D’ar sadorn 19 a viz Meurzh 2022 e voe savet gant Kevre Breizh hag ELEN – European Language Equality Network – un devezh kendiviz war veizad al lazhkenel. War betra eo diazezet ul lazhkenel ? Penaos e vez lakaet ul lazhkenel da c’hoarvezout ? Ha lazhkenelioù a zo e Frañs ? Penaos stourm a-enep ar politikerezhioù lazhkenel ? Pe zisoc’hoù a zo bet tapet betek-henn ?
Roet eo bet da c’houzout gant ur skolaj skiantourien, arbennigourien ha stourmerien stad an enklask a laka war wel ar politikerezhioù lazhkenel, hag an obererezhioù stourm war an dachenn evit klask enebiñ dezhe. Ha respont d’ar goulenn-mañ ken diazez e-keñver Gwirioù Mab-Den : ha politikerezhioù lazhkenel a zo lakaet da c’hoarvezout e Frañs an deiz hiziv ?