Ar ganerez Garlonn a zo tremenet dre studio Radio Naoned. Filmet ez eus bet un ton da reiñ tañva eus an eurvezh abadenn a zo bet skignet d’an 3 a viz Meurzh en abadenn « Naoned e live » war Radio Naoned !
Leurenn gentañ an arzourez a oa e Langoned e miz Gouere 2021 da geñver Gouel Broadel ar Brezhoneg. Aet e oa ganti kalonioù ar juri hag ar maout e rummad « Dazont » eus An Taol-Lañs.
An abadenn en he fezh da selaou : amañ