E Breizh e vo graet maskodenn ar c’hoarioù olimpek. Un doare pompinell eo ha gwelet e vo e pep lec’h e 2024.
E 2019 e oa bet prenet ar stal Mailou Productions eus Kastell-Bourc’h, gant ar stroll parizian Doudou et Compagnie. Abaoe ez eus bet cheñchet lec’h evit mont en ur savadur nevez e Gwerc’h-Breizh. Postet a zo bet 3,5 milion a euroioù en uzin nevez a zo he gorread 3500 m2, 2000 anezho o talvezout da stokiñ. Loened-feur eo a vez produet, da lavarout eo arzhed pe loened bras all evit ar vugale. « Ar youl hon eus da broduiñ amañ er vro dre adlec’hiañ ul lodenn eus al labour ha produiñ loened-feur gant ur galite a-feson » eme Alain Joly, PDG Doudou et Compagnies.
Dibabet eo bet stal Breizh
Produiñ a raio 60 % eus ar maskodennoù anvet Phryges evit c’hoarioù olimpek 2024 e Pariz. E miz Du e oa deuet Tony Estanguet, karget d’ober war-dro aozadur ar c’hoarioù olimpek, betek Gwerc’h-Breizh. Kemennet en deus en deiz-se Alain Joly e vefe produet an hanter eus loened-feur ha maskodennoù e stal e Breizh hag an hanter all e Sina. Ar pezhioù a vo krouet e Sina met kaset e vint da Werc’h-Breizh evit gwriat anezho, echuiñ al labour, hag ober ar c’hontrolloù. Al labour
imbourc’h a vo graet e Frañs ivez. Etre 15 ha 60 kemenerez a vo enfredet. Betek 1500 loen-feur a zlefe dont er-maez eus ar stalioù-labour bemdez.
Ar maskodennoù produet e Breizh a vo o friz 39,99 € tra ma ne gousto ar re produet e Sina nemet 30 €. « Met brasoc’h eo ar vaskodenn c’hall ha muioc’h a zanvez a ya d’ober anezhi » eme Alain Joly.
Y. Y. ar Gov
Ur pennad embannet en niverenn 917, d’an 3 a viz Genver 2023.