Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Ur brav a fest

Berzh he deus graet GBB, daoust d’an diresis ma vez c’hoazh war dachenn ar c’hleñved.

© Eric Legret

1800 den zo deuet betek e Langoned d’an 2 ha 3 a viz Gouere. Gant an Taol-Lañs eo kroget an darvoud d’ar Gwener. 7 strollad a oa war ar renk ha 500 den evit selaou ouzh strolladoù an dazont. Ha c’hoarzhet zo bet gant fent an daou animatour Azenor Kallag ha Lors Jereg, o luskañ etre pep abadenn. Dañset zoken gant Ton Sul Ton Null war al LeurÑ ! Gant strollad Madelyn Ann eo aet ar maout e-touez ar strolladoù rummad “a-vicher” : ur sonadeg bamus etre pop ha rock “atmosferel” zo bet kinniget ganti ! Gant Garlonn, plac’h yaouank o seniñ solo he gitar, ur vouezh hag ur stil kaer-tre, fromus, leun a garantez evit ar rummad “Dazont” (amatourien). D’ar strollad Norès Adelie eo bet roet priz ar brezhoneg. Ha d’ar strollad Snoopy Snoop (ur rapour yaouank e solo) priz taol-from ar juri. Tro ‘vo da welet anezho war leurennoù ar vro er mizioù o tont.

Birvilh ‘pad an deiz

Adaozet e oa bet kreiz bourk Langoned evit degemer an dud eus ar gwellañ. E-kreiz ar blasenn e oa bet lakaet 10m³ brenn-heskenn evit an tournamant gouren Sam Poupon. Gant Mathieu Le Dour, ur gourener eus skol ar Faoued, eo aet ar maout. War an dachenn mell-droad eo skipailh repuidi skol ar C’hloastr-Plourin a zo bet trec’h. 15 kevredigezh o deus kinniget o stand. Ha berzh bras a zo bet gant ar c’haraoke kinniget gant Kentelioù an Noz Naoned ! Plijet o deus an atalier sirk hag an hullahoop d’ar vugale ivez. Ur stand serigrafiezh a oa just e-kichen evit ar re a felle dezho nevesaat o dilhad. Ha laouen ar merc’hed o deus gallet krouiñ o staot-a-sav kentañ e stand Difenn ! Leun-chouk eo bet sal ar gouelioù evit pezh-c’hoari Ar Vro Bagan, kement all er vediaoueg evit an taolioù-krenn (gant tud vouzar Penn-ar-Bed, François Alfonsi ha Paol Molac pe c’hoazh gant Katell Chantreau).

Kan ha dañs !

Goude-lein eo kroget ar sonadegoù war al leurenn, bet staliet war plasenn Morvan Lez-Breizh an taol-mañ. Gant Katell ha Fred, Madelyn Ann, Emezi ha Brieg Guerveno evit kregiñ. Plijet-bras eo bet an dud gant ar strollad liesvouezhiek Barrut. Kement m’eo aet lod da ganañ ganto goude-se dindan porched an iliz. Gwir eo e oa bet stummet 32 zen er staj masterclass aozet ganto diouzh ar mintin. War al “Leur-Ñ” e oa Diridollou-Lavigne ha, goude, Talec-Noguet Quartet ha Digabestr. N’eus ket bet tu derc’hel sonadeg Modkozmik siwazh abalamour d’ur pezh-mell barrad glav kouezhet da 1e15, just a-raok ma pignfe ar strollad war al leurenn. Ur burzhud eo bet dija e vefe bet brav an amzer e-pad an daou zevezh !

Laouen eo an aozerien⋅ezed eta da vezañ kinniget ur prantad plijus, gant sikour 220 den a-youl vat. Kempouez eo budjed an darvoud, ‘pezh a zo a-bouez evit kenderc’hel. N’eo ket bet anat raktresañ pep tra e-kerzh ar mizioù tremenet ha peadra oa da vezañ ankeniet gant ar protokol yec’hedel. Gouzout a reont bremañ e c’hellont kontañ war ur publik feal. Peadra da reiñ youl evit an dazont !

  • Ur pennad embannet en niverenn 840 – d’ar 16 a viz Gouere 2021.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Da lenn ivez