Keleier e brezhoneg abaoe 2005

UN, DAOU, TRI

E galleg e c’heller klevet an diviz-mañ :

J’ai trois frères.

Ah ? Trois petits ?

Non, trois grands.

Trois a c’hell bezañ un anv-gwan-niver (= adjectif numéral : trois frères) pe ur raganv-niver (= pronom numéral, gwechall adjectif numéral pronominalisé : trois petits, trois grands), mes n’eo ket ur skoilh e galleg, rak ar framm a vo ar memes hini.

E brezhoneg e vo ret taoler evezh, rak hervez ma vo ar ger « tri » un anv-gwan-niver pe ur raganv-niver, e c’hell cheñch ar c’hemmadur war-lerc’h, ha, pouezusoc’h c’hoazh, e cheñcho an taol-mouezh, pezh a vez klevet muioc’h eget ur c’hemmadur distabil.

Setu e vo klevet an diviz evel-henn (ar silabenn gant an taol-mouezh e lizherennoù tev) :

Tri breur ‘m eus.

‒ A ? Tri vihan ?

‒ Nann, tri vras.

Er pennad-mañ e studiimp ar bommoù div silabenn (niver + anv) evel tri breur, daou zen, etc. ; an taol-mouezh da gentañ, ar c’hemmadurioù goude-se.

I. Taol-mouezh

A) Anv-gwan-niver + anv.

En ALBB e kaver deux hommes (kartenn 115), trois, quatre, neuf chiens (384), ha trois chapeaux (578)

Klevet e vez daou zen (daou den e Treger) en diavaez eus Bro Gwened, ha daou den (pe daou den) e Bro Gwened. (kartenn 115)

War ar batrom-se e klevor ivez e KLT tri vi, pemp eur, ar Seizh Sant, hag an diviz-mañ :

‒ Araok pell e vo dek eur…

‒ Ma, klevet ‘m eus an dek taol o son abaoe pell zo.

Evit ar gartenn 578 (tri dok, tri zok) eo ledanoch c’hoazh an taol-mouezh war tri, peogwir e kaver anezhañ e Gwened Izel ha tro-dro da Wened (13 gwech diwar 25).

Dre vras e c’heller degemer an taol-mouezh war an anv-gwan-niver unsilabenneg evel reolenn ; da ziwall zo, n’eo ket gwir ar reolenn-se pa vez div silabenn pe ouzhpenn en anv : daou gelorn, pemp kartenn, div vaouez.

B) Raganv-niver + anv-gwan

N’eus kartenn ebet, nag en ALBB, nag e Atlas Y. an Du evit reiñ un tamm sikour din, mes simploc’h eo ar reolenn amañ : dalc’hmat an taol-mouezh war an anv-gwan :

Gwelet ‘m eus daou zen o vont d’an aod ; daou gozh, ma Doue !

Tenn tri vi deus ar frigo, tri vras, kement hag ober.

Amañ zo div blac’h o vont gant o hent, ha div gran, me ‘lâr dit !

Ha ma amezegez kozh Mariig Kervirzig o tegemer laouen he div c’hoar-gaer :

‒ Ale, div vrav !

II) Kemmadurioù

1) Raganv-niver + anv-gwan.

Boulc’hañ a ran al labour gant ar pep aesañ : evit un niver > 1, n’eus nemet ur c’hemmadur, dre vlotaat, klok pe diglok hervez lizherenn diwezhañ ar raganv :

an div vras, seizh wenn, mes ar seizh kentañ, ar c’hwec’h vrasañ, daou gozh, an tri vihanañ, tri vras ha tri vihan,

2) Anv-gwan-niver + anv

Desket e vez er yezhadurioù e ranker ober ar c’hemmadur dre c’hwezhañ goude 3, 4 ha 9 : P/F, T/Z, K/C’h. En gwirionez, e klever a bep sort kemmadurioù, hervez an ALBB.

Da skouer, ar c’hartennoù 373 ha 384 a ginnig ar c’hemmadurioù :

  • K/G (50 % eus al lec’hioù enklask),
  • K/C’h, K/H, K/CH, (32-33 %) deus un tu e pevar lec’h enklask war aodoù Leon, ha daou lec’h e Treger, ha deus un tu all e pep lec’h e su d’ar stêr Oded
  • ha K/K, kemmadur ebet, er su d’ul linenn an Oriant-Pondi, dre vras. (17-18 %)

Ar c’hartennoù trois chiennes, trois garçons, trois chapeaux a ro ivez dre vras ar memes disoc’hoù. Ar c’hemmadur K/G a vez klevet stankoc’h eget ar c’hemmadur dre c’hwezhañ.

E gwirionez e klever atav, amañ hag ahont, kemmadurioù dre c’hwezhañ evit gerioù zo ; e 1971 em boa graet un tamm enklask e Plougastell gant div vaouez ganet o-div en XIXvet kantved evit gwiriañ ar pezh a oa em skouarn, ha ne glote ket gant ar reolennoù kustum, hag em boa klevet :

Tri zra, teir zro mes teir droiad hir, tri garr mes tri c’harrad teil.

Hervez ma eo fosilizet pe get ar ger pe an droienn, e c’heller kaout kemmadurioù disheñvel : Meulomp hag adoromp / Tri ferson e Doue (Kantik Adoromp Holl), hag e-skoaz se : Bez’ e oa tri berson o kanañ gousperoù ar pardon ! E c’heller ivez klevet « tri dra bonner » gant ar memes hini a lavaro ingal « soubenn an tri zraig / dour, holen ha baraig ».

Arabat bezañ re strizh war ar c’hemmadurioù ; un diaester ouzhpenn int e brezhoneg, mes faota ket soñjal e teu ar brezhoneg da vezañ un dra digomprenapl ma ne vez ket graet ar c’hemmadur aliet er yezhadur. Kalz pouezusoc’h eo lakaat un taol-mouezh reizh ha sentiñ ouzh hirder ar silabennoù.


Daou bennad embannet en niverennoù 921 & 923, e miz C’hwevrer 2023.

  • Prenañ an niverennoù-se e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Levr Yann Gerven – Yezhadur ! Alioù fur evit ar vrezhonegerien diasur – a c’heller prenañ e lec’hienn Keit Vimp Bev.

Da lenn

Da lenn ivez