Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Skol-hañv Ar Falz

Dalc’het e vo 43vet Skol-hañv AR FALZ etre ar 15 hag an 19 a viz Eost e Kreizenn Kerampuilh e Karaez.

Bemdez e vo kentelioù gant 5 live yezh :

0 – Deraouad

1 – Implijer deraouad (A1→A2)

2 – Implijer dizalc’h I (A2→B1)

3 – Implijer dizalc’h II (B1→B2)

4 – Implijer ampart emren (B2→C).

D’an enderv e vo 5 atalier :

A – Skrivañ (liveoù 3, 4)

B – Kanañ e brezhoneg

C – Adwelet an diazezoù (liveoù 0, 1, 2)

D – Komz brezhoneg (liveoù 2, 3, 4)

E – Kan ‘ba’ ‘n dañs.

Bez’ e vo ivez kan ha dañs, beilhadegoù, prezegennoù, ur valeadenn dre ar vro hag ur fest-noz.

* Bod ha boued : 250 € (kambr 3 gwele) + Frejoù pedagogel : 60 € = 310 €.

* Distaolioù evit ar studierien, ar familhoù hag an dud dilabour.

Titouroù : Ar Falz (Staj), 41 kae Bro Leon, 29600 Montroulez – Pgz : 02 98 62 17 20

skol.vreizh@wanadoo.fr – arfalz@yahoo.fr – www.skolvreizh.com

Da lenn

Da lenn ivez