Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Prizioù 2022

D’an 23 a viz Meurzh zo bet enrollet lid Prizioù dazont ar brezhoneg e Lannarstêr – kenaozet gant France 3 Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg. Un abadenn blijus, lusket brav gant Yann-Herle Gourves ha Goulwena An Henaff, evel kustum.

© Sonia Lorec

E sal Kae 9 Lannarstêr zo bet degemeret tro 200 den evit enrollañ lid ar Prizioù ken gortozet gant al loreidi a oa bet dibabet gant ar bodad barn e miz Genver. Kinklet brav e oa al leurenn gant pesked ha morgaoul o nijal. Un abadenn skignet dec’h da noz war France 3 Breizh.

Fromus

Daou vloaz da heul ne oa ket bet a lid abalamour d’ar c’hleñved red. Neuze, bezañ holl asambles evit lidañ ar Prizioù ? « Ur gwir «kif» » hervez Goulwena An Henaff, hag an daouad da c’hoari gant ar gerioù. Plijus ha fromus-tre e oa an aergelc’h ha dreist-holl gant ar souezhadenn vrav roet da bPaul Molac : « Priz Kalon ar bodad barn », evit e labour evit ar brezhoneg, evel-just.

Echu eo al lid gant un ton ouzhpenn sonet gant ar strollad sonerezh en deus lusket an abadenn a-bezh : ar strollad savet evit pezh-c’hoari Ar Vro Bagan, « War hent Youenn Gwernig ».

Setu an disoc’hoù ha « replay » an abadenn da heul :

Priz levr faltazi :

1 – Morlenn, gant Jorj Abherve-Gwegen

2 – Mehdi divroad, gant Goulc’han Kervella

3 – E seizh avel ar bed, gant Fañch Peru

Priz oberenn kleweled :

1 – Dañsal dindan ar glav – Goulwena an Henaff

2 – Noz – Soazig Daniellou

3 – Fin ar bed 2 – Nicolas le Borgne

Priz brezhoneger·ez ar bloaz :

1 – Brendan Guillouzic-Gouret & Tifenn Merien

2 – Bleuñvenn Konan

3 – Morgan Gilet

Priz embregerezh :

1 – Miltamm

2 – Treebal

3 – Bagadini

Priz strollegezh tiriadel :

1 – Ti-embann ar skolioù

2 – SDIS 29Mor-Bihan Gwened tolpad-kêrioù

3 – Mor-Bihan Gwened tolpad-kêrioù

Priz kevredigezh :

1 – Stumdi ha Ti ar Vro Gwengamp

2 – Splann !

3 – Ti ar vro Landerne-Daoulaz

Priz oberenn kanet e brezhoneg :

1 – Youn Kamm – Treizh

2 – Emezi (Perynn Bleunven hag Elise Desbordes)

3 – Denez – Stur an avel

Da lenn

Da lenn ivez