Abaoe 20 vloaz ez a da fraost kastell Susinio, nepell eus Montroulez. Betek ma vefe savet gant tud eus ar vro ur gevredigezh, Kastell Laouen, gant ar soñj reiñ dezhañ ur vuhez all.
Stag e oa an domani – kastell eus an 15vet kantved ha 3 hektar a zouaroù – ouzh lise labour-douar Susinio met kavet he doa gwelloc’h ar Rannvro, ar perc’henn, kaout savadurioù nevez eget reneveziñ reoù kozh. Ne oa ket aet an traoù war-raok gant hini ebet eus an aozadurioù e-karg eus ar merañ – CPIE Lanmeur, Park Naturel ar plant… – betek ma lakaas ar Rannvro en he soñj gwerzhañ an dachenn. « Gallet o dije, memestra, kemer se e kont. E Kerampuilh, e Karaez, he deus lakaet ar Rannvro 2,5 milion evit reneveziñ ar c’hastell. Amañ he dije gallet ober kement all. » eme Marie-Laure Gicquel, implijiadez e Ipisiti, ar stal broduiñ a glask kevratoù evit Gérard Delahaye, Patrick Ewen, Melaine Favennec…, ha den a youl vat en afer, eanv skipailh Kastell Laouen. Evelti emaint war-dro un dek bennak a dud o klask reiñ d’ar c’hastell un eil buhez troet war an arzoù.
Dibab
Evit un takad ken brav, da 4 c’hm eus kreiz Montroulez e c’houlenne ar Rannvro 200 000€, o c’houzout e oa ivez goude evit 1M€ a labourioù. « Brav-tre eo an takad, ar gweled, nepell eus an Dourduff, gant un digor war bae Montroulez. Treuzet eo an domani gant ar GR34 hag ar Velodyssée, an hent europat evit ar c’hezeg-houarn. » eme c’hoazh Marie-Laure Gicquel. Da hanter miz Gouere o doa resevet ar Rannvro 22 raktres, hep m’en dije gallet hini ebet outo mont war al lec’h abalamour d’ar C’hovid. Dalc’het e oa bet 7 ganti, bet pedet da vont war al lec’h da welet. En o zouez e oa intruduoù prevez, strollad Ipisiti hag o mignoned hag ur strollad a dud yaouank bet skoliataet e lise Susinio. E miz Genver, da heul ar weladenn, ne chome nemet 3 c’hinnig. Unan na ouzer netra diwar e benn. Un eil douget gant ur c’houblad retredidi a Vro Bourgogn ha strollad lec’hel arzourien Montroulez kendeuzet o raktres gant hini yaouankizoù lise Susinio.
Arz, sevenadur hag endro
Ur raktres o deus savet gant ar soñj mont war dachenn ar sevenadur hag ar bioliesseurted, kenlabourat gant tud ar vro. Savet e vo un SCIC evit merañ glad al lec’h, arc’hantaouet ma vo gant feurm 5 kambr-degemer, un dachenn gampiñ ekologel. Evit reneveziñ tout an dra-se e vo aozet chanterioù perzhiañ ha stajoù adlakaat war hent al labour. Klask a reont ivez kaout skoazell dre prenañ lodennoù er SCIC – 100€ al lodenn – pe dre reiñ arc’hant – gant distaol an tailhoù – evit ma c’hellfent bastañ d’un nebeud ezhommoù. Ur wech gouezet dibab ar Rannvro – d’an 31 a viz Meurzh – e vefe ezhomm c’hoazh 3 pe 4 miz evit aozañ da vat an arc’hantaouiñ.
- Ur pennad hag a vo embannet en niverenn 825 – d’an 2 a viz C’hwevrer 2021.
KOUMANANTIÑ : AMAÑ