Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Prizioù 2022 : al loreidi

Aozet e vez Prizioù Dazont ar Brezhoneg gant France 3 Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg bep bloaz. Raktreset e oa abaoe un nebeud sizhunioù met siwazh eo bet « nullet » an emvod abalamour d’ar c’hleñved-red. A-benn ar fin e oa dre videoprezeg, neuze, d’ar gwener 21 a viz Genver evit dibab tri loread e pep rummad. Roet e vo an disoc’hoù e-kerzh al lid a vo dalc’het e Lannarstêr d’ar merc’her 23 a viz Meurzh.

Ar bloaz-mañ e kaver er bodad-barn : Maryvonne Berthou, Tanguy Solliec, Tara Adeux, Koulman Mathieu, Stéphanie Coquillon, Nikolaz Gourvenec ha Jeanne Bocquenet-Carle.

Dre videoprezeg e oa an emvod etre izili ar bodad-barn. © France 3 Breizh

Setu al loreidi :

Strollegezh

Kevredigezh

Embregerezh

  • Bagadini, roet ul lodenn eus an arc’hant da zDiwan Breizh.
  • Miltamm, evit reiñ an tu da vezañ stummet e brezhoneg war micherioù ar vugaligoù.
  • Treebal, evit bezañ savet un arload « Whatsapp » e brezhoneg.

Lennegezh

  • E seizh avel ar bed, gant Fañch Peru, embannet gant Skol Vreizh.
  • Mehdi divroad, gant Goulc’han Kervella, embannet gant Skrid.
  • Morlenn, gant Jorj Abherve-Gwegen, embannet gant An Alarc’h Embannadurioù.

Kleweled

Sonerezh

  • Youn Kamm, Treizh, L’Usinerie Production.
  • Emezi (Perynn Bleunven hag Elise Desbordes).
  • Denez, Stur an avel, Coop Breizh Musik.

Brezhoneger·ez ar bloaz

Da lenn

Da lenn ivez