Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Eus ar c’hoari d’an deskiñ

E 2011 ez ae Helene Dante war roudoù he zad, betek ar Mali, Senegal, Kab-Glas. Labourat a rae e Pariz, oc’h ober war-dro bugale, o sikour anezho evit o labour-noz. Adalek ar poent-se he doa kavet ur ster d’he buhez, krouiñ lec’hioù d’ar vugale da c’hoari.

E 2013, gant tri mignon, e lakae en he fenn adneveziñ ur sal en ur skol, e Segou, 150 000 annezad, 390 bugel er skol-se. Dibab a reas eñvel anezhi Ludo – evit c’hoari – Bougou, a dalvez « komz » e bambara rak a-bouez eo dezhi kaout ur sal, met ivez c’hoarioù. Dre vras en ur greizenn a-seurt-se e vez 350 c’hoari ha dont a ra ar vugale da c’hoari ganto e-pad un nebeud eurvezhioù, pe e framm an eurvezhioù skol pe goude, dindan aotrouniezh tud gour, skoalerien peurliesañ.

E 2014 e varve he mamm, Geneviève Dante hag ouzhpennet eo bet hec’h anv ouzh hini ar gevredigezh. « Kalz a rae evit ma trofe Ludo-Bougou. » a anzav ar verc’h. Kavet he doa ar gevredigezh he mod da vont en-dro. Diazezet e oa an dafar c’hoari diwar ar c’hod ESAR. En holl greizennoù e oa a-bouez kaout eus c’hoarioù sevel, evel Kapla, reoù evit dic’hourdañ gant bolotennoù ha kement zo, reoù kevredigezhel ma ranker heuliañ ar reolennoù ha reoù arouezel, evel an « dinette », lec’h ma tesk ar bugel ober evel an hini bras.

Evit ar re baourañ

E 2017 e stalient un eil kreizenn e Kolle, 470 bugel, en ur gêriadenn 3-4000 den, da 80 km eus Bamako. Bloaz goude, dre ma chome ganto un tamm mat a arc’hant, e voent adkavet e Dubreka, ur gêriadenn a 50 000 annezad er Ginea, da 100 km eus Conakry. Eno e tegasjont c’hoarioù evit 1615 bugel. Bloaz goude c’hoazh e oant e soñj mont da N’gatarou, er Senegal an taol-mañ, evit ober plijadur da 350 bugel en ur gêriadenn a 5-6000 den. Met marv trumm tad Helene Dante a viras outo da vont.

En holl o deus tizhet ouzhpenn 2800 bugel, etre 3 ha 15 vloaz. Dibabet o deus labourat kentoc’h gant ar Mali hag ar Ginea rak eno e vez an dud ar paourañ. « Er Senegal e oa raktreset, tra ken ‘met evit ober plijadur da baeron ar gevredigezh, Herve Renard, dibaber broadel a-fet mell-droad. »

Skoazelloù

Gant Air France, pe c’hoazh Hadida e kav Helene Dante ar braz eus an arc’hant. Ganto e vez aozet ivez a bep seurt gouelioù : abadennoù sonerezh, skarzh-grignoloù, tombola. Ur skodenn a bae ivez an 90 ezel, etre 10 ha 3000 €, hervez e c’hoant. Gant tout se e teuont a-benn da zispign etre 25 000 ha 30 000 € dre greizenn. « Ha c’hoazh… D’ar skolioù eo da brientiñ al lec’h. Tud eus ma familh am eus eno evit ober rentaoù-kont deomp, evit evezhiañ p’en em gav ar c’hontener… » emezi. Deus Bro-C’hall e teu ar marc’hadourezh. Met kement a floderezh a zo eno ma ranker bezañ war evezh bras. « Anavezout a ra kevredigezhioù n’o deus ket gallet tennañ gounid eus o marc’hadourezh. » emezi.

Ingal e vez kaset keloù gant ar skolioù. Tro o deus bet da vont betek Segou, bloavezhioù goude, ha gwelet o deus e vez diwallet ouzh an dafar. Reiñ a ra c’hoant dezho kenderc’hel.

  • Ur pennad embannet en niverenn 771 – d’an 20 a viz Meurzh 2020.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Da lenn ivez