C’hoant zo gant strollad tud yaouank ar gevredigezh “Un château à Plab” da brenañ kastell Leuc’han e Plabenneg. Emaint o vodañ ar muiañ posubl a dud en-dro d’ar raktres evit kemer perzh er werzh diouzh ar c’hresk a vo e penn-kentañ miz Here. Daou ezel deus ar strollad, Gwenole Breton ha Mael Guego a zispleg deomp ar raktres.
Petra eo istor kastell Leuc’han ?
Savet e oa bet ar c’hastell er bloavezhioù 1880 gant bourc’hizien. Meur a berc’henn a zo bet da c’houde, betek ma vefe dilezet e 2011. E fin miz Eost 2022 hon eus gwelet er gazetenn e vefe gwerzhet diouzh ar c’hresk. Atav hon eus soñjet e oa ul lec’h dreist-ordinal. Ral eo kavout seurt manerioù dre ar vro, ‘mod tiez Skos. Gant ur pemzek den bennak hon eus soñjet neuze prenañ anezhañ. Evit ar poent emañ e stad fall, kalzig a draoù a zo torret, lous pe distrujet en diabarzh. Diaes eo gouzout pegement e koustfe adnevesaat anezhañ.
Petra a blijfe deoc’h ober eno ?
Teir lodenn a vefe d’ar raktres evit poent. Unan troet war ar savadur hag ar glad : aozañ chanterioù ha lakaat al lec’h e surentez. Se a vefe al labourioù kentañ. An eil a denn d’an natur. 16 devezh-arat a zo tro-dro d’ar c’hastell. Plijout a rafe deomp digeriñ ar park d’an holl evit pourmen pe kinnig obererezhioù kizidikaat ouzh an natur, krouiñ gwenojennoù ludik ha lakaat al lec’h e stad mat. Al lodenn ziwezhañ a vefe buheziñ al lec’h. Fellout a rafe deomp aozañ darvoudoù sevenadurel, bodañ kevredigezhioù ar vro hag e vefe implijet al lec’h gant ar muiañ niver. War hir dermen e vefe brav degemer krouidigezhioù arzel, salioù sonerezh, diskouezadegoù…
Penaos e c’haller kemer perzh?
Bremañ zo un hanter-kant den bennak tro-dro d’ar raktres. Ni hon eus roet lañs hag un nebeud mennozhioù a oa ganeomp, met c’hoant hon eus e vefe ur raktres a-stroll. Aozet hon eus un emvod foran d’ar 15 a viz Gwengolo evit ma c’hellfe an dud kejañ ganeomp. 200 den a oa deuet ha 100 den all o deus heuliet an emvod enlinenn ! Laouen e vefemp o tegemer mennozhioù, c’hoantoù disheñvel evit al lec’h. Ne fell ket deomp e teufe ar c’hastell da vezañ ul lec’h prevez adarre. Gwelet mat a reer ne z a ket en-dro ha ‘blam’ da se emañ ar c’hastell war ziskar, n’eus ket youl pe argant a walc’h gant ar berc’henned evit derc’hel an traoù prop.
Penaos prenañ ar c’hastell ?
Ranket hon eus mont buan. Da gentañ a oa dav deomp strollañ 4000 € evit gallout kemer perzh er gwerzh. Da c’houde hon eus krouet ur c’hevredad keodedel diloc’hel (SCI e galleg) a-benn strollañ tud a brestfe arc’hant evit prenañ ar c’hastell. Lodennoù 100 € a ranker kemer evit emezelañ, hag ur wech ezel e c’haller prestiñ muioc’h. Ar sammad arc’hant a vez prestet evit 10 vloaz, ha gallout a reer bezañ restaolet goude. Setu prenet e vefe ar c’hastell gant ar c’hKKD ha meret gant ar gevredigezh “Un château à Plab”. Dav eo kaout an doserioù emezelañ a-raok ar Gwener 30 a viz Gwengolo evit ma c’hallfemp gouzout pegement a arc’hant hon do devezh ar gwerzh. Seul niverusoc’h e vimp, seul vuioc’h a chañsoù a vo ganeomp da brenañ kastell Leuc’han !
M. Jakez-Vargas
Chomlec’h postel ar gevredigezh : unchateauaplab@gmail.com
Ur pennad embannet en niverenn 903, d’an 30 a viz Gwengolo 2022.