Ur skol eo Hina Surf, staliet e Sant-Maloù, met estreget kentelioù war ar seurfiñ a vez kinniget gant Hélène Rouault, renerez ar skol he deus, hi, krouet e miz Ebrel 2017. Diorren a ra ivez ar pezh a vez anvet an terapiezh seurfiñ – « surf thérapie » e galleg flour.
Anv un doueez bolinezian eo Hina, arouez ar veneliezh, un dudenn liammet alies ouzh al loar, a zo pouezus-tre evit ar seurfourien abalamour d’al lanv ha d’ar gwagennoù. 5 bloaz zo he deus krouet ar skol « evit va flijadur pemdeziek da gelenn, da dreuzkas va fasion, da rannañ santadurioù riklañ ha, dreist-holl, diorren an terapiezh gant ar seurfiñ. » eme Hélène Rouault a-raok ouzhpennañ eo bet atav ar sport eviti « un doare da dreuzkas talvoudoù evel kenober, kendoujañ, stourm, emzoujañ ha doujañ ouzh e gorf ivez. » Kelennerez war ar sport eo bet e-pad 7 bloaz (basket-ball, tennis-taol, jiminas) a-raok mont pelloc’h ha dont da vezañ desaverez e-pad 9 vloaz evit ar re yaouank gant diaesterioù etre 3 ha 18 vloaz, goude bezañ tremenet an diplom e 2007.
An terapiezh seurfiñ
« Gant implijout va barregezhioù em eus merzet buan eo ar sport un doare dreist-ordinal da vont e darempred gant an dud o deus diaesterioù en o buhez. War an tu-se eo ar seurf ur gwir skor pedagogel. Gwiriet em eus meur a wech penaos e sikour evit distanañ ha bezañ en e aez. » eme ar seurfourez a zo bet kampionez Breizh e 2011 ha kampionez Il-ha-Gwilen eus 2009 betek 2015 hag e 2017 ha 2019.
Evit klokaat he barregezhioù he deus tremenet un diplom ouzhpenn e 2015 – ur BPJEPS – evit gellout kinnig hag ober war-dro kentelioù seurf hag obererezhioù war vor met dreist-holl evit gellout lakaat e plas an terapiezh seurfiñ e Sant-Maloù. Menegiñ a ra ur mezeg e Biarritz – G. Baruck – a lavar eo « ar seurf kalz muioc’h eget ur sport. Gellout a ra sikour evel un terapiezh. Brudañ ar seurf evel un obererezh sport hag a c’hell pleustriñ an dud klañv pe ar re nammet eo pal an terapiezh seurfiñ, evit gwellaat o yec’hed » emezi.
NG
- Ur pennad embannet en niverenn 840 – d’an 16 a viz Gouere 2021.
KOUMANANTIÑ : AMAÑ