Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Sevel kleuzioù nevez

Deuet eo Marc Fesneau, ministr al labour-douar, da Vreizh evit lavarout pegen pouezus eo ar c’hleuzioù hag ar girzhier. Ha n’eo ket paouez da ziskar a zo d’ober nemetken. Sevel kleuzioù nevez ivez.

Roet e oa bet lañs d’ar programm Breizh Bocage e 2008. © SIVALODET

Ur pal en deus ar gouarnamant, adsevel 50 000 km a c’hirzhier hag a gleuzioù e Frañs e-kerzh ar 5 bloaz a zeu. Kalz aesoc’h eo sevel kleuzioù en deiz a hiziv eget na oa gwechall-gozh. Buan e labour ar palerezioù. Un skoilh da virout ouzh an dour da vont d’an traoñ war-zu ar richerioù ha da gaout dour-beuz da-heul eo ar c’hleuzioù hag ar girzhier. Herzel an dour da gas an douar gantañ a reont ivez. Un dra vat int evit ar vevliesseurted hag evit stourm ouzh tommadur an hin. Cheñchet eo sell al labourerien-douar warno.

“Ur diaezamant e oa ar c’hleuzioù, dre ma veze kollet amzer ganto”, eme Caroline Sourisseau, kenurzhierez Breizh Bocage, an aozadur arc’hantaouet gant ar C’huzul-rannvro. Re vihan e oa ar parkeier ha ret e veze troc’hañ ar c’heuneud a greske war ar c’hleuzioù. “Bremañ e teu labourerien-douar da c’houlenn sikour diganeomp”, emezi. Roet e oa bet lañs d’ar programm Breizh Bocage e 2008. Abaoe ez eus bet savet girzhier ha kleuzioù a-hed 6000 km, gant 5600 labourer-douar, evit ur c’houst a 30 milion a euroioù.

Breizh, ur skouer e Frañs

E Frañs e vez kollet 20 000 km a c’hirzhier c’hoazh diwar 750 000 bep bloaz. Mont a ra ar gouarnamant da bostañ 110 000 milion a euroioù, n’eo ket evit sevel girzhier nemetken met ivez evit dresañ, merañ, ha tennañ gounid diouto. Seul vui ma welo al labourerien-douar e c’hellint gounit arc’hant seul vui e vint kendrec’het. Keuneud a zo warno ha pal ar gouarnamant eo diorren an dastum anezho. “Un daeadenn eo evidomp-holl, eme Marc Fesneau, “ober a raio ar Stad e lod”. N’eus netra souezhus ma oa deuet ar ministr da Vreizh evit gwelout skouerioù eus ar pezh a c’hellfe bezañ graet e lec’h all. Ar rannvro a-raok eo Breizh war an dachenn-se.

Ur gwir sevenadur eo ar c’hleuzioù e Breizh zoken, ken boas omp outo, betek krouiñ kevredigezhioù da zifenn aenezho. E miz Mezheven e oa bet aozet ur vanifestadeg e Plerin gant ar c’henstroll Kleuzioù. “Gwelout a reomp hor c’hleuzioù distrujet hep na vefe taolet evezh”, eme ar vanifesterien. “Mantrus eo. Hon glad int.”

Y.Y ar Gov


Ur pennad embannet en niverenn 958, d’ar 17 viz Here 2023.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez