Ur bloaz war-lerc’h al lezenn Molac en deus c’hoant Diwan tenañ gounid eus ar Redadeg 2022 evit bodañ an dud tro-dro an deskadurezh e brezhoneg dre soubidigezh. Ezhomm hon eus engouestl ar strollegezhioù lec’hel e Breizh evit gwarantiñ kresk ha diorren Diwan pa n’eo ket aes gant ar framm tiriadel ha lezennadurel a dalvez hiziv. Emgav d’an 21 a viz Mae da 3 eur e Melezour dour Naoned, e-kichen ar c’hastell, evit reiñ un degemer a-zoare d’ar Redadeg en hor c’hêr-benn istorel.
Emgav ivez d’an 28 a viz Mae e Gwened er c’hm 2018, dirak ar c’har-vor, evit ur valeadenn stourm da geñver kilometradoù diwezhañ ar Redadeg a ranko, ‘giz e Gwengamp, fromañ an holl.