Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Ur marzh a vaen e Bro-Leon

O pourmen dre Vro-Leon ’m eus bet tro da welet doareoù souezhus un tamm. Lod anezho diwar goust ar maskl touristel a boagn, lod da reiñ d’ar vro a bellik ‘zo. Seurt-se n’eo ket drol e vije klevet da c’houde e genoù touristed. A-berzh broiz o-unan, pa vez lonket, higenn hag all, ganto, ez eus peadra da skrabañ ar penn gant an daouarn, ‘tachadoù.

Evel-se ’mañ kont gant daou bezh maen e Brignogan, ahont ar vro anvet « pagan ». Unan eus perzhiou dibarañ ar barrez nevez-mañ (savet e 1934) eo ar maen hir bras kristenekaet ’zo er gwalarn d’ar porzh ha d’ar bourk. War e dro ez eus kredennoù ma ‘z eo an anavezetañ gellout reiñ da zivinañ ha dimeziñ er bloavezh a c’hellor dre deurel mein vihan ken a chomo unan anezho kludet brav er gorre.

Ma ‘z eoc’h da c’houlenn digant Brignoganiz divrezhonekaet pe e burev an touristañ e vezo, kement ha reiñ « liv ar vro » war o meno d’o diskuliadenn, lavaret eo anvet « Maen Marzh », resisaet e galleg « la pierre du miracle ». Hañ ! ‘Welez ket !

Padal, ma ‘z eus ur burzhud ne oar ket an dud-se ez eus anezhañ, na me kennebeut, eo penaos eo deuet ar peulvan-se da gaout al lesanv-mañ, panevet eo dre laer ez eo.

Hervez ar gontadenn, Sant Paol, « a Leon » na petra ’ta, ‘oa bet Paganiz ar c’horn, re Douar ar Pount hag e se, ouzh e gaout da c’houlenn daoust hag o rikour a rafe. Bep an amzer, tro ma lavarent, e teue ar mor dre reverdi war o bri eno, ken a veze beuzet douaroù ha trevajoù. An holen, ’ouezoc’h, ne ra ket a vad d’ar re-se. Neuze Paol a ‘z eas betek ar vegell vri, an tevenn ma anavezit gwelloc’h ar ger-mañ, anvet « Ar Beg », harp er gwalarn d’an aod anvet « Ar Fred » (deuet dre ur burzhud disaour all da vezañ « La plage des crapaux », un anv kalz lipousoc’h d’ar vondianed a vaez vro). Da lavaret eo e korn gwalarn porzh Brignogan (bet moarvad « bri ‘ n yogan » pe seig…). Eno e plantas e vazh en divorenn ha difenn groñs d’ar mor sevel uheloc’h hiviziken. Troet ar vazh en ur moñsad roc’hell eno. La ! Ha setu petra eo « Maen Marzh » e lakaan deoc’h ur skeudenn anezhañ da heul.

Gant peseurt tourist difoultre pe diegus, nemet ha mat da dreuzkompren e vije, eo bet graet ar meskaj hag ar fazi-mañ da gentañ ? Pellik ’zo, abaoe amzer ar c’hartennoù-post da vihanañ, er c’hontrol eus lavaroù an holl er vro. Padal ez eus 500 metr etre an daou seurt, ha 14 metr a zioc’h an divorenn uhelañ emañ ar maen hir, ha dre se ne zegouezh ket gant ar vojenn gozh.

Fazi pe get ? Abaoe eo deuet broiz o-unan da grediñ ar pezh a welent skrivet war ar c’hartennoù-post hag a glevent gant an aotrouien. Setu petra c’hell c’hoarvezout pa vezer o vevañ en ur gartenn-bost, emichañs. Ha da c’houde ez eer da horogellat diwar-benn bri da zougen da bersonelezh ar vro !!

Mikael Madeg


Un danevell embannet en niverenn 514, d’ar 17 a viz Ebrel 2015.

  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez