Goude mareoù gwenn ar bloavezhioù tremenet setu roet lañs d’an 19vet koulzad ar sinema er skolioù gant Daoulagad Breizh, harpet gant Dizale evit an azassat e brezhoneg ha gant an 19 framm (emglevioù bro, tiez ar vro) a sikouro evit ar skignañ.
E 2019 en doa graet ar c’houlzad berzh dre ma oa bet tizhet ouzhpenn 13 300 bugel enskrivet e 233 skol hag 11 skolaj. Skignet e oa bet ar filmoù e 79 lec’h. « Ar bloaz-mañ e vo un tamm diaes c’hoazh. Pep tra n’eo ket deuet en-dro en doare reizh. » a anzav Elen Rubin, e-karg eus an droiad evit Daoulagad Breizh. Roet zo bet lañs, memestra, d’an 19vet koulzad, a ginnig d’ar vugale, evit ur priz dereat – 2,5 € dre vugel – mont betek ur sal sinema, sellet ouzh filmoù ha kenderc’hel gant al labour kizikaat er skol goude, a-drugarez d’an dafar roet d’ar vistri.
Hervez an oad
D’ar re vihan, er skol-vamm, e vo kinniget ur rummad 6 film-bevaat, a bado ur 45’ bennak, anvet « Laban, an tasmant bihan », o tont a Vro-Sveden, lakaet e brezhoneg gant Dizale. D’ar re vrasañ, ouzhpenn 6 vloaz, e vo kinniget un doare film disheñvel. Ne vo ket ur film bevaat evel ma vez alies met un teulfilm, savet e bro Douarnenez, produet gant Tita B Productions ha Flair Productions : « Aelia al logodenn-ed ».
Produet er vro
Mezeg-loened eo bet Jean Yves Collet a-raok bezañ sevener. Arbennik eo war an teulfilmoù loened. Ingal eo bet dedennet gant ar bed a skeul vihan – Aelia ne ra nemet 6 sm, 12 gant al lost – da geñver an dud a zo, eviti, gwir ramzed. E Ploeven, e foñs bae Douarnenez, eo bet gant e vikro-kameraioù. Filmet en deus troioù-kaer Aelia, a-raok frammañ ha lakaat war ar skeudennoù ur vouezh « off « . Nolwenn Korbell a ra ar vouezh « off » e brezhoneg.
E miz Meurzh eo kroget ar c’houlzad met padout a raio betek miz Even.
Yann-Fañch Jacq
Ur pennad embannet en niverenn 874, d’an 11 a viz Meurzh 2022