Dek vloaz zo e oa bet lañset gant Blaz Produktion stummadurioù evit implijidi ar re a labour war-dro ar re gozh, annezidi an EHPADoù dreist-holl.
Pal ar jeu a oa kinnig d’an dud-se, divrezhonek pe dost peurvuiañ, peadra da eskemm gant ar re gozh, lod anezho aet en-dro d’o yezh-vamm da vat. Stummañ dindan nebeud amzer ha diwar budjedoù strizh, dre ret. Ha n’eo ket « deskiñ brezhoneg » dezho, reiñ « ostilhoù yezh » dezho evit aesetaat an darempred etre skoazeller ha skoazellet ne lavaran ket.
Setu ma oa bet savet ganeomp ur program war tri devezh leun, ur sizhunvezh etrezo, peadra da lakaat e pleustr war an dachenn ar pezh desket dindan an devezh-studi. Evel-se zo bet stummet un 200 den bennak war dachenn Penn-ar-Bed, gant distroioù pozitivel-kenañ.
Mont pelloc’h gant ar raktres
Evit bezañ efedus en deus goulennet ar raktres-se ur bern labour pedagogel en a-raok, ha diwar al labour-se hon eus savet ur program evit stummañ stummerien, dezho da genderc’hel war hon lec’h gant al labour stummañ implijidi an « ober war-dro » en EHPADoù.
Daou staj zo bet lakaet e plas (2020 ha 2021) evit ar stummerien nevez-se ha nevez zo zo bet lakaet enlinenn ul lec’hienn ma vo kavet enni, deskrivet dre ar munud, peadra da sevel seurt stajoù, koulz ha danvez pedagogel pe dielloù all, a c’hello servij d’an danvez kelennerien-se met ivez da bep hini a bled gant kentelioù brezhoneg d’ar re deuet : https://deskelenn.com/. (Trawalc’h e vo dezho lakaat o anv ha krouiñ ur ger-tremen evit mont donoc’h e-barzh.)
Evit gouzout hiroc’h : blazproduktion@free.fr