Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Rozenn Milin, ur simbol a esperañs

D’ar 14 a viz Genver 2023 eo bet dilennet Rozenn Milin da brezidantez kuzul sevenadurel Breizh evit tri bloaz. Kazetennerez radio ha tele, aktourez, istorourez ha doktorez war ar sokiologiezh eo… Meur a vuhez he deus bet honnezh met a-viskoazh he deus difennet ar yezhoù minorelaet hag o sevenadurioù.

Gourc’hemennoù ar juri he deus resevet evit he zezenn e miz Here 2022. © Manon Deniau

Dirak sell Rozenn Milin e vez ar meurvor Atlantel atav pa vez en he zi. E kumun Landunvez, 1500 annezad enni, emañ o chom war an aod e Penn-ar-bed. War taol ar sal emañ hec’h urzhiataer d’an devezh-se. Dizehan e labour er mare-mañ. D’ar 14 a viz Genver 2023, e-pad emvod meur kuzul sevenadurel Breizh, eo bet dilennet da brezidantez evit tri bloaz. Gantañ e vez roet alioù d’ar Rannvro diwar-benn “kement tra a sell eus ar sevenadur e Breizh”, ha lakaet e vez war wel eskemmoù sevenadurel etre Breizh ha broioù all.

Difenn ar sevenadurpoblek
A-viskoazh he deus labouret Rozenn Milin evit ma vefe savetaet sevenadurioù ha yezhoù bihanniver ar bed : “Difenn a rin ur sevenadur poblek atav ha pas ur sevenadur bourc’hiz nemetken. Padal e plij din mont da abadennoù sonerezh klasel, dañsoù a-vremañ pe arz a-vremañ… Evidon e ranker pouezañ evit ma vefe lakaet muioc’h a arc’hant er sevenadur poblek, war ar maez pe er c’hêrioù bihan.” Ar sevenadur poblek-se he deus bet pa oa bugel, rak desavet eo bet en ur familh peizanted diwar ar maezioù e Plougin e Goueled-Leon.
C’hoant kompren ar pobloù he doa d’ar c’houlz-se dija. Aet eo war he studioù istor e skol-veur Brest : “Den ebet em familh ‘noa graet studioù ha ne ouien ket da belec’h mont. Ne oan ket o vont da Bariz…” Enklask a blije kalz dezhi. Koulskoude n’eo ket abalamour d’an dra-se eo aet da gazetennerez : “Un tammig berr ‘oa va yalc’had evit bevañ memes tra. [Ar c’hazetenner] Fañch Broudig ‘neus kinniget din mont da labourat e radio Armorique diabarzh FR3. Ne sonje ket din e oan kazetennerez, tamm ebet ! Ar pezh ‘oa sañset ul labour evit paeañ va studioù zo deuet da vezañ labour ul lodenn vat eus va buhez.”


Saveteiñ ar yezhoù gant Sorosoro
Etre ar bloavezhioù 1980 ha deroù ar bloavezhioù 2000 eo bet kazetennerez radio ha tele, renerez ar chadenn TV Breizh, komedianez hag aktourez. E New York hag e Beijing he deus bevet e-pad un nebeud bloavezhioù ha foetet he deus bro “un tammig e pep lec’h” dre ar bed. E 2008 he doa lañset ar program Sorosoro e Pariz gant diazezadur Jacques Chirac : “Me zo bet prederiet atav gant al liesseurted sevenadurel ha liesseurted ar yezhoù. 6000 pe 7000 yezh zo er bed hag an niver a yezhoù zo o tigreskiñ a vloaz da vloaz. Ha lavaret e vez ne chomfe ket an hanter eus ar
yezhoù-se a-benn 100 vloaz. C’hoant ‘moa d’ober un dra bennak war an dachenn-se.”

E lec’hienn Sorosoro ez eus kavet videoioù berr gant tud o tisplegañ o hengounioù en o yezhoù dezho evel, da skouer, ar yezh tektiteko e Guatemala (Kreizamerika) pe ar yezh mpongwe e Gabon (Afrika).


Istor ar simbol
Evit mont pelloc’h ganti he deus klasket Rozenn Milin kompren istor ar simbol : 6 miz zo, e miz Gwengolo 2022, he doa soutenet un dezenn war ar sokiologiezh. Roet e veze an dra-se d’ar vugale pa vezent tapet o kaozeal en ur yezh hag a oa arabat kaozeal er skol. E fin ar Vvet kantved e veze implijet gant ar Jezuisted en Alamagn evit rebechiñ d’ar vugale kaozeal en ur yezh all eget al latin. Kalz diwezatoc’h eo bet implijet en XIXvet hag en XXvet kantved e Breizh gant “ar votez” pe “ar vuoc’h” hag en trevadennoù gall ivez : “Pa‘z eo bet Frañs oc’h aloubiñ Afrika ez eo bet kaset ar vuoc’h betek ar broioù dindan Sahara. Met gant piv eo bet kaset, ar visionaerien pe ar vistri skol bublik, ne ouezer ket re…” Ur raktres he deus da skrivañ ul levr diwar-benn an tem-se. Abalamour d’ar simbol just a-walc’h n’eo ket bet treuzkaset ar brezhoneg da Rozenn Milin gant he zud. Merket int bet a-viken. Bremañ e ro prezidantez nevez kuzul sevenadurel Breizh ur simbol all d’ar vugale, simbol an esperañs da saveteiñ ar yezhoù bihanniver.


Manon Deniau


Ur pennad embannet en niverenn 922, d’ar 7 viz C’hwevrer 2023.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez