« Undaria Pinnatifida« , « Laminaria Saccharina » pe « Palmaria Palmata« , setu anvioù bezhin gant perzhioù vertuzius a c’heller debriñ a-drugarez da Julie Desnoulez hag hec’h embregerezh krouet e 2018, Hepken.
Bez’ emañ o chom e Savoa-Uhel ha luc’hskeudennerez a-vicher e oa pa oa deuet ur mignon dezhi, Timothée Serraz, da vezañ produer bezhin evit an embregerezh Algolesko, e Loktudi. Bet eo bet o filmañ hag o kemer poltriji e Penn-ar-Bed ha dizoloet he deus bed ar bezhin. C’hoant he deus bet da c’houzout hiroc’h ha da dalvoudekaat ar produ. Al labour kaset gant ar broduerien a zo deuet anat dezhi betek krouiñ hec’h embregerezh.
Bezhin bio
Bio eo an holl broduoù, diorroet pe dastumet e Breizh en un dachenn gwarezet gant Natura 2000. Setu perak eo produoù a galite uhel. Ober a reont war-dro ar bezhin diouzhtu goude an eost, gant an dorn hag hervez un argerzh1 japanek hengounel o toujañ ar muiañ posupl ouzh ar plant. « An dra-se en deus kadarnaet ac’hanon. Meur a stal a zo dija, a werzh bezhin, met c’hoant ‘moa un dra ouzhpenn. » eme an embregerez. Laouen eo da c’hellout kinnig ar produ-mañ d’an dud peogwir n’eo ket aes, hervezi, kavout bezhin na zeufe ket deus an tu all eus ar bed ha na vefe ket bio. Mont ha dont a ra etre Savoi-Uhel ha Breizh ha laouen eo an dud pa zistro er menezioù gant bezhin. « A-benn ar fin ez eus ur mank bras a iod amañ. Pell emaomp eus ar mor, anat d’an holl, met ur gudenn vras e oa gwechall. » a resisa Julie Desnoulez.
Rekipeoù
En he lec’hienn e c’heller kavout ar produoù, evel-just : bezhin fresk ha bezhin dizouret. Met estreget ar pezh a zo da brenañ a c’heller kavout. Bez’ ez eus ivez rekipeoù. « Ar bezhin a zo plant dreistordinal leun a brotein, leun a louc’helfennoù2, leun a vitaminoù. Setu perak em boa c’hoant kinnig ivez un nebeud rekipeoù evit klask sikour ha klask awenañ ar re a fell dezho kregiñ. » emezi. Mont a ra pelloc’h ganti. Ul levr emañ o paouez skrivañ « gant rekipeoù simpl ha plijus da fardañ war ar pemdez ». Embannet e vo gant Marabout ha dont a raio er-maez e miz Even 2022. Peadra da fardañ meuzioù lipous.
NG
1argerzh : processus
2louc’helfennoù : oligo-éléments
Ur pennad embannet en niverenn 873, d’ar 4 a viz Meurzh 2022
_________