Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Ur vaskodenn savet e Breizh

E Breizh e vo graet maskodenn ar c’hoarioù olimpek. Un doare pompinell eo ha gwelet e vo e pep lec’h e 2024.

Digoradur uzin nevez Gwerc’h-Breizh gant Tony Estanguet. © Doudou et Compagnies

E 2019 e oa bet prenet ar stal Mailou Productions eus Kastell-Bourc’h, gant ar stroll parizian Doudou et Compagnie. Abaoe ez eus bet cheñchet lec’h evit mont en ur savadur nevez e Gwerc’h-Breizh. Postet a zo bet 3,5 milion a euroioù en uzin nevez a zo he gorread 3500 m2, 2000 anezho o talvezout da stokiñ. Loened-feur eo a vez produet, da lavarout eo arzhed pe loened bras all evit ar vugale. “Ar youl hon eus da broduiñ amañ er vro dre adlec’hiañ ul lodenn eus al labour ha produiñ loened-feur gant ur galite a-feson” eme Alain Joly, PDG Doudou et Compagnies.

Dibabet eo bet stal Breizh
Produiñ a raio 60 % eus ar maskodennoù anvet Phryges evit c’hoarioù olimpek 2024 e Pariz. E miz Du e oa deuet Tony Estanguet, karget d’ober war-dro aozadur ar c’hoarioù olimpek, betek Gwerc’h-Breizh. Kemennet en deus en deiz-se Alain Joly e vefe produet an hanter eus loened-feur ha maskodennoù e stal e Breizh hag an hanter all e Sina. Ar pezhioù a vo krouet e Sina met kaset e vint da Werc’h-Breizh evit gwriat anezho, echuiñ al labour, hag ober ar c’hontrolloù. Al labour
imbourc’h a vo graet e Frañs ivez. Etre 15 ha 60 kemenerez a vo enfredet. Betek 1500 loen-feur a zlefe dont er-maez eus ar stalioù-labour bemdez.
Ar maskodennoù produet e Breizh a vo o friz 39,99 € tra ma ne gousto ar re produet e Sina nemet 30 €. “Met brasoc’h eo ar vaskodenn c’hall ha muioc’h a zanvez a ya d’ober anezhi” eme Alain Joly.

Y. Y. ar Gov


Ur pennad embannet en niverenn 917, d’an 3 a viz Genver 2023.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez