Pa oa en em gavet Stefan er gêr d’an abardaez-se e oa chomet mantret : e-lec’h ma oa c’hoazh gwez uhel ha yac’h en o sav diouzh ar mintin ne chome netra war ar c’hleuz uhel a zispartie e zachenn diouzh ar park e-kichen. Aet kuit e oa ar sedrenn veurdezus, ar wezenn ken brav a c’houdore e liorzh diouzh avel kriz ar menez, ar wezenn en doa kement a blijadur o sellet outi bep mintin a-raok mont d’e labour ha pa deue en-dro d’ar gêr d’an abardaez.
Seizet e oa chomet Stefan e-pad ur reuziad mat a-raok pignat war ar c’hleuz ha sellet ouzh ar wezenn vras en he led war ar geot, evel ur c’horf marv, brenn-heskenn en-dro dezhi. Pelloc’h e oa astennet tri c’horf marv all, dervenno anezhe, a-boan berroc’h evit ar sedrenn… Pell e oa chomet Stefan en e sav eno, sonn evel ur peul, diseblant ouzh avel yen miz Du.
A-benn ar fin e oa diskennet diwar ar c’hleuz, badaouet c’hoazh gant an arvest euzhus-se, hag eñ da vont ha da zont eus an eil penn d’e liorzh d’egile, evel un den kollet e benn gantañ. En em santout a rae breset, gwasket e galon, gwallet e gorf, evel pa vije bet, eñ e-unan, taget gant dent an heskennerez. Goude ar boan-spered e save ar gounnar ennañ : piv en doa kredet ober se, hep goulenn tra digantañ ? Piv a oa sot ha fallakr a-walc’h evit mont da zistruj gwez ken kaer ha ken talvoudus, evit ur gounid ken dister ? Ha piv oa perc’henn an dachenn-se, harp ouzh e hini ?
Ur wech pe ziv en doa gwelet anezhañ o tremen war e drakteur. Ur peizant yaouank eus tu all ar menez e oa hennezh, prenet gantañ douaroù er vro un nebeud bloavezhioù oa. Dont a rae, a vare da vare, evit skuilhañ teil e yer, ken ma veze ret d’an dud miret a lakaat o c’houez da sec’hiñ abalamour d’ar flaer.
Tanañ a ra Stefan ur sigaretenn ha bale a ra etrezek an ti a gammedoù ponner. Azezañ a ra ouzh ar bank maen dirazañ. Petra ober ? Dougen klemm ? Ne ouie ket zoken anv an den. Ha da biv e oa ar gwez plantet ken pell ‘oa war ar c’hleuz ? Na dezhañ na d’e amezeg, hervez kustum ar vro. Evit Stefan e oa ar gwez-se glad boutin d’an holl er gêriadenn, da bep hini da zivegañ anezhe pa veze ret ober. Biskoazh ne oa c’hoarvezet seurt tra er vro — dezhañ da c’houzout. Ur vezh ! Ma vije bev c’hoazh va zad, a soñj Stefan. Ha va zad-kozh Aogust dreist-holl ! Dont a rae dour en e zaoulagad tra ma selle, dizesper ha dic’halloud, ouzh ar c’hleuz noazh e penn all al liorzh.
Ya, Aogust. Tad e vamm. Soñj a deu dezhañ bremañ eus komzoù an den kozh, tra ma raent tro ar c’harter o-daou d’an abardaez : « Gwechall, pa oa c’hoazh stank an tiegezhioù er vro-mañ, e veze ar c’heuneud un dra prizius-kenañ evit an dud, un dra hag a ranke bezañ lodennet hag esperniet pizh. Reolennoù strizh a veze marilhet e-barzh al lizhiri-feurm : arabat pilañ gwez derv pe faou a-raok ma vije tapet gante an oad a nav bloaz, c’hwec’h evit an haleg, hennezh a greske buanoc’h. Rak ar gwez, va mabig, hag ar c’hleuzioù ma kreskent warne, a oa ur gwir binvidigezh er vro baour-mañ », a lavare an den kozh en ur ziskouez un alez bevennet gant gwez faou d’e vab-bihan gant e vazh. « Ya ‘vat, va mab, ar gwez. Hag ar c’hleuzioù. D’al loened e roent gwasked diouzh ar glav ha diouzh an avel, ha disheol e-kreiz an hañv. D’ar votaouerien e oa un drugar kaout koad faou evit fardañ boteier-koad, a veze douget gant an holl d’an ampoent, ha petra o dije graet ar galvizien hag an amunuzerien hep koad ar vro ? Rak gwechall ne veze ket lakaet koad da zont eus penn all ar bed, ‘giz ma krogont d’ober bremañ ! Koad derv pe kerez d’ober taolioù, armelioù, gweleoù hag all tout, kistin d’ober plañchod… Ar c’histin ne vreine ket, setu gantañ e veze graet peulioù evit ar skloturioù, pe troadet ostilhoù… An onn ne oa ket fall evit se ivez. Barrikennoù ‘veze graet ivez, rodoù karr, ha me ‘oar-me. Pep tra, kwa. Hag arabat ankouaat ar gwez bihan, talvoudus e oant ivez : an aozilh evit fardañ paneroù, ar c’helvez evit tommañ ar fornioù bara, hag ur bern traoù all c’hoazh… An troen evit ar girzhier, ma nije ar gwenan en-dro dezhe… Hep kontañ ar gwez avaloù, evel-just, a roe deomp frouezh saourus en diskaramzer ha chistr berv alaouret a-hed ar bloaz. »
Ya, soñj mat en deus Stefan eus an droiadoù-se, pa veze kaset d’ober tro al lec’h gant an den kozh, a ne zihane ket da varvailhat…
Emañ an heol o vont da guzh a-dreñv lein ar menez. Revet gant an avel sklas eo Stefan. Poent mont e-barzh an ti ha c’hwezhañ an tan ! Evel pa vije dec’h e wel e dad-kozh azezet e korn an oaled (lakaet bremañ ur mell fornigell enni), e vab-bihan en e gichen war ar bank, o-daou oc’h en em dommañ ouzh an tan mouded, kreñv e c’hwezh hag a daole e skleur war arrebeuri pezh nemetañ an ti kozh.
Er bloavezhioù 1960, pa oa Stefan mousig bihan…
« Hag an tan, ya, n’eo ket gant koad e veze graet er vro-mañ. Ya, ma chome e veze lakaet e-barzh, met morse ne veze foranet evit tommañ an tier. Dre amañ, war-bouez hiniennoù pinvidik a-walc’h da brenañ glaou, e rae an holl gant taouarc’h, va faotrig, pe mouded, ‘vel ma vez lâret dre amañ. Ar re-se ‘veze tennet eus ar Yeun Elez ‘tal-kichen, a-raok ma vefe bet savet ar stankell hag al lenn, just a-raok ar brezel. Ha goudese ivez. Lod, eveldomp, a ra bepred gantañ, met n’omp ket gwall stank ken », eme an tad-kozh o turiañ ar mouded en oaled hag en ur lakaat ur flammennig melenrouz da sevel.
« Rak an taouarc’h a zo bet ur gwir rekour evit tud ar vro, goût a rez, tommet en deus rummad goude rummad a Veneziz a-hed ar c’hantvedoù. Hag ouzhpenn-se e veze kignet an douar, uheloc’h, ‘tu ar menez, evit kaout taouarc’h skañvoc’h, mouded-kign ‘veze graet deus an dra-se. Ar re-mañ a dalveze da boazhañ boued evit ar moc’h. Divogediñ spontus a raent, me ‘lâr dit, ne oa ket brav chom er c’hraoù ! »
Keuz en deus c’hoazh Stefan, ouzhpenn hanter-kant vloaz war-lerc’h, eus an nozvezhioù goañv-se, keuz eus istorioù ar c’hozhiad hag eus ar bed aet da get depegnet ken brav gantañ :
« …Erru fin miz Ebrel pe deroù miz Mae ez ae an holl diegezh d’ar Yeun da dennañ mouded. Ul labour skuizhus e oa, spontus, hag ouzhpenn-se e vezemp debret ez-vev gant ar c’hwibu, a oa ken stank eno. Soñj ‘m eus, kaset e veze boestadoù sardined ganeomp evit hon lein, ha ledet e veze an eoul war hor fasoù, kuit da vezañ flemmet gant an amprevaned daonet-se ! Ma, gant un tri pe bevar devezh labour tenn e veze gounezet peadra da dommañ an ti a-hed ar goañv… pa veze sec’h-rezonabl an hañv c’hoazh, abalamour d’ar mouded da sec’hiñ, mod-all e ranked gortoz miz Here ‘benn dastum anezhe, hag ober a raent kement a voged ma ranke chom digor dor an ti a-hed an deiz ! Ya ma faotr, ‘giz-se oa ! » a lavare Aogust en ur sklokal.
Iskis pegen don on bet merket gant an den-se, a soñj Stefan. Ha kement em bije gallet deskiñ c’hoazh digantañ, penn-skañv ma oan !
Strakal a ra un alumetezenn ha lakaat tan er paper, briñsoù koad fagod warnañ, ha lezel an tan da c’hwezhañ a-raok lakaat ur c’hef derv war c’horre ha serriñ dor ar fornigell. Deuet eo an noz teñval.
Komzoù e dad-kozh a deu dezhañ en-dro :
« A-raok ar brezel dija e oa komañset an dud da guitaat ar vro. Met neuze avat e oant en em lakaet da vont kuit a-zegadoù : da Vrest, da Bariz pe da lec’h all, kalz anezhe tapet un tamm deskamant hag aet da labourat dindan ar gouarnamant, evel ma veze lâret. Dilezet e oa bet kalz a feurmioù bihan, hag alese, dre ma oa roueshoc’h-roueshañ an dud, e oa aet stankoc’h-stankañ ar gwez er c’hoadoù pe war ar c’hleuzioù, hag aloubet an traoñiennoù gant ar brouskoad hag an drez. Ha da heul e oa aet da get doujañs kozh an dud evit ar c’hoad.
Ha pa oa deuet an « tronçonneuse » — n’ouzon ket penaos ‘vez lâret an dra-se e brezhoneg avat —, e oa bet spontet an dud da zigentañ gant an trouz a rae, met goude-se, p’o doa gwelet pegen fonnus ez ae al labour war-raok ganti ! Ha bec’h d’ar gwez ! Un druez e oa gwelet ar saout revet, tamolodet ouzh ar c’hleuzioù noazh evit kaout goudor diouzh an avel viz… pa veze c’hoazh eus ar c’hleuzioù », eme an tad-kozh gant ur c’hoarzhadenn verr, « rak d’ar poent-se ivez e oant krog da freuziñ anezhe evit ober parkoù brasoc’h. ‘Fin, dre amañ ne oa ket aet ken pell-se ! »
Se oa nebeut amzer a-raok e varv, a soñj Stefan. Ma c’hellje gwelet stad ar vro hiriv an deiz ! Bremañ, forzh piv en deus un heskennerez, ha tan de’i, ha pilañ ha diskarañ, pe lakaat ober, hep soñjal en amzer da zont, a huanad ar paotr yaouank kozh en ur ziskenn ur banne gwin en e werenn. Ma n’eo ket ar c’hleuz a-bezh a vez pilet gante ! Pe perc’henned all ha ne reont ket foultre-kaer, met biken james ne rofent pe ne werzhfent o c’hoad ! Ha me, paotr ar vro, ‘m bez mizer kaout va zeir pe beder c’hordenn geuneud ar bloaz evit en em dommañ ! Evel pa vijes o kreviñ gant an naon e-barzh ur supermarc’had ! Ha c’hoazh, gwelet e vez koad o vreinañ war bord an hentoù war-lerc’h o mekanikoù dic’harzhañ !
— Gant ar vezh, emezañ, imor ennañ, o sevel en ur skeiñ war an daol hag en ur riñsañ e werennad win.
Dont a ra da Stefan skeudennoù all eus e vugaleaj. Pa oa dek pe daouzek vloaz e oa bet kaset gant e familh da welet ur c’haner eus ar vro, tapet brud gantañ. E-unan war al leurenn e oa, ur gitar gantañ.
Un den bras, hirik e vlev, koshoc’h evit e dad met yaouankoc’h evit e dad-kozh. Dont a ra soñj dezhañ bremañ eus e vamm o fardañ boued hag o vouskanañ pozioù eus unan eus e ganaouennoù desket ganti :
Gwez kalonek va bro,
Fao kistin ha derv,
Ganeoc’h e vin bepred
A gorf hag a spered…
Ya, ma vije bev va zad-kozh c’hoazh, a soñj an den. Petra ‘raje-eñ ? Rak un den gouez a-walc’h e oa a-wechoù ar paotr Aogust. Diskenn justis ? Mont da lakaat tan er gwez nevez pilet gant ar peizant yaouank ? Diaes da lâret… Ha petra ‘c’hellan-me ober ? Klemm en ti-kêr, pe mont da welet tud ar c’harter evit klask ober un dra bennak ?
Tud ar c’harter ? Daoust hag e anavezan anezhe c’hoazh ? Saozon zo o chom ‘tal-kichen, Saozon c’hoazh e penn all eus kêr, evel loened mut, hini ebet anezhe ne oar galleg, hep kaozeal deus ar brezhoneg… En tu all d’an hent, Brestiz, ha ne zeuont ket ‘met div pe deir gwech ar bloaz ; un tamm izeloc’h, Parizianed nevez deuet amañ war o leve, ha ne lâront morse boñjour d’an dud ! Pe an istrogelled yaouank war an duchenn, a vezan bouzaret bemnoz koulz lâret gant o muzik sovaj, pe Fañch Skouarneg, du-hont, labourer-douar nemetañ ar gêriadenn. Pa soñjan a oa pemp anezhe pa oan-me yaouank. Hag eñ mouzhet-mik ouzhin abaoe pemp bloaz, n’ouzon ket re abalamour da betra, nag eñ kennebeut moarvat… Pe c’hoazh ar c’houblad yaouank a vez gwelet o vont kuit mintin abred ha distreiñ diouzh noz ? Petra ober gant ar re-se ?
Strakal ha krozal a ra an tan bremañ. Ma, poent debriñ koan, eme Stefan en ur lakaat ur podad soubenn war gorre ar fornigell, hag azezañ en-dro. En e benn n’eus nemet soñjoù du, ken du hag an noz goañv er-maez.
Ha ma vije pellgomzet d’am c’hamaradez-skol Mona Glevareg, hag a zo e penn ar gevredigezh Buhez ar Menez, a soñj an den a-greiz-tout. Meur a wech on bet pedet ganti da vont d’o emvodoù, met petra ‘ri, re feneant pe re lent on bet atav evit mont. Difenn an natur n’eo ket un dra gwelet re vat er vro, hag ar re-se zo tud desket hag a oar kaozeal… Ma. Honnezh a ouife marteze petra ober. Ha n’eo ket unan da vezañ lakaet bihan gant ar beizanted vras, na gant ar prefed zoken…
Ha pa soñjan, n’eo ket warlene e oa bet kaset ganto ur penn bras a goader dirak al lez-varn gante ? Ya, se an hini eo.
Hag ar c’hoad sapin war hent ar bourk, a zo bet pilet nevez zo, nag heugus ar pilgosoù hag a loustoni a chom war e lerc’h ! Ha tout ar gwez-se, bet plantet pa oan c’hoazh babig, hag a vez kaset bremañ da Vro-Sina a-raok distreiñ d’ar vro evel meurbl Ikea, he doa lâret Mona dezhañ p’en doa gwelet anezhi er bourk eizhtez zo !
Ya, poent komz gant Mona ! Hag ar wech-se, ‘doa ket lâret din e oant e soñj prenañ ul lodenn deus koad Kervargen e boutin, ha pouezañ war an ti-kêr evit ma vefe tommet ar skol gant drailhachoù koad ? Se, avat, a vefe un dra gaer ! Sevel a ra Stefan, ul luc’hedenn en e zaoulagad, hag ober tro an daol en ur bilpasat, trelatet-tout, stardet-mort e zaouarn :
« Re bell on chomet en va-unan em c’hornig amañ, o kas va zamm buhezig din, diseblant ouzh ar pezh a dremene dirak va fri. Poent din mont e-mesk an dud, poent din lakaat va fenn da labourat un tamm, poent din ‘n em zifenn, ‘n em lakaat da stourm ivez, ha n’eo ket chom da c’hortoz bezañ touzet evel un dañvad hep ober netra », emezañ, imor o sevel ennañ…
« Pa ne vefe nemet evit rentañ enor d’am zad-kozh Aogust, difenner taer « gwez kalonek e vro… ».
Kristian ar Bras
- Un danevell embannet en niverenn 759 – e miz Kerzu 2019 – da selaou amañ.
KOUMANANTIÑ : AMAÑ