Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Trawalc’h gant ar feulsterioù seksist ha seksel

Hiziv, d’ar 25 a viz Du, eo an devezh etrebroadel evit stourm ouzh ar feulsterioù seksist ha seksel (FSS). Kantadoù a viliadoù a blac’hed a c’houzañv ar feulsterioù-se bep bloaz e Frañs, hag ur plac’h diwar div en he buhez. Setu un nebeud titouroù evit kompren gwelloc’h an devezh stourm-se.

250 plac’h a vez gwallet pe a vez tost da vezañ gwallet e Frañs bemdez (mammenn : NousToutes). © Freepik

Orin an devezh

E-pad kendalc’h kentañ feministezed Suamerika hag ar C’harib – a voe dalc’het e Bogota e 1981 – eo e voe lakaet ar 25 a viz Du da zevezh etrebroadel ar stourm a-enep ar feulsterioù gouzañvet gant ar plac’hed. Fellout a rae d’ar plac’hed bodet eno lakaat war wel ha diskuliañ ar feulster jener a c’houzañvent en tiegezhioù, hag ar gwalloù hag ar feulsterioù seksel a c’houzañvent, gant ar Stadoù zoken, en o zouez ar jahinerezh1 hag ar feulsterioù gouzañvet gant ar prizoniadezed politikel.

Dibabet o deus an deiziad-se e koun teir c’hoar dominikan, Patria, Minerva ha María Teresa Mirabal a enebe ouzh diktatouriezh Rafael Trujillo. Toullbac’het e oant bet meur a wech, jahinet, gwallet ha drouklazhet d’ar 25 a viz Du 1960 diouzh urzh an diktatour Trujillo.

E 1999 e voe kadarnaet devezh ar 25 a viz Du en un doare ofisiel gant Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) hag anvet “Devezh etrebroadel evit dilemel ar feulster gouzañvet gant ar plac’hed”.

Hiziv an deiz e vez implijet muioc’h mui an droienn “devezh etrebroadel evit stourm ouzh ar feuslterioù seksist ha seksel” e Frañs. E spagnoleg eo sklaeroc’h c’hoazh hag e reer gant an “devezh etrebroadel evit stourm ouzh ar feulster jener” pe “stourm ouzh ar feulsterioù machist”. An troiennoù-se a lak muioc’h war wel orin ar feulster hag e live sistemek (hini ar batriarkelezh). Rak bewech pe dost e vez ar baotred penn-abeg d’ar feulsterioù-se.

Ar feulsterioù seksist ha seksel

Setu amañ da heul un nebeud sifroù arouezus eus ar feulsterioù seksel e Frañs. Diskouez mat a reont pegen ledan int. An darn vrasañ deus ar sifroù a zo tennet deus stadegoù ar gouarnamant pe deus enklaskoù lakaet war wel gant ar gevredigezh benelour Nous Toutes.

– Abaoe penn-kentañ ar bloaz ez eus bet drouklazhet d’an nebeutañ 121 plac’h e Frañs en abeg da vezañ plac’hed hervez ar gevredigezh Nous Toutes, a zo kroget da gontañ ar benlazhioù2 en un doare emren abaoe penn-kentañ ar bloaz. Evit 65 % deus ar benlazhioù e oa bet douget klemm gant ar plac’hed d’ar polis.

– 213 000 plac’h a c’houzañv feulsterioù fizikel pe seksel digant o fried pe o fried-bet bep bloaz. Setu ar geidenn bet muzuliet etre 2011 ha 2018, evit ar plac’hed etre 18 ha 75 bloaz. 29 % dioute a oa etre 18 ha 29 bloaz.

– 80 % deus ar c’hlemmoù evit feulsterioù priedel a vez klozet hep na vefe heuliadenn ebet.

– 94 000 plac’h a vez gwallet pe a vez klasket bezañ gwallet bep bloaz. Gwallet e vez ur plac’h bep 7 munutenn.

– N’eo bet kondaonet nemet 0,6 % deus ar gwalloù disklêriet gant tud gour e 2020.

– Ne oa ket asantet na c’hoantaet o darempred seksel kentañ evit 1 plac’h diwar 6.

– 91 % deus ar plac’hed o deus bevet feulsterioù seksel a anavez an tager. “An darn vrasañ deus ar baotred-se n’int ket psikopated feuls a vev e-maez deus ar gevredigezh hag a vez o kuzhat e straedoù teñval. Hon dousigoù, hor mignoned, hor breudeur, hor c’heneiled labour int”, a zielfenn Nous Toutes.

– 80 % eus ar plac’hed nammet o deus gouzañvet feulsterioù. Peder gwech muioc’h a riskloù o deus da c’houzañv feulsterioù seksel eget peurrest ar plac’hed.

Darvoudoù

Manifestadegoù a zo aozet e Breizh evit stourm a-enep ar feulsterioù seksist ha seksel.

D’ar Gwener 25 a viz Du : Manifestadeg e Brest adalek 6e g.m war plasenn ar Frankiz. / Manifestadeg e Roazhon plasenn Kennedy da 6e g.m.

D’ar Sadorn 26 a viz Du : Manifestadeg e Naoned, 2e30 g.m plasenn Gralin. / Manifestadeg e Kemper da 6 g.m, e traoñ ar Fruji.

Evit ar wech kentañ e Frañs e vo aozet ar bloaz-mañ ur c’hendalc’h war ar feulsterioù seksist ha seksel, d’ar 25 ha d’ar 26 a viz Du. Aozet eo an darvoud gant ti-kêr ha meurgêr Naoned. Leun eo ar c’hendalc’h met gallout a reer heuliañ an divizoù enlinenn el lec’hienn-se : www.assises-violences-sexistes.fr

Niverennoù talvoudus

17 pe 112 : diskuliañ ur feulster seksel pe seksist

3919 : linenn evit ar plac’hed a c’houzañv feulsterioù

0 800 05 95 95 : Viols femmes informations. Dizanv ha digout / eus al Lun d’ar Gwener eus 10e vintin da 7e noz.

0 805 802 804 : Violences sexuelles dans l’enfance

01 40 47 06 06 : Ecoute Violences Femmes Handicapées

114, pe dre sms pe fax : Evit ar re o deus poan o klevet pe o komz

Lec’hienn commentonsaime : ur flap evit ar c’hrennarded.ezed a c’houzañv feulsterioù

Test oc’h deus tagadennoù seksist pe seksel : setu alioù ar gournamant : https://arretonslesviolences.gouv.fr/je-suis-temoin

Metig Jakez-Vargas

1jahinerezh : torture

2benlazh : féminicide

Da lenn

Da lenn ivez