E miz Meurzh hon eus roet lañs da genstrivadeg danevelloù Kemper.
Tro-dro d’an dodenn « An dour » e oa bet ar pluennoù o tañsal, ha trizek skrid disheñvel-mik a oa bet resevet. Pinvidigezh ar yezh ha liesseurtegezh an ijin a zo en em gavet en istorioù. War red ar stêr Aven, a Vreizh da Afrika ha betek planedenn Veurzh o deus lakaet ar skrivagnerien hag ar skrivagnerezed an dud da veajiñ. Gourc’hemennoù d’an holl o deus kemeret perzh !
An trede priz a zo bet gounezet gant Gwenvred Latimier-Kervella, skrivet ganti « Ar poull-neuial ». Evit ar skrid anvet « Feunteun ar burzhudoù » eo bet tapet an eil priz gant Jean Le Clerc de la Herverie, hag aet eo ar maout gant Tanguy Legavre evit « An eil elfenn ».
Laouen eo Ti ar Vro Kemper gant ar c’hemer perzh a zo bet dindan ken berr-amzer, dreist-holl pand eo bet kaset skridoù a bep korn eus ar vro (departamantoù 29, 56, 22, 35) !
Skipailh Ti ar Vro Kemper
An danevelloù a c’heller lenn amañ.