Keleier e brezhoneg abaoe 2005

E koun Greme Allwright

Graeme Allwright (1926-2020) war leurenn Gouelioù-Meur Kerne e 2012 © Thesupermat

Ganet e oa bet Graeme Allwright, e 1926, e kêr Wellington e Bro-Zeland-Nevez. Ez-vihan e plije kenañ dezhañ kanañ. Gant ar c’hoariva e oa troet-bras ivez. Ha setu eñ, deut da baotr yaouank, o vont da Vro-Saoz da zeskiñ ar vicher komediañcher. Daou vloaz diwezhatoc’h e teuas da chom da Vro-C’hall. Ha kenderc’hel gant e vicher c’hoarier. Da Yannig e vil vicher ez a, e gwirionez, evit kaout bara da zebriñ.

D’e zaou-ugent vloaz nemetken e stag da vat da ganañ. Treiñ a ra e galleg kanaouennoù Pete Seeger, Tom Paxton, Woody Guthry ha reoù Bob Dylan ha Leonard Cohen dreist-holl (Suzanna, An estren…). Ur c’haner engouestlet eo…

Ur pennad gant Goulc’han Kervella.

_________

Ma fell deoc’h lenn ar fin :

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez