Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Sinet live 2 ar garta Ya d’ar brezhoneg gant Naoned

Sinet eo bet live 2 ar garta gant kêr Naoned. Diskouez a ra an dilennidi o youl da reiñ e blas d’ar brezhoneg.

E 2012 e oa bet votet live 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg gant kuzul-kêr Naoned. © Neert

E 2012 e oa bet sinet al live 1. D’ar c’houlz-se ne oa ket bet a-du an holl dilennidi ha lod o doa votet a-enep. Ar wech-mañ o deus asantet holl. Gant ar vot-se e tiskouez ar c’huzul-kêr ez eo breizhek Naoned daoust dezhi bezañ e Broioù-al-Liger ez-melestradurel. 13vet eilmaer eo Florian Le Teuff. E karg emañ-eñ eus an danvez breizhek. Gantañ eo bet kinniget ar mennad. Dek poent a vo lakaet e plas en daou vloaz a zeu diwar-benn a bep seurt temoù. Plakennoù divyezhek a vo staliet e straedoù kreiz-kêr hag e tri c’harter. Stummet e vo implijidi zo war ar brezhoneg. Er c’hreizennoù sokio-sevenadurel hag er c’hreizennoù-dudi e vo tutet animatourien vrezhonek. Er magourioù e vo roet un tañva d’ar brezhoneg. Ur vagouri divyezhek kevredigezhel a vo ivez. Ma‘z eus un hentenn divyezhek en ur skol e vo tutaet skoazellerien hag a oar brezhoneg evit ar skolioù-mamm.


Prezegenn Pêr-Emmanuel Marais
En anv an UDB eo dilennet Pêr-Emmanuel Marais. “Talvezout a ra hor vot e kemeromp perzh er striv hollvedel da zifenn liesseurted ar sevenadurioù evel ur mad boutin d’an denelezh a-bezh. Diskouez a ra ez eus bet komzet brezhoneg e Naoned bepred, en un doare bihan-niver peurliesañ met bev-mat abaoe kantvedoù”, emezañ. Hag eñ da ouzhpennañ : “Dre m’eo bev c’hoazh hor yezh eo splann eo Breizh ouzhpenn un dra velestradurel. Da gentañ-tout eo tiriad ur bobl.”

En un doare arouezel en deus graet Pêr-Emmanuel Marais e brezegenn e brezhoneg. Goude pep frazenn vrezhonek en deus adlavaret e soñj e galleg evit bezañ komprenet gant pep hini. N’eus ket bet a enebiezh, nemet unan eus ar guzulierien evelato, hag en deus degaset da soñj e oa “ar galleg yezh ar Republik”. “Brudañ ar yezhoù rannvro zo enskrivet e bonreizh ar Republik”, en deus respontet krenn dezhañ Florian Le Teuff.

Yann Yeun ar Gov


Ur pennad embannet en niverenn 971, d’ar 16 viz Genver 2024.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez