Virginie, deus un tu ‘peus c’hoant ober ho toull er vro, deus un tu all eo sachet ho evezh gant an diavaez bro. N’eo ket re ziaes ober al liamm etre an daou ?
N’eo ket anat atav en ober met ul liamm a zo peogwir em eus kroget da zeskiñ yezhoù evit kejañ gant tud eus ar bed a-bezh hag eskemm ganto. An hent-mañ en doa sikouret ac’hanon da adkavout va gwrizioù war-lerc’h… Klask a ran derc’hel soñj eus an dra-mañ ingal. Abaoe ma‘m eus dizoloet an etresevenadurel (l’interculturel) eo aesoc’h c’hoazh ober al liamm, ‘gav din.
Kuitaet ho peus bed ar c’henwerzh etrebroadel. Met petra ho peus “desket” e-kerzh ar bloavezhioù-se ?
Desket ‘moa – hag e oa pouezus-mat din – labourat gant ar yezhoù ha gant ar c’hehentiñ, a-fet sikour an dud, krouiñ ha buheziñ un rouedad ivez.
Penaos oc’h tremenet eus ar bed-se da vuhezourez e Divskouarn ?
En ur adkavout va gwrizioù, ur wech distro d’ar vro e 2005, e felle din deskiñ brezhoneg. Kroget ‘m eus gant kentelioù noz e Sant-Maloù, kendalc’het ‘m eus e Roazhon hag heuliet ar stummadur 6 miz e 2009. Diaes e oa kavout lec’h moa c’hoant labourat goude ma zro e bed ar c’henwerzh met degemeret brav on bet gant Divskouarn ha dizoloet ‘m eus ur bed a-feson, hini ar vugaligoù, e brezhoneg.
Ha bremañ, Miltamm… Perak an anv-se ?
Peogwir n’eo ket eeun planedenn un den. Deskiñ a ra, koll a ra startijenn, ha barregezhioù zoken a-wechoù, cheñch a ra mennozh, divizout a ra mont dre un hent all… Savet e vezer gant an holl dammoù-se evel ma vez dastumet gouiziegezhoù, a-benn ar fin.
Ha petra a vez graet gant an embregerezh, evit piv, evit petra ?
Stummet e vez tud war pedagogiezh ha kelennouriezh ar brezhoneg hag ar vugaligoù, pe dre yezhoù all. Saozneg a vez kinniget ivez. Kinnig a ran devezhioù stummañ war an etresevenadurel ivez.
N’eo ket pell ho tachenn eus hini ur skolaerez. Ha c’hoant ho pije da vont war an hent-se ?
Tamm ebet. Klasket em boa e-pad 5 miz ha n’on ket bet plijet ; un afer a bublik eo. Sot on gant ar vugale pa zo ezhomm a sevel abadennoù tañva, stajoù berr… met dudiusoc’h e kavan eskemm ha sevel raktresoù ha stummadurioù evit ar re a labour, int, ganto, ar re vras hag o deus ul liamm gant an dachenn sokial.
Pehini eo al liv a blij deoc’h ar muiañ ha perak ?
Mouk peogwir eo ur meskaj a liv lufrus ha teñval war ar memes tro.
Petra eo an eñvorenn he deus merket ac’hanoc’h ar muiañ ?
Ganedigezh va mab.
Peseurt lec’h ho pije c’hoant reiñ da anavezout d’ar re all ?
Bro-Gembre. Chañs ‘m eus bet da vont di teir gwech dindan 20 vloaz ha pa soñjan er vro-se e ro c’hoant din distreiñ evit gweladenniñ norzh ar vro ha n’anavezan ket tamm ebet. Tost eo eus douaroniezh Breizh ha c’hoazh e seblant bezañ ken pell. Kalz gouesoc’h eo ‘ba’ lec’hioù ‘zo..
Ha peseurt arzour ?
Adam Nidzgorski un arzour ganet e Bro-Bolonia, livour, kizeller, o vevañ e Pariz; ur gizidigezh fromus a ziskouez dre e oberennoù, am eus dizoloet e mirdi Laval warlene.
Peseurt sonerezh a blij deoc’h lakaat p’emaoc’h ho-unan ?
Radiohead pe sonerezh eus Bro-Senegal, Mali…
Peseurt bro ‘pije c’hoant gweladenniñ ?
Zeland-Nevez ha Kanada, pe ur vro en Afrika zu.
Peseurt kalite a blij deoc’h ar muiañ en un den ?
Ar gwirionded, peogwir eo ken skuizhus an dud faos…
Petra a blij deoc’h ober evit cheñch soñjoù, goude ur frapad labour tenn ?
Selaou sonerezh, distanañ gant ur banne kafe, un tamm gwastell lipous pe un digor-kalon gant ar re a garan, ur pred fardet a-ratozh evito.
Peseurt levr a yafe ganeoc’h war un enezenn didud ?
Unan eus Jim Fergus eus heuliadenn “Mille femmes blanches” pe “Ivresse de la métamorphose” eus Stefan Zweig.
Ha gant piv ho pije c’hoant da vezañ bac’het en ur saverez e-pad un eur ?
Gant ur vignonez ha n’am eus ket tro da welet alies a-walc’h pe gant ur skrivagnerez pe ur skrivagner evel Stefan Zweig pe Brigitte Fontaine.
Peseurt meuz a rit p’en em lakait da geginañ ?
Bara mel pe kurry kig bevin gant riz gludek mod Bro-Japan. En em santout a ran em bleud ingal pa fardan bara-mel, ken plijet on gant ar spisoù, gant an doare hag al liv. Ha cheñch a ra an toaz gant ul loiad mel gwinizh du peotramant mel bleunioù. Laouen on da zizoleiñ ar bed dre ar spisoù hag ar boazioù debriñ a zo e lec’h all ; sot on gant ar spisoù hon eus tro da c’hoari ganto pa vezer o fardañ bara mel. Heñvel eo gant boued indian da va soñj.
Dont a rafe ur voudig da ginnig deoc’h seveniñ un het, hag unan hepken. Petra a c’houlennfec’h diganti ?
Kavout un ostilh efedus evit chom yenoc’h ouzh darvoudoù a lak ac’hanon diaes…
En ur ribourzherez emaoc’h. Kinniget e vez deoc’h dibab ho kantved ha ho lec’h bevañ. Petra a zibabit ?
Ar grennamzer evit kejañ ouzh va zadoù kozh d’ar mare-se,kostez Kerlouan sur a-walc’h.
Petra eo ho « plijadur » pemdeziek ?
Sevel ha dijuniñ a-benn evañ va banne kafe fresk ha tomm,ha distreiñ d’ar gêr goude ur pezh-mell labour, mont da gousket evit lenn ul levr.
Gant piv ho pije c’hoant da eskemm ho puhez e-korf ur sizhunvezh ?
Gant ur paotr, evit santout a-bell pegen kriz e c’hell bezañ evit ar merc’hed er bed war ar pemdez…
Peseurt micher ho pije bet c’hoant d’ober ha n’ho peus ket graet ?
Ma vefe tu din en ober, e vefen o studiañ atav; neuze en ur vuhez all pe a-benn un nebeud bloavezhioù, piv ’oar. Dreist e vefe bezañ un ensklaskerez, oc’h ober war-dro enklaskoù-obererezhioù (recherche-action a vez graet eus an dra-mañ e galleg flour).
Dirak petra e vezit bamet ?
Dirak araokadennoù ar vugaligoù hag o doare da zizoleiñ ha da dapout plegoù a bado o buhez-pad.
Peseurt donezon ho pije bet c’hoant da gaout ?
Reiñ c’hoant da vousc’hoarzhin ha da c’hoarzhin da dud digalonekaet ha trist.
Petra eo ar c’hrennlavar a blij deoc’h ar muiañ tout ?
An hini na vrok netra na goll na gounid ne ra.
C’hoant ho pije da gas ul lizher gourc’hemennoù d’un den resis. Da biv e kasfec’h anezhañ ha perak ‘ta ?
D’ar vugale, d’ar studierien galonek ha da dud kalonekoc’h c’hoazh a labour fonnus abaoe deroù an enkadenn korona…
Piv eo an den en deus roet deoc’h ar c’hentelioù pouezusañ evit ren ho puhez ?
Va mab hag ur vignonez aet re abred d’an anaon, peogwir o deus desket din pegen kreñv ha kizidik on war ar memes tro, ezhomm ganin a garantez hag a vignoniezh.
Gant petra oc’h hegaset alies, er vuhez pemdeziek ?
Gant tud a volontez fall, tud ha n’o deus ambision ebet. Ha se ne dalvez ket a-fet gounit kalz a arc’hant, tamm ebet. Bez’ e vefe kentoc’h un huñvre posupl da gas a-benn, gant ul liv kengredus, peotramant unan arzel, pe c’hoazh gant ur pal hollvedel (gwirioù ar merc’hed hag ar vugale, gwirioù an dud divroet, reiñ un taol sikour d’ar re ha n’o deus kalz, int…).
Bez’ ho pije da adkregiñ gant ho puhez. Petra a cheñchfec’h ?
Krediñ a rafen muioc’h ennon, da vont betek penn an traoù, m’am befe beajet muioc’h pa oan yaouank; va huñvre oa da vont da Su Amerika (Bolivia, Perou, Arc’hantina, Chili ha Brazil) + e Afrika (Burkina Faso, Senegal, Mali, Togo).
Ha ma c’hounezfec’h kalz arc’hant goude bezañ c’hoariet d’al Loto ?
Prenañ a rin un ti evidon, hag e rofen ul lodenn d’ar re tost d’am c’halon tro-dro din hag o dije ezhomm un taol sikour, hag ar peurrest a ‘z afe da raktresoù dengar ha, ma chomfe un tamm, ez afen da veajiñ d’ar broioù meneget a-us.
Deuet oc’h da vezañ ul logodennig vihan a c’hell kas he fri kurius e pep lec’h. Pelec’h e kasfec’h anezhañ ?
Da vBuckingham Palace ez afen evit gwelet penaos e ya en-dro buhez roueelezh Rouantelezh-Unanet ha da eil ez afen d’an 10 Downing Street da blantañ reuz ‘ba’ dilhad Boris Johnson…
Un atersadenn embannet en niverenn 822, d’an 12 a viz Meurzh 2021.