servijoù ar Stad. 1742 plas ouzhpenn a c’houlenn an eil e 2016, 3040 a c’’houlenn egile ar bloaz da heul. Ar raktres diwezhañ a oa bet kaset e 2020 gant ar gevredigezh Kalarnou. Kraou-moc’h François Palut, maer bet Plouvorn, gwerzhet d’unan eus e implijidi pa oa aet war e leve e 2015. Miret en doa lodennoù en embregerezh. Ar pal : kaout 14 000 plas nevez evit lakaat moc’h da lartaat.

Ensavadur an Endro en deus roet un ali a-enep evit ar raktres astenn Kalarnou pa n’eus ket oberezhioù azas na trawalc’h anezho evit bezañ sur e vo mestroniet an dilerc’hioù war an endro”. © Kristen Falc’hon

Ma vefe eus ar raktres-mañ, e teufe da vezañ eil brasañ kraoù-moc’h Frañs gant 20 000 “loen kevatal” hag ur produiñ 45 600 a voc’h kig ar bloaz. Nebeut goude an SA Kerjean, eus kumun Taole, tost alese. 

Un ali embannet gant Kefridiezh Rannvro Pennadurezh an Endro (KRPE pe MRAE) e miz Kerzu 2020 a zeskriv n’eus ket muzul gant ar raktres. 33 000 m3 hañvouez a vefe produet bep bloaz, pe 13 poull-neuial olimpek leun gant dilaoskadennoù bep bloaz. An desaver a bromet treuzfeurmiñ 98 % anezho e Kompost evit o c’has “er-maez eus Breizh” gant ar gevelouri Evel’Up. Chom a rafe c’hoazh 1800 litrad hañvouez da skuilhañ war douaroù ar c’horn-bro. Ouzhpenn ar gont a azot ez eus enno koulskoude.

Betek bremañ n’eus ket bet aotre ebet c’hoazh eme prefeti Penn-ar-Bed. An teuliad — studiet gant Pennadurezh an Endro — a oa bet lakaet a-gostez, met un eil emeur o sevel eme unan er prefeti. Ur goulenn aotre sevel evit an astenn-se a oa bet lezet en ti-kêr en diskar-amzer 2021. Nac’het eo bet gant Gilbert Mioseg, maer Plouvorn, e oa bet savet ar goulenn aotre-se en desped d’ar posteloù bet eskemmet ha bet gwelet gant Mediapart ha Splann!. An desaver n’en deus ket respontet d’hor goulennoù.

Ar pezh a goust an desaverezh askoridik d’an endro

Plouvorn zo kampionadez ar moc’h industriel e Frañs, met diouzh an tu all ez eo un drouziwezh evit an endro. An darn vrasañ eus ar merkoù evit an endro zo fall-put. An amoniak en o zouez. Ar gaz-se a vez dilaosket gant ar moc’h a sav diwarnañ partikulennoù moan en aer, ha se zo an eil abeg marvañs a c’heller en em gavout gantañ er vro. (Enklask Splann! diwar-benn an Amoniak)

Mont a ra ar plas kentañ gant Plouvorn er renabl savet gant ar c’henstroll Breizh a-enep an atantoù-uzin, ma kaver ar c’humunioù o tileuskel ar muiañ ar gaz-se gant 178 tonenn ar bloaz, hervez roadennoù Arsellva kalite an aer, Air Breizh. En takad 20 km tro-dro e kaver peder c’humun eus an 10 ma vez an uhelañ an dilaoskadennoù amoniak.

Ne seblant ket maer ar gumun bezañ nec’het gant ar roadennoù-se. Gilbert Mioseg, implijad bet en ur gevelouri-moc’h. “Ret eo paouez da lavaret traoù da vont a-enep, kalz strivoù zo bet war an teknikoù, gwalc’hiñ an aer a ro an dro da zigreskiñ un dregantad bras a amoniak. N’eo ket ar gudenn vrasañ.”, emezañ.

Ur riskl diouer a zour mat da evañ

Met marteze eo an dour ar gudenn vrasañ ? Abaoe 2007 eo serret añchañ dour ar stêr Horn er gumun abalamour m’eo saotret. Koulskoude eo an dour un danvez hollret. Abaoe m’eo serret al lec’h añchañ e vez sachet dour en ur wazh, gwazh Koatoulzac’h ha d’ober en devez da bourvezañ dour rak re izel eo an dour. “Ezhomm a vo muioc’h-mui eus an Horn. Gant ar sec’hor ingaloc’h, ez eo un danvez ret”, a c’heller lenn e rentañ-kont diwezhañ emvod-meur sindikad kemmesk an Horn.

Brav e oa ar stêr e Plouvorn ha distrujet eo bet penn-da-benn, eme ur pesketour eus eno, hep reiñ e anv, gellet en doa tennañ poltredoù eus an darvoudoù. © Kristen Falc’hon

Hervez roadennoù Arsellva an endro e Breizh, ez eus er stêr — ouzhpenn ar c’hementadoù uhel diastuzerioù ha fosfor — kementadoù nitrat re uhel c’hoazh. Gant e-tro 60 mg dre litr, n’eo ket mat da evañ. Nitrat deuet diwar ar skuilhadegoù hañvouez diwar ar moc’h, hag a c’heller kavout en natur war-eeun pa vez skuilhet dre wallzarvoud.
“An obererezhioù lakaet e pleustr en tiriad o deus kaset un digresk bras eus an nitrat en dour”, eme sindikad kemmesk an Horn, merour an dour mat da evañ en tiriad. Ha just a-walc’h, e dourioù gorre an Horn n’eo ket pell da vezañ daouhanteret ar c’hementad nitrat. Met gallout a rafe bezañ pell gwelloc’h c’hoazh. E fin ar bloavezhioù 1990, e oa ouzhpenn 100 mg dre litr, an uhelañ eus an diazadoù doureier bezhin glas.

“N’eus den ebet ken a besketa. A-raok e oa dreist, eoged a oa, dluzhed a oa, sili… Hiziv n’eus ket ken koulz lavaret. Santout a reer eo erru fin”, eme ur pesketour. © Kristen Falc’hon

Gant ar pal kaout dour mat da evañ e Plouvorn en deus an aozadur lakaet e pleustr meur a brogramm evit lakaat al labour-douar da emdreiñ, evel nevez zo, gant ar Paeamant evit Servijout an Endro a vez roet d’al labourerien-douar a ra evel zo dleet.
39 diwar an 70 atant en diazad doureier-se o deus kemeret perzh — ar pezh a zo 40 % eus an douaroù.

Guy Penneg, prezidant bodad lec’hel dour SAGE Léon-Trégor zo e-kreiz an teuliad. Pouezañ a ra : “taolioù intrudu kreñv gant lusk da vat” evit cheñch an doareoù da ober zo bet e takadoù labour-douar zo e-giz gant al legumaj pe gant ar saout met evit an desaverezh ezdouar “ez eo luzietoc’h. N’hon eus seurt, dibourvez omp e-tal d’an agro-busisness.”

Difennet eo kouronkañ

Pesketaerezh, dour mat da evañ… ha kouronkañ. Dilerc’hioù an desaverezh askoridik a vez eeunoc’h gwelet anezho. Kavet e vezont war dachenn-dour Lannorgant, e-lec’h ma’z a tud Plouvorn da gouronkañ ha da bourmen. An dachenn-dour a vez kaset dour dezhañ gant an Argant, ur wazh o vont d’an Horn da c’houde. Hedañ a ra an douaroù ma vez skuilhet teilh hag hañvouez gant meur a atant, en o zouez hini Kalarnou. “Al lec’h-se zo brudet evit bezañ ul lec’h m’en em adkav an dud, an annezidi a gav eo “laouenek”, “plijus”, “degemerus” ha “brav meurbet” al lec’h. An takad naturel publik nemetañ eo e Plouvorn”, a zisleg deomp an enklaskerez Mallorie Boderiou en he c’hounskrid embannet war an danvez e 2017.
 
Serret e oa bet an dachenn-dour e-pad 46 devezh warlene abalamour ma oa sianobakteri oc’h en em strewiñ enni, ha dañjerus e oa evit ar yec’hed. Glas e oa liv an dour. Difennet e oa bet d’an dud neuial ar bloavezhioù a-raok, rak unan eus al lec’hioù saotret ar muiañ gant sianobakteri e Breizh e oa hervez roadennoù an ARS.

