Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Un doare nevez da genweturañ

Al linenn genweturañ reoliek kentañ e Bro-C’hall a zo bet roet lañs dezhi gant meurgêr Roazhon e miz C’hwevrer. Tost ken aes ha kemer ar c’harr-boutin eo, a-drugarez d’un arload anvet Start. Ma teu brav gant an taol-arnod e c’hellfe bezañ savet linennoù heñvel e lec’h all.

Ret eo implijout ar poellgomzer ha mont war an arload. En em enskrivañ a raer, ha setu, graet eo. N’eus mui nemet gortoz ar bleiner karr-tan e goudorenn ar busoù. War ar skramm e weler a-benn pegeit e tlefe hemañ tremen.

A-benn ur vunutenn ac’hann e tlefe bezañ aze” eme Vaela. N’anavez ket blenier ar c’harr-tan a chom a-sav ur pennadig goude. Eñ a zo en em enskrivet war an arload ivez. “Mont a ran gant an hent-se en un doare reoliek” eme Bascal. “Tremen a ran eta hebiou an arsavioù bus. Ma vez unan bennak o c’hortoz e choman a-sav”. Ar pezh en deus broudet anezhañ da reiñ sav d’an dud evel-se eo e kave sot mont e-unan gant e garr-tan ha bezañ daleet war hent-tro kêr Roazhon en abeg d’al luziasennoù kirri. Evitañ eo mat klask nebeutaat niver ar c’hirri-tan. C’hoant en deus bet ivez da vezañ tremeniad d’e dro. A-bep-eil e vez blenier ha tremeniad eta.

Penaos e ya en-dro

Ar blenier a laka e anv war an arload, en ur resisaat da bet eur emañ o vont kuit. Evel-se e oar an dremenidi hag-eñ e vo unan bennak o tremen ha da bet eur ec’h erruo da sevel anezho en e garr-tan. Rankout a ra heuliañ al linenn bus evel-just. An tremeniad a c’hortoz anezhañ e goudorenn ar bus. Roet e vo 1€ d’ar bleiner gant meurgêr Roazhon evit ar pennad hent etre div gumun, pe e vo kemeret un tremeniad gantañ pe ne vo ket. An dremenidi ne baeont netra. Mont a ra en-dro ar servij eus al Lun d’ar Gwener, eus arsav ar Reuz betek hini Sant-Gregor.

Ul linenn reoliek eo an hini a zo meret gant an arload Start. Ober a ra al liamm etre meur a gumun eus meurgêr Roazhon. Ar re a denn gounid eus an doare-se da vont ha da zont a gav mat kement evit an ekologiezh, kement evit espern arc’hant. Gant kresk priz an trelosk er mare-mañ e vez dedennet tud evel Maela. Un taol-arnod eo al linenn-se. Padout a raio betek fin 2022. Evit ar mare ez eus 2000 den enskrivet. 20 pennad hent a vez graet ganto en holl bemdez, ar pezh n’eo ket kalz c’hoazh, met kreskiñ a raio moarvat a-feur ma ouio an dud. “Krouiñ kenweturañ e-lec’h ez eus kalz tremen, gant blenierien o-unan en o c’hirri-tan eo ar pal.” eme Justine Granjon, e karg eus ar raktres,

E fin ar bloaz e vo dielfennet an disoc’hoù da welout hag-eñ e talvezfe ar boan kenderc’hel ha marteze ober ar memes tra gant linennoù all. Pe c’hoazh cheñch tra pe dra en doare d’ober, en ur c’houzout e rank bezañ e-liamm gant al linennoù busoù pe metro. Ar spi a zo digreskiñ an niver a girri-tan o tremen-distremen e Roazhon.

Daoust hag-eñ ez euz un amzer-da-zont gant ar c’henweturañ en ur arnodiñ doareoù nevez d’ober ? Un dra vat e vefe rak evit ar mare, siwazh, zo poan gant ar c’henweturañ ober berzh.

JYLG


Ur pennad embannet en niverenn 882, d’ar 6 a viz Mae 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez