Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Ur servij evit an holl

Pa oa bet loc’het gant klask.com, e miz Kerzu 2006, e felle da gKatell Simon ha da dTangi ar Menn, sikour an holl embannerien, bras ha bihan, da vrudañ o froduioù e brezhoneg ha d’an holl arvalien da gavout ar pezh a glaskent. 14 vloaz goude e kendalc’hont gant o hent.

Nemet eo kresket mat o afer. Ouzhpenn 1500 produ a vez kinniget, levrioù dreist-holl, evit ar vugale met ivez evit deskiñ ha mestroniañ ar yezh, geriadurioù da skouer. War-dro 500 pratik o deus bep bloaz, an hanter anezho eus Breizh, 40 % all eus Bro-C’hall hag un 10 % eus ar bed. «Aes e kav an dud tremen drezomp dre ma c’hellont kavout traoù liesseurt, embannet gant tiez-embann disheñvel.» eme Katell Simon. Met ar frejoù-post eo a chom re ger. «Den ebet n’eo plijet gant paeañ ul levr 6€ ha kaout, ouzhpenn, 3€ a vizoù-kas.» Klask a ra-hi kas ar gourc’hemennoù buan – bemdez ez a betek ti-post Karaez – oc’h adimplijout kartoñsoù par ma c’hell, o tastum ar muiañ tout anezho – evit ma c’hellfe ar pratikoù kaout o levrioù an abretañ. «A-bouez eo din kaout darempredoù plijus ganto.» emezi, a-raok reiñ da glevet un istor c’hoarvezet ganti n’eus ket pell. Un implijadez, e ti-post Karaez, o lâret dezhi. «A, c’hwi an hini eo plac’h an timbroù brav.»

Servij an holl

Gant an amzer eo deuet a-benn d’ober afer gant ar braz eus an tiez-embann a zo e Breizh – ouzhpenn 70 anezho – ha plijet-tre eo gant an darempredoù a zo etrezo. «Yac’h eo al liammoù etrezomp» a ziskleir-hi. Met kalz anezho a zo tiez-embann bihan hag a-wechoù e vez diaes kavout o froduioù.

Eus tu ar pratikoù eo heñvel. «N’on ket sot gant manga-ioù met dav eo kaout a bep seurt e brezhoneg. » emezi. Ha setu-hi da heuliañ a-dost an nevezentioù, pe e vefe ul levr nevez-adembannet evel An Hobbit pe un ti-embann nevez-krouet evel Timilenn e Naoned oc’h embann levrioù aes da lenn evit tud disleksek ivez.

Boueta marc’had al levrioù a zo o fal met ne fell ket dezho ober forzh petra. «Kavout a ran gwelloc’h ez afe an dud da brenañ el levrdioù pe war-eeun gant an dud a grou al levrioù kentoc’h eget er stalioù bras.» a astenn c’hoazh.

Ma ‘z eo bet diaes ar c’hufunañ kentañ – tost gwerzh ebet – n’eo ket mui heñvel abaoe miz Gwengolo. Gwerzhañ a reont kalz ken emaint e soñj gwellaat o lec’hienn.

  • Ur pennad embannet en niverenn 807 – d’ar 27 a viz Du 2020.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Da lenn ivez