Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Kreizenn dudi Gorre Menez

Krouet eo bet ar greizenn dudi gentañ e brezhoneg e Penn ar Bed gant Ti ar Vro landerne Daoulaz. Arc’hantaouet eo gant sikour ar Rannvro, an Departamant, ar c’hef goproù-tiegezh (KGT/CAF) ha gant ar fakturenniñ. Evit ar poent n’hon eus ket sikourioù an tiez-kêr evel ar greizennoù-dudi all pe sikour kumuniezh tolpad-kêrioù (KTK) Landerne Daoulaz.

Ne c’hellomp ket koulskoude paeañ an holl goproù ha feurm al lec’h gant an arc’hant hon eus, dreist-holl er mare yec’hedel diaes-mañ. Ret eo deomp kemer war arc’hant hollek ar gevredigezh.

Implij ar brezhoneg en dudioù a zo ur mennozh mat met ret eo kavout arc’hant. Setu perak hon eus ezhomm sikour an holl !

Aes eo : ma vez roet 5 € gant 100 den (d’an nebeutañ) pep miz, e vo posupl deomp kenderc’hel gant hor raktresoù ! En un doare fetis : gant an arc’hantaouiñ a-stroll dre dreuzkas-vank otomatik (5 €/miz pe muioc’h) gant 100 den (pe muioc’h) e vo tu lakaat Ti ar Vro Landerne Daoulaz hag ar greizenn dudi da ginnig raktresoù padus !

Ober ur prof da d/Ti ar Vro Landerne Daoulaz a ro an aotre da gaout un didennadur kemedel (da skouer 5 €/miz a goust e gwirionez 1,70 € goude an didennadur kemedel.

Na chomit ket etre daou : Helloasso ar gevredigezh

——-

Ti ar Vro Landerne Daoulaz

1 ru Dr Pouliquen – Kreizenn  Teo Ar Born 29800 LANDERNE

09 73 65 35 24 / 07 67 17 58 29

degemer@tiarvrolandernedaoulaz.bzh

Da lenn

Da lenn ivez