Ul liesadur liammet dre vras ouzh tri faktor : dour sac’h, an tommder ha bezañs boued — e-giz an nitratoù pe ar fosfatoù. “Sianobakteri a gaver en holl dachennoù-dour, n’eo ket liammet dre ret gant al labour-douar, un hollad eo”, eme maer Plouvorn en ur bouezañ. Met en dour-se e kaver ivez roudoù all desaverezh, en o zouez “streptokok kaoc’haj” pe reoù “escherichia coli” — sinoù eo bet saotret gant kaoc’h — ha kementadoù nec’hus e mareoù zo eus ar bloaz

Sañset e vo boulc’het ur studiadenn evit kavout diskoulmoù all evel lakaat un takad skurzer etre an Horn hag ar poull dour kuit n’en em strewfe ar saotradur re en takad kouronkañ. 

“Un dachenn dour bet savet er bloavezhioù 70 eo. Hiziv, ne vo ket graet ul lec’h kouronkañ amañ, gant dour o tont eus ur stêr o treuziñ un takad labourerezh-douar askoridik, ret e vefe serriñ al lec’h, ha war an daol emañ ar c’hinnig-mañ, eme unan tost d’an doser kizidik ken ez eo er gumun. © Kristen Falc’hon

Ledan al levezon

Evit ul lodenn eus an dud o chom er gumun, ez eo pounner an aergelc’h “omerta zo, evel ma c’hell bezañ e lec’h all war ar maez e Breizh”. Kontañ a ra Claude* o chom e Plouvorn abaoe ur 20 vloaz bennak : “Amañ ez eo iskis an doare da ober an demokratelezh. Pa gaoze unan e vez aon da c’houde, daoust ha petra vo. Burutellat ar fed ez eus bet diskaret ur c’hleuz pe tabutal diwar-benn un diviz gant ar c’huzul-kêr a vez graet gant aon bras”.  

E bed ar politikerezh e seblant bezañ un dra anat levezon hentad ar moc’h. Ar maer a-vremañ, Gilbert Mioseg, zo un implijad bet da Prestor (deuet da vezañ Evel’Up goude). Kemeret en doa lec’h François Palut e 2020, merour bet desaverien Kalarnou, ar c’hraou-moc’h divent hon eus komzet anezhañ a-raok er pennad, prezidant ar Gevredigezh evit derc’hel an desaverezh e Breizh2, prezidant bet ar gevelouri moc’h LT, (fontet evit dont da vezañ Evel’Up) ha pennlusker emsav ar bonedoù ruz e 2013. Savet e oa bet goulennoù outañ gant Splann! ha pouezañ a ra an desaver war e leve war an ezhomm atantoù bras “evit ma vo kletoc’h evit an desaver hag ivez peogwir eo ret mat boueta ar bed”.  

Araozañ e oa Jacques de Menou e penn an ti-kêr ha se e-pad 42 vloaz. Ur politikour brudet eus an tu-dehoù (RPR) e Penn-ar-Bed, senedour bet ha prezidant un embregerezh yêr, keneil e oa gant Alexis Gourvenneg. Marc’h-blein sindikad al labour-dour breton, bet tapet brud fall gantañ dre e oberoù feuls hag e zoare frankizour da welet al labour-douar. 

Goude an hent produadurour tapet e fin ar bloavezhioù 1960 hag e-kreiz ar bloavezhioù 1970, e oa cheñchet an dremmwel penn-da-benn. © Kristen Falc’hon

Aet eo war zigreskiñ niver a dud a labour e sektor ar moc’h er gumun eus 27 da 17 % etre 2008 ha 2019. Met ur skeudenn bouezus e chom ar moc’h. Da skouer, war an dachenn vell-droad. Gant harperien skipailh Plouvorn (Avant Garde de Plouvorn) e vez diskouezet ur banniel gant ur penn-pemoc’h uhel, kerkent gant ur segalenn en e veg, pe gant ur re lunedoù heol war beg e fri. Bodet e Kevredigezh Desaverien Moc’h Plouvorn, Apporc, kemer a ra perzh an desaverien e meur a dachenn eus buhez ar gumun. “Sikour a reont ar c’hevredigezhioù lec’hel, profet e vez mailhurennoù d’ar vugale pe kig-moc’h rostet, hag e vez kinniget gwelladenniñ an tiez-feurm. Simpa eo met setu ivez un doare da vezañ sur e vefe asantet al labour kaset da benn ganto”, eme un den o chom e Plouvorn. Ur priz kehentiñ zo bet roet e 2012 d’an Apporc.


Diaes cheñch penn d’ar vazh

Darbet e oa kaout reuz e-barzh red buhez politikel Plouvorn e 2020. Evit ar wech kentañ e oa un eil listenn oc’h en em ginnig evit an dilennadeg ti-kêr. Kaset gant Philippe Bras, prezidant ar gevredigezh pesketa lec’hel, a stourm a-enep ar saotradurioù deuet diwar al labour-douar. Aet e oa 44 % eus ar mouezhioù eztaolet gante. Berzh o deus graet en desped d’an aergelc’h tenn. Seizh gwech ez eus bet savet klemm d’an nebeutañ gant dilennidi an tu enep en tri bloaz tremenet, abalamour d’al lizhiri dizanv ha d’ar gourdrouzoù ar varv. Lod eus ar c’hlemmoù zo bet klozet, enklask ez eus c’hoazh evit ul lod all. “War evezh e vezan dalc’hmat”, a lavar deomp unan eus ar re o deus savet klemm. Taget ez eus bet dilennidi zo eus an tu-enep gant posteloù kaset d’o ziez. Setu ar pezh zo bet diskoachet e-pad emvod kuzul-kêr 2021.

Met n’eo ket echu an afer gant an istor-se. Taget ez eus bet dilennidi all hag ur plac’h sacherez-evezh e 2022 ha 2023. E miz Du ez eus bet skrivet ganti ur postel d’ar prokulor en ul lâret he doa “aon bemdez”. E-touez ar c’hlemmoù bet savet gant an dud ha lennet gant Splann! ha Mediapart e c’haller lenn ez eus bet jeu gant ur penn bras eus FDSEA Penn-ar-Bed, ha zoken gourdrouzoù da lazhañ unan bennak bet lâret gant ul labourer-douar war e leve e lec’hioù publik.

Kavout abeg er patrom labour-douar a chom luziet. Evit an dilennidi kenkoulz hag evit ar gazetennerien. D’ar 24 a viz Mae, Unaniezh ar c’henstrolloù produerien kig e Breizh3, aozadur galloudus ma’z eo, a gas ul lizher galv da ziwall d’hec’h izili. “Goude bezañ komzet gant Michel Bloc’h ha Jacques Crolais [prezidant ha rener an aozadur], e fell deomp reiñ deoc’h da c’houzout ez eus kazetennerien stourmerien oc’h esae mont e darempred gant un toullad eus pennoù an hentad evit an deizioù ha gant desaverien gant ar soñj sevel pennadoù a-enep ar vicher eme an hini e penn ar c’hehentiñ. Pediñ a ran ac’hanoc’h da gelaouiñ tud ar c’huzul-merañ, desaverien-all kuit na vefent paket berr” da glozañ. Gant gerioù-all : tevel er parkeier.


*cheñchet eo bet an anv

BOEST DU

Skrivet eo bet an enklask-mañ gant Splann! ha Mediapart. Aterset o deus 21 den evit kas al labour da benn. Goulennet ez eus bet chom hep lakaat o anv gant an darn vrasañ anezho. Daou all o deus cheñchet o ali ha chomet int hep respont dre m’o doa aon. Aet int e darempred gant tri desaver loened Plouvorn met n’o deus ket respontet d’o goulennoù. Evel m’o deus displeget er pennad, goulennet zo bet gant Unaniezh ar c’henstrolloù produerien kig e Breizh (l’Union des groupements de producteurs de viande de Bretagne – UGPVB e galleg) chom hep respont dezho. An unaniezh ivez zo chomet hep respont dezho. Memes tra eus tu ar Gevredigezh evit ma vevo ar sevel-loened e Breizh (l’Association pour le Maintien de l’Élevage en Bretagne), hag a zo staliet e memes lec’h. Bodadeg produerien Evel’Up n’he deus ket respontet kennebeut. Pellgargañ amañ an holl c’houlennoù chomet direspont.



Un enklask savet gant Splann! ha Mediapart embannet en niverennoù 939 ha 940, d’ar 6 ha d’an 13 a viz Even 2023.

  • Prenañ an niverennoù-se e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez