Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Kengred etre ar pobloù

« Kengred » eo ar ger a-feson evit taolenniñ ar pezh a vez graet gant ar gevredigezh « Les Utopistes en action » hag ar skol o deus savet e 2018 : L’école alternative des Monts d’Arrée. Heuliet en deus ar sevenour Jean-François Castell an dud a-youl-vat hag ar repuidi hag ar goulennerien bod a vez skoazellet ganto. Un teulfilm 52 munutenn a vo skignet d’ar 17 a viz C’hwevrer 2022 – produet gant Aligal Production, France Télévision, TVR, Tébéo ha TébéSud.

© Jean-François Castell / Entre les Peuples – Etre ar pobloù

Adalek miz Even 2020 en deus troet Jean-François Castell e-pad 14 miz. Filmañ a rae ur sizhun bep miz dre soubidigezh, o vevañ war al lec’h penn-da-benn. Un aergelc’h rediet a oa hervezañ evit gellet filmañ ar vuhez evel ma vez en unan eus al lec’hioù nemeto e-giz-se e Bro-C’hall. « A-bouez e oa bevañ ganto evit gellet laoskel ar c’hamera ur wech an amzer ha c’hoari mell-droad pe debriñ asambles, un doare d’ober anaoudegezh ha da gaout fiziañs an holl. » eme ar sevenour bet prizet meur a wech.

Ul lec’h hag ur skol

E 2016 e veze dastumet dilhad gant Sandrine Corre hag un nebeud tud eus kreiz Breizh evit kas anezho da « janglenn » Calais ha sikour ar repuidi stanket eno gant ar c’hoant mont da Vro-Saoz. Pa oa bet dismantret al lec’h-se gant Ministr an Diabarzh – d’ar mare-se Bernard Cazeneuve – e oa bet dispartiet ar repuidi un tamm pep lec’h e Bro-C’hall. En em gavet e oa un nebeud anezho e Lambaol-Gwimilio ha Sandrine hag he mignoned a oa aet da gejañ ganto. E 2018 o deus divizet ne c’hellent ket chom hep kemer perzh da zegemer anezho. Krouet o deus ur gevredigezh – Les Utopistes en action – evit sevel ul lec’h hag ur skol gant ar c’hoant sikour anezho en o hentad evel repuidi e Bro-C’hall.

E miz Even 2020 e krog an teulfilm « Entre les peuples – Etre ar pobloù » pa ‘z en doa skarzhet maer nevez Ar C’hloastr-Plourin ar gevredigezh eus ar salioù prestet betek-henn. Da c’hortoz e veze feurmet un ti gant ar gevredigezh e heulier an darempredoù gant kumun Pleiber-Krist a zegemero anezhi en ur savadur adalek an nevezamzer 2021. Ul lec’h hag ur skol evit Ayouba, Mamadou, Abel, Alhassane, Majed, Mohamad hag ar re all.

Tud a-youl-vat hepken

Abaoe 2018 e vev atav tro 20 repuad hag a heuilh kentelioù a-drugarez da gelennerezed ha kelennerien youlek. Kentelioù galleg, kentelioù matematikoù ha memes kentelioù brezhoneg a vez heuliet gant ar repuidi, minored o-unan divroet evit ar braz anezho. « Muioc’h eget ur gevredigezh gant tud a-youl-vat ha tud sikouret, ur gwir familh eo. » a resisa Jean-François Castell a-raok ouzhpennañ e c’heller skoazell ar gevredigezh gant he c’hont HelloAsso. « Ezhomm o deus 10 000 € bep bloaz evit ar mont-en-dro hag evel-just eo diaesoc’h abaoe mare ar c’hovid peogwir ne c’hellont ket aozañ darvoudoù a servij da zastum arc’hant. »

Skignadenn gentañ an teulfilm « Entre les peuples – Etre ar pobloù » a vo d’ar yaou 17 a viz C’hwevrer da 10e35 da noz war France 3 Breizh. War-lerc’h e vo ur vannadenn er sinema La Salamandre e Montroulez. « Un abardaevezh e vo evit ma c’hello dont an holl hag evit gellout aozañ ur gaozeadenn da c’houde. » a gloz ar sevenour. E miz Meurzh e vo skignet gant ar chadennoù lec’hel : TVRennes, Tébéo ha TébéSud.

Evit gouzout hiroc’h

Evit ar re o defe c’hoant mont pelloc’h ganti e c’heller selaou podkastoù atersadennoù savet gant Sandrine Gaspard e « L’école Alternative des Monts d’Arrée » anvet « Les chemins de l’école ».

War lec’hienn ar radio enlinenn « Radio Ribin, mouezh an Are » e c’heller adkavout, da skouer, an hini diwezhañ — ar 6vet abadenn embannet d’an 19 a viz Genver 2022 — anvet « Philippe ha Leslie ». Philippe a zo deuet deus Bro-Gameroun hag en deus kejet gant Leslie, a-youl-vat er skol. Rannañ a reont gant ar selaouerezed ha gant ar selaouerien o hentad, o c’hejadenn, o diaezamantoù hag ivez o raktresoù.

E miz Du e voe embannet er 5vet abadenn atersadenn Sandrine ha Loic — krouerien ar gevredigezh — a gomz eus o buhez pemdeziek evel tud a-youl-vat hag o engouestl diehan evit ar repuidi.

NG

  • Ur pennad embannet en niverenn 870 – d’an 11 a viz C’hwevrer 2022.
  • Hizivadur (18/2/22) : evit adtapout an teulfilm : amañ

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Da lenn ivez