Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Ur mizvezh divanne

E 2013 e voe roet lañs d’an « Dry January » — miz Genver sec’h, da lavaret eo hep alkool — evit ar wech kentañ e Bro-Saoz. Un doare d’ober ur poent war e emzalc’h e-keñver ar boeson eo. Bep bloaz e vez muioc’h-mui a dud hag a dremen 31 deiz hep takenn alkool ebet. E Breizh ivez…

Titouroù a c’heller kavout e lec’hienn www.alcool-info-service.fr © Pixabay


E Frañs hag e Breizh ivez, ya, daoust m’en deus nac’het ar prezidant Emmanuel Macron lakaat an darvoud da ofisiel e 2020… evit chom hep feukiñ tud lobioù an alkool hag ar gwin. « Gouzout a reomp e vez prenet 80 % eus an alkool gwerzhet gant 20 % eus ar re a ev anezhañ, da lavaret eo gant ar re a ev kalz, gant ar re a zo adikt. Al lobioù o deus ezhomm-bras anezho. » a lavare Michel Reynaud, adiktologour, e 2020.


Yec’hed foran
E 2019 e oa prest Santé publique France da reiñ lañs d’an darvoud e miz Genver 2020 — raktreset mat ar budjed, prest ar skritelloù, ar bruderezh evit ar chadennoù skinwel hag ar radioioù. Met e miz Du 2019 e kemer Emmanuel Macron an diviz da nullañ pep tra : ur spont hervez ar c’hevredigezhioù a glask kizidikaat an dud. Hervez sifroù 2021 Ministrerezh ar Yec’hed e varv 49 000 den bep bloaz abalamour da gleñvedoù a zo ar boeson ar pennkaoz anezho, met ivez abalamour da zarvoudoù stag outañ, en o zouez ar feulster a-enep ar merc’hed pe ar vugale. N’eo ket ‘met ur gudenn hiniennel, ur gudenn a yec’hed foran eo. Hep sikour ofisiel ar Stad ez a war-raok an traoù memes tra. Aozet e vez an darvoud gant 50 kevredigezh e Frañs : 9 milion a dud o doa graet an difi e 2020, 24 milion e 2022. D’an 9 a viz Genver 2023 ez eus bet roet lañs d’ar c’houlzad « Ur yec’hed mat n’en deus netra da welet gant an alkool » gant Santé publique France memes tra. Hervez un danevell gant an Observatoire français des drogues et des tendances addictives e 2022 eo an alkool an abeg kentañ a laka an dud da vezañ kaset d’an ospital. Koustus-tre eo d’an asurañs kleñved : 118 miliard a euroioù e 2010 hervez ar gouarnamant.


Ar madioù
« An avu — en deus ur perzh ret-holl evit dilemel an toksinoù — a ya war wellaat adalek 15 deiz hep alkool. Ar c’housked a zeu da vezañ gwelloc’h-gwellañ o vezañ donoc’h ha kalz diskuizhusoc’h. An imor a zeu da vezañ gwelloc’h ivez rak ur mignon faos eo an alkool » eme Myriam Poutrieux, adiktologourez. « E-giz un dienkrezer1 eo hervez ar gwel met un diwaskader2 eo. » Lod a lavar n’eo nemet ur c’hiz. Lod all o deus c’hoant cheñch ha dont da vezañ yac’hoc’h. Lod a glask cheñch o emzalc’h. Muioc’h-mui a dud a baouez da evañ zoken. Met an traoù n’int ket ken simpl se, evel ma vez lavaret e brezhoneg : « Neb zo re vignon d’ar gwin mat zo enebour da vab e dad. »


N. Gourvenneg


1dienkrezer : anxiolytique
2diwaskader : dépresseur


Ur pennad embannet en niverenn 921, d’an 31 a viz Genver 2023.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez