P’eo bet desket e teufe Amazon betek Brieg, war un dachenn gwerzhet da Vectura gant Kemper Breizh Izel, zo aet tud a-enep ar raktres, memes ma zo dilennidi a-du gant donedigezh ramz an e-kenwerzh e Bro C’hlazig.
Daoust d’an enebiezh, zo bet kroget gant al labourioù e miz Here war al lodenn, moanet un tammig. Lamet eo bet an douar-bev evit kompezañ an dachenn. Koulskoude n’ez a ket splann raktresoù Amazon e lec’hioù-all, da skwer e Montbert e Liger-Atlantel pe e Fournès e-kichen Pont ar Gard.
Evit ar strollad Stop Amazon e Brieg e oa ret derc’hel gant ar stourm a-enep ar ramz ; setu perak o deus graet tud yaouank eus ar strollad an dibab disuj d’en em chadennañ, gourvezet, dirak dorioù ar chanter, d’ar 5 a viz Here. 40 bennak a dud a zo deuet da sikour anezho da 7 eur eus ar mintin. Pa oa erruet ar vicherourien, ne oa ket posupl dezho kregiñ gant o labour. Da c’houde eo erruet an archerien hag ur urcher evit ober ur c’hoñstat.
Feulster ebet
N’eus bet feulster ebet e-pad ar vanifestadeg memes ma oa tenn an eskemmoù etre ar vanifestourien hag ar vicherourien ; ar re-mañ a zo aet kuit e fin ar mintinvezh, o soñjal distreiñ war ar chanter d’al lun. Ur valeadenn a vo aozet d’ar 4 a viz Kerzu e-kichen an dachenn, e Brieg, evit goulenn e chomfe a-sav ar chanter hag ivez e vefe kinniget ur referendum gant Kuzul an departamant hag en deus anzavet mallusted ar stourm evit an hin.
- Ur pennad embannet en niverenn 859 – d’ar 26 a viz Du 2021.
KOUMANANTIÑ : AMAÑ